Yann-Frañsez ar Gonideg

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Ar geriadurour ha yezhadurour breizhat Yann Frañsez ar Gonideg (diwar Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien Lukian Raoul)

Yann Frañsez Vari ar Gonideg ( Konk-Leon 1775-1838 Pariz), a oa ur yezhour ha geriadurour brezhoneg. Un den a bouez eo en istor ar brezhoneg, rak kempennet en deus kalzik doare-skrivañ hor yezh ha degemeret eo bet e gemmoù gant an dud zo deuet war e lerc’h. Ul levr yezhadur ha geriadurioù en deus savet, ha troet en deus ar Bibl e brezhoneg. Gant e labourioù en deus degaset brud en-dro d’ar brezhoneg ha broudet en deus tud all da vont war studi hor yezh (Brizeug, Laenneg, Kervarker). Tad ar brezhoneg pe reizher ar brezhoneg zo bet graet anezhañ gant e ziskibien.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E diegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Konk-Leon d’ar 4 a viz Gwengolo 1775 en ur familh noblañsoù bihan.

Mab e oa da Yves-Charles Le Gonidec (Eozen Charlez ar Gonideg, e levr Lukian Raoul), a oa komis an tailhoù e Lokournan, ha da Anne-Françoise Pohon. E vamm a oa un intañvez addimezet e 1765, ha div verc'h he devoa: Marie-Jeanne ha Marie-Françoise de Penfeunteuniou. Ur verc'h all o doe an daou bried, a voe anvet Marie, met mervel a reas da zaou viz e 1766. Ur mab all o doe e 1770, François-Marie, met mervel a reas da bemp bloaz d'an 23 a viz Mae 1775. Ur verc'h all o doe e 1771, a varvas en deiz ma oa ganet. Ur mab all a voe ganet e 1772, anvet Nicolas-Marie. Ha Jean-François e 1775.

E 1777 e varvas ar vamm er gwentloù hag ar bugel dizanv a zouge, e Konk-Leon. Goude-se e voe dilezet ar vugale gant an tad a yeas da chom de Vro-Dreger. Advabet e voe ar vugale, hag an daou vab a voe advabet gant e voereb Jeanne-Renée de Kersaozon.

E vugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tremen a reas e vugaleaj e Trebabu, e ti e voereb Kersaozon. Mont a reas war e studi da skolaj Landreger etre 1787 ha 1791. E-pad an Dispac'h gall e voe harzet dre ma oa nobl, ha toullbac’het e Brest hag e Karaez etre miz Gwengolo 1793 ha miz Kerzu 1794. Mont a reas da guzhat da Drebabu, da vaner ar familh Kersaozon, ha da vaner Kerveatouz, e parrez Plouarzhel goude-se. Hogen, daoust d’ar pezh a voe kontet gantañ, ne seblant ket en dije kemeret perzh da vat er Chouanerezh. D’ar mare-se eo moarvat e krogas da vezañ troet gant ar brezhoneg ha d’e studiañ a-zevri.

Pell diouzh Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1804, dindan Napoleon, ez eas da labourat evit ar Verdeadurezh ha dont da vezañ komis e Mererezh ar C’hoadoù. Labourat a reas e meur a gêr : Pariz, Hamburg (1812), Nancy, Moulins hag Angoulême. Eno e chomas meur a vloaz. E 1812 e varvas e dad e Lanvaodez, da 75 bloaz er baourentez.

Naoned[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Naoned edo o chom etre 1814 ha 1816. Eno, e 1816, e timezas da Jeanne Maljean, ur vaouez eus dugelezh Luksembourg. Ur mab o doa dija, Pierre-Xavier, ganet e 1808, unan all o doe e 1818, anvet Robert-Charles-Marie.

E labour[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War e amzer vak e laboure war dachenn ar brezhoneg, o klask sevel un doare-skrivañ resis ha disklêriañ reolennoù ar yezhadur. E 1807 ez embannas e levr yezhadur (Grammaire celto-bretonne) ma tispleg reizh ar gerioù ha reolennoù ar c’hemmadurioù. Ne oa bet levr yezhadur ebet ken klok abaoe al levr Le Sacré Collège de Jésus, ennañ ur yezhadur hag ur geriadur, a oa bet embannet e 1657 gant an tad Maner. E Pariz e oa bet ezel eus an Akademiezh keltiek, ur gevredigezh ouiziek verrbad, krouet e 1805, ha ma veze kavet tud evel La Tour d’Auvergne pe Jacques Cambry.

E 1821 e lakaas embann ur geriadur kelt-ha-brezhonek (Dictionnaire celto-breton ou breton-français), a voe adembannet, goude e varv, dre aked Kervarker e 1850.

Goude-se e labouras war ur geriadur galleg-brezhoneg. Met lakaet en doa e soñj ivez treiñ ar Bibl e brezhoneg, rak gouzout a rae e oa bet ul levezon bras war ar c’hembraeg gant troidigezh ar Bibl er yezh-se. Broudet e voe d’e ober gant pastored eus Kembre. E droidigezh eus an Testamant Nevez (Testament Nevez hon Aotrou Jezuz-Krist) a voe embannet e 1827 en Angoulême, gant skoazelloù arc’hant o tont eus ar Bible Society e Londrez. En abeg da se ne voe ket aotreet gant eskob Kemper, an aotrou Poulpiquet (1759-1840), ar pezh a dalvez ne voe ket implijet en ilizoù.

Mont a reas war e leve e 1834 ha mont da Bariz ma kavas un tamm labour e kompagnunezh an Assurances générales, savet ha renet gant ur Breizhad, an aotrou Gourkuñv. Dilennet e voe ar Gonideg da ezel eus an Ensavadur Istorel (Institut Historique) e 1834. Labourat a rae neuze war e c’heriadur galleg-brezhoneg, a voe embannet dre aked Kervarker e 1847 (Dictionnaire français-breton). Mervel a reas e Pariz d’an 12 a viz Here 1838.

Douaret e voe e bered Lokrist, e-kichen Konk-Leon. War e vez e weler ur maen-koun, warnañ enskrivadurioù e brezhoneg hag e kembraeg.

Goude e varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude e varv e voe adembannet gant Kervarker e yezhadur (1839), e c’heriadur brezhoneg-galleg (1850) hag e c’heriadur galleg-brezhoneg (1847), ha gant Amable Troude e zaou c’heriadur ivez (1860) hag e v-Bibl santel (1866).

Reizhadennoù ar Gonideg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levezon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bras e voe levezon ar Gonideg evit azginivelezh ar brezhoneg, daoust ma ne oa ket ur skrivagner dispar ha daoust ma c’heller tamall dezhañ bezañ bet un tammig re c’hlanyezhour. E zibaboù evit un doare-skrivañ resis a voe degemeret diouzhtu gant Kervarker (1815-1895), aozer Barzhaz Breizh ha brudet-bras en XIXvet kantved. Heuliet e voe dibaboù ar Gonideg gant muioc’h-mui a dud war-lerc’h, dreist-holl goude ma vije savet eskob Kemper, an Aotrou Joseph-Marie Graveran (1793-1855), a-du ganto e 1840. Diskibien niverus en devoe, dreist-holl Kervarker a gendalc’has gant e labour geriadurouriezh. En XXvet kantved e talc’has Frañsez Vallée ha Roparz Hemon d’an hent bet treset gantañ.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Grammaire celto-bretonne, 1807 ; Adembannadur : 1838 [1] [2]
  • Dictionnaire celto-breton, 1821 [3]
  • Katekiz historik 1821.
  • Dictionnaire français-breton, 1847. Embannet gant Kervarker war-lerc'h marv an oberour. [5]
  • Dictionnaire breton-français, 1850. Embannet gant Kervarker [6]
  • Vocabulaire, édition de 1860 revue par A. E. Troude : Vocabulaire français-breton [lire en ligne] ; Vocabulaire breton-français [lire en ligne], Prudhomme, Saint-Brieuc.
  • Bizitou d'ar Sakramant Sakr ha d'ar werc'hez santel, lékéat é Brézonek gant ann aotrou Le Gonnidec. Adembannet gant A. Troude. 1867 [7]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Louis Dujardin. La vie et les œuvres de Jean-François-Marie-Maurice-Agathe Le Gonidec, grammairien et lexicographe breton, 1775-1838, Imprimerie Commerciale & administrative, 17 rue jean-Jaurès, Brest, 1949.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Liamm war du geriadurioù brezhonek, ha hini ar Gonideg: [8].