Eskob
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Rann eus | clergy |
---|---|
Honorific prefix | Excellency, Monsignor |
Relijion | kristeniezh |
Organization directed by the office or position | diosez, eparchy |
A dalv evit tiriad | diosez, eparchy |
Dezverket dre | episcopal lineage |
Model item | eskob katolik, Oriental Orthodox bishop, Protestant bishop, eparch, western bishop |
Category for eponymous categories | Q59522495 |
Un eskob (liester : eskobed, eskeb, eskibien) a zo un den uhel en urzh en Iliz katolik roman, en Iliz Ortodoks, en Iliz anglikan hag e lod eus an Ilizoù protestant. E penn un eskopti e vez un eskob.
Ul lid a vez aozet gant un eskob all (pe meur a hini) evit e eskobiñ, da lavarout eo reiñ ar garg dezhañ.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus al latin kristen episcopus diwar ar gresianeg επισκοποςe episkopos, "diwaller, evezhier" e teu ar ger eskob hag e zeveradennoù "eskobded", "eskobel", "eskobelezh", "eskobiezh", "eskobiñ", "eskopti" hag "eskoptiad".
Eskibien en Testamant Nevez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pemp gwech e kaver ar ger "eskob" en Testamant Nevez.
- Oberoù an Ebestel 20:28
- Lizher d'ar Filipianed 1:1
- Lizher kentañ da Dimoteos 3:2
- Lizher da Ditus 1:7
- Lizher kentañ da Bêr 2:25
Petra bennak ma n'eo ket bet krouet ar garg-se gant Jezuz-Krist e seblant bezañ ur stad reizh e penn-kentañ diorroadur ar gristeniezh. Diaes eo ober un diforc'h gant hini ar presbyter (πρεσβυτερος), met an diagon a weler el Lizher da Zimoteos a seblant dindan beli an eskob.
En Oberoù an Ebestel e reer eus an eskob ur maesaer evit e dropell, ur skeudenn voutin implijet en amzer hiziv c'hoazh. El Lizher da Zimoteos e reer "pried ur wreg nemetken" anezhañ, met amsklaer eo ma 'z eus kaoz eus nac'hañ dezho an eildimeziñ pe eus al liespriedelezh ; n'eus roud ebet avat eus eskibien a vije difennet outo dimeziñ ha genel krouadurioù d'ar c'houlz-se.
An eskibien diwar skridoù an ebestel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diwar obererezh an ebestel e voe aozet an Iliz kristen nevez en un doare efedusoc'h ken ma 'z eas roll an eskibien war bouezusaat en IIvet kantved. Gwelet eo kement-se e skridoù Ignatius Antioch (c. 35 – c. 110), pa zisplegas en e Lizher d'ar Vagnesianed :
« Lakait an holl da zoujañ ouzh an diagoned koulz hag e tleont doujañ ouzh an eskob hag eñ skeudenn an Tad ha doujañ ouzh ar veleged ivez,
ken e toujer ouzh ar re-se evel kuzul Doue ha Strollad an Ebestel. »