Landreger
Landreger | ||
---|---|---|
![]() Porzh ar gêr gozh. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Tréguier | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Landreger | |
Kod kumun | 22362 | |
Kod post | 22220 | |
Maer Amzer gefridi | Gireg Arhant 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 411 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 586 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 66 m | |
Gorread | 1,52 km² | |
kemmañ ![]() |
Ur gumun eus departamant Aodoù-an-Arvor eo Landreger. Kêr-benn istorel Bro-Dreger eo ivez. Pennlec'h Kanton Landreger eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Landreger zo e kember ar Yeodi hag ar Gindi. Eus al lodenn etre ar c'hember ha Mor Breizh e vez lavaret Stêr Landreger .
Kumunioù stok ouzh Landreger
- Priel, en tu all d'ar Gindi, en hanternoz,
- Tredarzeg, en tu all d'ar Yeodi, er reter,
- Ar Vinihi, er c'hreistez.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bernard Tanguy (1992) : "Monasterium S. Tutuali Pabut, v. 1050; S. Pabu-Tual, 1086; Saint Pabu, fin du XIIe s.; Seintpabu, 1230; Lantreguer, 1267; Lantriguier, 1296; Landreguer, 1330; Landriguier, 1376; Lantreguier, Treguier, 1394; Lantreguer, 1441, 1468; Ploelantreguer, 1437, 1486; Ploelantreguier, 1543; Ploulan-Treguier, 1663; breton Landreger.
Breutadenn diwar orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Benjamin Jollivet (1859) : Traoun-Trecor, trefoedadur diwar Traoan tri cornu, traon an tri c'horn. Gwelet e vez, a-dal da Landreger, tri spes beg-douar klotañ gant teir digoridigezh e stumm kornioù, war zu ar gêr. Kement e dalv anvioù-a-vremañ Lantreguer (lan tre guer) ha Tréguier[2].
- Bernard Tanguy (1992) ː Vallis Trecor e vefe troidigezh an anv latin Nant Trecor[3].
- Embanndurioù Flohic (1998) ː tri guer, rak an teir stêr a gember eno : ar Yeodi, ar Gindi hag aber ar stêr Landreger[4].
- Hervé Abalain (2000) ː Tricorio, tri pe trivet strollad (ar bobl, an arme)[5].
- Diwar traezh gwir, un touell tennet eus "Saint-Yves de Vérité" (meneg da zont)
- Tostaet e vez ivez an anv "Treger" ouzh Pagus Tricurius, ur vro en-dro da Dintagel, e Kernev-Veur[6].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En glazur, e deir flourdilizenn en aour pep hini treset gant deir tañvoezenn en aour (Guy Le Borgne. 1667. cf Loeiz Mahe) | |
![]() |
En glazur, e lestr e ouelioù dispak en argant (Pol Potier de Courcy, 1696. cf Loeiz Mahe)
war ar stern | |
![]() |
En glazur e lestr en argant e ouelioù dispak, mordoant war ur mor kevliv, eilet ouzh kab ouzh dehoù gant ur skoedig en glazur e deir flourdilizenn en aour, 2, 1 ; ouzh kleiz gant ur skoedig en erminig.[7] | |
![]() |
Ardamezhioù livet ouzh lein skalier meur an ti-kêr
Ar skoedigoù n'emaint ket war memes tu |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Embannet e voe ar c'h-Catholicon e Landreger e 1499. Geriadur latin, gallek ha brezhonek kentañ er bed eo. Peurskrivet e oa bet e 1464 gant Jehan Lagadeuc.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 96 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,23 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[8].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ul laeradenn a voe en ti-post, gant daou ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 20 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[9].
- Mervel a reas 44 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[8].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas,
- Aljeria: mervel a reas daou vilour.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An iliz-veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() An iliz-veur, savet gant Sant Tudwal war dismantroù ur manati. |
- Tour an Diaoul:
Tour iliz-veur Sant Tugdual zo palaret meur a wezh. Ne voe ket aes e adsavadur. Adsavadur an tour diwezhañ ne oa echuet nemet e 1785. Adsavet e oa bet gant maen dantelezhet ha pevar sin c'hoari kartoù : pikez, keur, karo ha treflez en enor da Loeiz XVI en doa arc'hantouet anezhañ gant taosoù merzhet dre lotirioù. Gwalleurioù an tour-mañ o doa krouet ur vojenn dastumet gant Anatol ar Braz ; ar veleien, bezivet dre fontadeg retolz, o deus sinet ur pakt gant an diaoul. En eskemm eneoù ar re aet da anaon bep Sul etre oferenn ha gousperoù, e-pad ur bloavezh, e troe kein an diaoul d'e strobinell. Met ar person oc'h oferenniñ en doa gallet touellañ an diaoul o chadennañ gousperoù goude un oferenn.
Diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hloastr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Delwenn Ernest Renan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumant an Enebadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Enskrivadur e brezhoneg yezh Treger ː "EN GWIRIONEZ AN DEN ZE E OA MAB DOUE"
Monumant ar Re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pont Kanada[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pont Du[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mirdi Ernest Renan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peulvan Anatol Ar Braz (e Koad ar Barzh, war lez ar Gindi)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud liammet gant istor kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Steven-Jozef-Mari Cillart a Gernevez, bet ganet e Landreger an 12t Here [:Restr:///C:/Mes sites Web/1021 webmaster/almanach18/1755.htm 1755]; divroet; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Amand-Mazhe-Mari Cillart a Gernevez, skoliad ar vorlu; bet ganet e Landreger ar 26t Gwengolo 1766; divroet; en eus kemeret perzh e dilestradeg c'hwitet ar roueelerien e Kiberen e 1795, evel eil-letanant e du Dresnay. Bet tapet, eo bet kondaonet e Gwened ar 16 thermidor AN III / lun 3t Eost 1795, da heul e vreur.
- Ernest Renan, skrivagner ha prederour gall, 28 a viz C'hwevrer 1823.
- Henri Pollès, skrivagner gallek, romantour, barzh ha saver arnodskridoù, 13 a viz Gouere 1909.
- Erwan Kervella, treser ha skrivagner, 15 a viz Eost 1949.
- Herve Bihan, daneveller, kelenner brezhoneg e Skol-veur Breizh-Uhel ha rener ar gelaouenn Hor Yezh, 14 a viz Gouere 1956.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1794 : Ursule Thierrier, dibennet dre m'he devoa sikouret kuzhat beleien.
- 1804 : Jacques Le Brigant, brizhkeltiegour, d'an 3 a viz C'hwevrer.
- 1852 : Alain Durand, barzh brezhonek.
- 1888 ː Eugène-Ange-Marie Bouché, eskob Sant-Brieg ha Landreger.
- 1984 : Paol ar Flemm, sonaozer breton, 31 a viz Gouere.
Tud beziet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Anatol ar Braz, skrivagner.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
? Olivier [10]
Senesal Landreger , kannad ouzh ar Breujoù e 1717 |
En argant e groaz divouedet en sabel |
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[11].
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol divyezhek Patrom:Pe anv? a zo eno abaoe 1997.
- E distro-skol 2022 e oa 21 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[12].
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Mala | 1989 |
![]() |
Mondoñedo | 1997 |
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée : Dictionnaire historique et géographique de la province de Bretagne, dédié à la Nation bretonne. 1780
- Louis Mahé : Monsieur Saint Yves. Armand Prud'homm embanner. Sant Brieg. 1949
- A. Marteville & P. Varin : kendalc'herien ha reizherien Ogée. Molliex, Libraire-Editeur, rue royale, Rennes, 1843. Adembannet gant Editions Régionales de l'Ouest. Mayenne. 1993
- Adolphe Guillou : Essai historique sur Tréguier par un Trécorrois. Moulerezh Francisque Guyon, Sant-Brieg 1913. Adembannet Laffitte Reprints. Marseille. 1979
- Ordnance Survey : Map of Britain in the Dark Ages. Southampton. 1966
- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960
- Bernard TANGUY : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes-d'Armor. ArMen-Chasse-Marée. 1992.
- Jean Balcou : Renan de Tréguier. Christian Pirot. Embanner. 1999
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Benjamin Jollivet. Les Côtes-du-Nord. (1859)
- ↑ Bernard Tanguy, 1992; Jean Huchet (2007);
- ↑ Ambannadurioù Flohic (1998)
- ↑ Bernard Tanguy (1992); Hervé Abalain (2000)
- ↑ Bernard Tanguy (1992)
- ↑ D'Hozier, 1696 ; kemmet e 1809 ; karget gant skoedoù Breizh ha Frañs e 1885.
- ↑ 8,0 ha8,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 199, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Aotrounez Kerthomas e Lannolon; Kervegan ?
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg