Yeodi
Neuz
Yeodi
| |
---|---|
Ar pont dreist d'ar Yeodi, etre Tredarzeg ha Landreger | |
Statud | stêr |
Hirder | 47,8 km |
Uhelder an eienenn | ? m |
Kas keitat | ? m³/s |
Gorread an diazad | 388 km² |
Bro(ioù) douret | Treger |
Diazad stêrioù |
? |
En em daol e | Gindi e Landreger |
Ledander er genoù | ? |
Andon | "Penn-Yeodi" e Louergad |
Adstêrioù | ? |
Ar Yeodi[1] (Jaudy e galleg) zo ur stêr, pe rinier, eus Treger (Breizh) hag a red dre Vro-Dreger etre Menez Bre ha Mor Breizh. 47,8 km hed zo dezhi.
Red
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eieniñ a ra e "Penn-Yeodi", e Louergad, e-harz ar Menez Bre.
Tremen a ra dre Treglañviz, Pederneg, Sant-Laorañs, Brelidi, Peurid-ar-Roc'h, ar Roc'h-Derrien, e-lec'h ma krog an aber, Ar Vinic'hi, Trogeri, Pouldouran, a-raok erruout e Landreger ma’n em vesk gant ar Gindi en un aber eus ar re vravañ.
Reiñ a ra e anv da Beurid-ar-Roc'h, e galleg Pommerit-Jaudy ; d'ar Roc'h-Derien, gwechall-gozh ul lodenn eus Peurid : ar Roc'h-Yeodi.
-
Eienenn. Panell 2, war an hent
-
Golo al levrig bet skrivet gant François Goarin.
-
Mammenn ar Yeodi, e Penn-Yeodi, Louergad, gwelet eus an hent a-us.
-
Mammen ar Yeodi, e Penn-Yeodi, Louergad, gwelet eus ar c'hostez.
-
Kartenn-bost kozh: Penn ar Pont, er Roc'h-Derrien; tu krec'h (dour dous).
-
Penn ar Pont, er Roc'h-Derrien; tu krec'h (dour dous).
-
Ar Yeodi o tremen Penn ar Pont, er Roc'h-Derrien. Tu traoñ, tu an dour sall.
-
Gweled ledan ar Yeodi traoñ Penn ar Pont, er Roc'h-Derrien. Skeudenn tennet eus lez Langoad.
-
Pont Sant-Yann, etre ar Roc'h, Langoad, Ar Vinic'hi. Tu krec'h ar pont.
-
Pont Hent-houarn. Bet tarzhet gant at Rezistanted e 1944. Dispennet da vat e 1956.
-
Koad al Louarn, er Roc'h-Derrien, tu dehoù - Paludenn, ar Vinic'hi, tu kleiz.
-
Pontrod, drev lanv. An hent o tont eus Peurid (ar Roc'h). kent ar roudour. En tu all d'ar rinier, an hent a zalc'h da vont war-zu Plougouskant. Ar Roc'h-Derien war an tu kleiz; Landreger en tu dehoù d'ar skeudenn.
-
Trogeri. Sante-Anna. Kadastr kozh.
-
Trogeri. Aod Santez-Anna. En tu all : Ar Vinic'hi. En pell : pont Kanada, etre Landreger ha Tredarzeg.
-
Ar Vinic'hi gwelet eus Tredarzeg.
-
Landreger gwelet eus Tredarzeg.
Adstêrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An Teoulas, e Brelidi,
- Ar Bizien (lez dehou), e Tredarzeg,
- Ar Gindi (lez kleiz), etre Priel ha Landreger.
Saotradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E miz Ebrel 2017 e kouezhas moger ur c'hraou-moc'h e Pederneg, ma redas meur a donellad dour-teil d'ar wazh Run an Spern en em daol er Yeodi[2].
Fazioù diwar benn ar Yeodi
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean-Baptiste Ogée a skrivas en Dictionnaire, historique et géographique de la province de Bretagne (1780), p. 29 : "Le Jaudy, rivière qui a sa source en Tréglamus et Louargat ..."
- Adolphe Joanne (Département des Côtes du Nord. Hachette. 1878) en eus skrivet, p. 12 : "Le Jaudy a près de 50 km; il naît au Chap, dans les collines de Gurunhuel (305 mètres) ...". Al lec'h anveet ar Chap (le Cap war gartenn IGN) en em gav war gumunn Benac'h, war lez kreisteiz Koad an Noz, ha war bevenn gant Plougonveur. Ar wazh e-kichenn a ya da gaout al Leger.
- Ernest ar Barzig (La Roche-Derrien et ses environs. Simon. Rennes. c. 1955), en eus skrivet, p. 59 : "Le Jaudy prend sa source dans la commune de Gurunhuel, à plus de 230 m., au pied d'un "menez" de 305 m. d'altitude".
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|