Kanol ar Martinière

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kanol ar Martinière e Frozieg.

Kanol ar Martinière a zo ur ganol a-hed al Liger, e Bro-Naoned.

Lec'hiadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-hed Aber al Liger emañ, dre ar c'hreisteiz. Pemp da c'hwec'h kilometrad emañ eus ar stêr vras. 15 kilometrad eo he hirder, etre kêrioù Pembo ha Pentelloù.

47°12′28″N 1°47′6″K / 47.20778, -1.785

47°16′4″N 1°56′50″K / 47.26778, -1.94722


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet e oa da wir e 1892, goude 10 vloaz mell labourioù evit lakaat ar bigi d'en em ziroudañ, al Liger o vezañ diaes da vageal warni ablamour e oa kontraezhet. Oberiant kenañ e oa e-pad ur prantad amzer berr, un 20 vloaz bennak, betek 1914 pa zeue da vezañ ur bered bigi, ha war lerc'h un diazezadur eus an AFNA. Distrujet e oa er bloavezhioù 1990 ar stankelloù savet gant an Amerikaned el lodenn uhel (Île de bois e kumun Pentelloù). Lezel a reas an dour da dremen endro betek skluz ar Carnet. Al lodenn izelañ war ar ganol betek Pembo, anvet "de la Taniais", a oa leuniet e fin ar bloavezhioù 1960 hag erlec'hiet gant ur fozell a ya d'an Norzh betek al Liger.

Bremañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ez eer ket da vageal warni evit ar c'henwerzh abaoe pell, evit ar blijadur ne lavaran ket. Savet e oa ur greizenn bageal e 1970 zoken. Kavout a reer ivez peskaeterien ha pourmenerien. Ul lec'h sioul ha dudius eo deuet da vezañ. Ne gaver ket par da ardivinkerezh he skluzioù en Europa. E framm Estuaire 2007-2009-2011, ar festival arz a-vremañ, e oa lakaet oberennoù digunvez krouet gant an arzourien.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]