Pentelloù
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Pentelloù | ||
---|---|---|
![]() Ar porzh, war lez al Liger. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Pellerin | |
Bro istorel | Naoned | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Liger-Atlantel | |
Arondisamant | Naoned | |
Kanton | Pentelloù (pennlec'h) betek 2015, Sant-Brewenn abaoe 2015 | |
Kod kumun | 44120 | |
Kod post | 44640 | |
Maer Amzer gefridi | Benjamin Morival 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Naoned Meurgêr | |
Bro velestradurel | Tolpad-kêrioù Naoned | |
Lec'hienn web | www.ville-lepellerin.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 149 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 168 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 23 m bihanañ 0 m — brasañ 27 m | |
Gorread | 30,65 km² | |
kemmañ ![]() |
Pentelloù (Le Pellerin e galleg) a zo ur gumun a Vreizh, e Liger-Atlantel, war lez kreisteiz ar stêr Liger, e gevred ar vro. Pennlec'h Kanton Pentelloù edo betek 2015.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"e glazur, e lestr greet en aour war ur mor en arc'hant; e c'hab gwriet geotet karget gant teir kregilhenn en aour, an hini kreis war e eneb"
aozer : Ao. Ferrand Kuzull ar Gumunn : 24 Meurzh 1946 |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kregin Sant-Jakez a weler war skoed Pentelloù. Gwechall e veze treuzet ar Stêr-Liger amañ gant pirc'hirined a yae da Gampostal.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Pentelloù e 1790 diwar ar barrez katolik. Lakaet e voe da benn Kanton Pentelloù hag e Bann Pembo. E 1800 e voe lakaet en Arondisamant Pembo [2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: mervel a reas 101 gwaz ag ar gumun abalamour d'ar brezel, d.l.e. 4,36% eus he foblañs e 1911 [3].
- 1926: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Sant-Nazer pa voe diskaret Arondisamant Pembo.
- 1976: lakaet e voe ar gumun en Arondisamant Naoned.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lakaet e voe ar gumun e Kanton Sant-Brewenn pa voe diskaret Kanton Pentelloù e 2014 [4].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er fest Keltomania (pe Celtomania e gallek) e kemer perzh ar gumun pep bloaz. Aozet e vez abadennoù sonerezh pe ziskouezadegoù arzourien vreizhat.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kanol ar Martinière, pe kanol al Liger-Izel
- Iliz katolik Gorroidigezh an Itron-Varia, savet e-kreiz an XIXvet kantved
- E-kichen Pentelloù, war vord Kanol ar Martinière, e vez gwelet "Misconceivable", pe "ar vag pleget", un oberenn graet e 2007 gant Erwin Wurm, un arzour eus Aostria [5].
- Al levraoueg/mediaoueg George Sand, bet digoret d'an 23 a viz C'hewvrer 2008.
- Diskouezadegoù a bep seurt (livan, kizellan, h.a.) a vez aozet alies e-barz ul lec'h anvet "ar Winêgrerezh" ("la Vinaigrerie" e gallek), a oa implijet gwechall-gozh gant tud a veze fardet ar gwinegr ganto, ha goude-se gant ar besketerien keurused.
- Monumant ar re varv.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Joseph Fouché 1759-1820, duk Otrante, ur politikour, bet ganet en un ti er straed Aristide Bertreux.
- Adine Riom (Brobant), 1818-1899, skrivagnerez.
- Georges Judic (1899-1965), mab Francis Judic (maer er bloavezhioù 1930), ijiner hag embregour (mengleuzioù "Ville-au-Vay" ha "des Coteaux"), kuzuler jeneral kanton Pentelloù e penn bloavezhioù 1960. E anv zo bet roet d'ar poull-neuial kozh, Kae Provost.
Ar stang a zo e-barzh ar poull pri-gwenn zo anvet c'hoazh hiriv "stang Judic".
- Gaston Villainne, aotrou medisin ha maer Pentelloù e dibenn bloavezhioù 1970, hag a oa enep ar greizenn nukleel da zont.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini - EHESS - Fichenn kumun Pentelloù
- ↑ Les soldats de Loire Inférieure - Monumant ar re varv
- ↑ (fr) Décret n° 2014-243 du 25 février 2014 portant délimitation des cantons dans le département de la Loire-Atlantique
- ↑ Lec'hienn ar gumun
- ↑ Lec'hienn ar gumun