Joseph Fouché

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Joseph Fouché taolennet evel dug

Joseph Fouché, moranvet Fouché de Nantes pe Le mitrailleur de Lyon, dug Otrante, kont Fouché, a oa ur politikour gall, ganet d'an 21 a viz Mae 1759, er Pentelloù e-tal Naoned, ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1820 e Trieste.

Brudet eo e zoare kriz da vougañ emsavadeg roueelour Lyon e 1793 a voe mammenn d'e lesanv Le mitrailleur de Lyon. Ministr ar Polis e oa bet en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ.

Joseph Fouché a oa deuet a-benn da dremen e-bioù an holl kouezhadennoù strolladoù pe galloud etre penn-kentañ ar Reveulzi, betek bezañ skarzhet eus Bro-C'hall dre m'en devoa votet marv ar roue Loeiz XVI. E-kreizh ar jeu politikel emañ dibaouez.

Joseph Fouché taolennet evel "Mindrailher Lyon"

Da gentañ e voe Girondins, goude bezañ votet marv ar roue e voe Montagnards. Skarzhet e voe eus ar Jakobined evit bezañ bet laer ha torfedour gwadus Lyon betek lakaat Robespierre da vezañ heuget. Kemeret en devoe perzh e kouezhadenn ar Venezidi ha Robespierre dre aon bezañ dibennet evit e torfedoù diniverus. Ur wech pilet e ez kamaraded e teue a-benn da chom hep bezañ kastizet garv evel darn ar Venezidi. A-gostez en em gav eus ar Reveulzi, dont a raio a-benn memestra da zistreiñ betek tizhouet penn ar polis kuzh evit ar Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799). E-pad Ren ar C'hoñsul hag ar c'hentañ impalaeriezh e chomo er memes plas. Goude Kampagn Rusia e gompren ez eo echu evit an impalaeriezh, kregiñ a ra gant marc'hata evit aesaat donedigezh ren Charlez X. Ne gemeras ket perzh er galloud ur wech kouezhet an Impalaeriezh. Distreiñ a raio hag-un-dro e-pad ar c'hant devezh (Les Cent-Jours) lec'h ma voe adlakaet evel ministr ar polis. E-pad ma oa Napoleon ouzh ar stourm e oa eñ penn gwirion Bro-C'hall. Plijet bras gant e post, gouzout a ra ne bado ket neuze e-sav liammoù gant ar roueelourien evit saveteiñ e vuhez ha klask derc'hel ar vro en un tamm unvan. Kouezhañ a raio a-benn ar fin ha da vat ur wech lakaet e-plas lezenn an 12 a viz Genver 1816 (loi du 12 janvier 1816) o pinijañ an dud o devoa votet marv Loeiz XVI.

Ur wech kaset er-maez eus Bro-C'hall e chom sabatuet. Skrivet en devoa neuze skridoù-buhez evit displegañ e vuhez er galloud. Un doare skrivañ pro domo e voe hag a chomo tost dianav e Bro-C'hall. ro-C'hall.