Jean Tulard

Eus Wikipedia
Jean Tulard e 2014

Jean Tulard, ganet d'an 22 a viz Kerzu 1933 e Pariz, zo un istorour, skrivagner ha kelenner skol-veur gall. Gwelet e vez evel unan eus gwellañ arbennigourien Napoleon hag ar marevezhioù napoleonat (Directoire, Ren ar Gonsuled hag Impalaeriezh C'hall Kentañ). Lesanvet eo « mestr ar studioù napoleonat ».

Dedennet bras eo gant Istor ar sinema. Bet eo bet kelenner er Sorbonne hag e Sciences Po. Ezel eo eus Institut de France.