Jean-Baptiste Carrier
Neuz
Jean-Baptiste Carrier
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs |
| Anv e yezh-vamm an den | Jean-Baptiste Carrier |
| Anv-bihan | Jean-Baptiste |
| Anv-familh | Carrier |
| Deiziad ganedigezh | 16 Meu 1756 |
| Lec'h ganedigezh | Orlhac |
| Deiziad ar marv | 16 Kzu 1794 |
| Lec'h ar marv | Pariz |
| Doare mervel | kastiz ar marv |
| Abeg ar marv | dibennañ |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
| Kondaonet evit | torfed brezel |
| Micher | politiker |
| Karg | kannad gall |
| Lec'h labour | Pariz |
| Perzhiad e | Dispac'h Gall |


Jean-Baptiste Carrier, ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1756 e Yolet, e-tal Aurillac, ha dibennet d'ar 16 a viz Kerzu 1794 e Pariz, a oa ur politiker gall.
Brudet eo e oberoù e kêr Naoned hag al lazhadegoù a c'hourc'hemennas en anv an Dispac'h gall etre Kerzu 1793 ha C'hwevrer 1794, anavezet evel fuzuilhadegoù Naoned ha beuzadegoù Naoned.
Mab e oa da Jean Carrier ha da Marguerite Puex, anezhañ trede bugel un tiegezh ma oa tri mab ha teir merc'h.
En 1784, dre forzh labourat, e teuas a-benn da gaout ar garg a brokulor en Aurillac, met diskaret e voe ar garg en 1789.
D'ar 4 a viz Here 1785 ec'h euredas da Françoise Laquairie.
En 1790, e voe kuzulier evit beliezh Aurillac.