Mont d’an endalc’had

Lyon

Eus Wikipedia
Lyon
En nec'h : ar c'hreiz-kêr gwelet eus Fourvière. E kreiz : Pont Bonaparte diouzh an noz ha Pont Lafayette. En traoñ : Place Bellecour gant penn-iliz Itron-Varia hag an tour metalek war dorgenn Fourvière en dalenn diwezhañ.
En nec'h : ar c'hreiz-kêr gwelet eus Fourvière. E kreiz : Pont Bonaparte diouzh an noz ha Pont Lafayette. En traoñ : Place Bellecour gant penn-iliz Itron-Varia hag an tour metalek war dorgenn Fourvière en dalenn diwezhañ.
Ardamezioù
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro Auvergne-Rhône-Alpes (prefeti)
Departamant Metropol Lyon (sez)
Arondisamant Lyon (pennlec'h)
Kod kumun 69123
Kod post eus 69001 betek 69009
Maer
Amzer gefridi
Grégory Doucet (EELV)
2020-2026
Lec'hienn web www.lyon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 520 774 ann. (2022)[1]
Stankter 10 879 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
45°45′35″N 4°50′32″E
Uhelderioù bihanañ 162 m — brasañ 305 m
Gorread 47,87 km²

Lyon (Liyon en arpitaneg) zo ur gêr vras e reter Bro-C'hall, etre an Torosad Kreiz hag an Alpoù. Kêr-benn ar Galiaoù e oa e-pad an impalaeriezh roman. Pennlec'h Metropol Lyon eo (59 kumun), hag ivez hini ar rannvro c'hall hag ar prefedelezh Auvergne-Rhône-Alpes. Trede kêr vrasañ Bro-C'hall eo, war-lerc'h Pariz ha Marselha, gant 516 092 a annezidi e 2017.

Brudet e oa Lyon gant ar sidanerezh gwechall, ha bremañ gant ar gwiaderezh, ar c'himiezh hag industriezh ar skeudenn. Sez Interpol eo abaoe 1989.

Emañ Lyon e kember div stêr vras : ar Ron hag ar Saône. Etre daou dorosad bras emañ : er c'hôrnog e kaver Torosad Kreiz, hag er reter an Alpoù.

Un hinad hantergevandirel levezonet gant an hin greizdouarel he deus. Amzer tomm hag arnevus ez eus en hañv, amzer rip (yen ha sec'h) er goañv. Glav a ra muioc'h en hañv eget en goañv eta. Erc'h a zo 20 deiz ar bloaz well-wazh.

Staliet e oa eno ar Galianed abaoe pell. E 43 araok JK e oa savet un drevadenn roman, anvet Colonia Copia Felix Munatia Lugdunum ha goude Colonia Copia Claudia Lugdunensium[2]. Lugdunum e oa he anv galianroman goude se, en enor d'an doue keltiek Lug. Al lodenn all eus an anv a zeu eus dunos hag a dalv kreñvlec'h, torgenn e keltieg kozh.

Ardamezioù ha sturioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En gul, e leon en argant ; e gab en glazur karget gant teir flourdilizenn en aour. Dont a ra eus mare ar Grennamzer. Daskemmet e oa gant roueed Bro-C'hall, ha goude gant Nabulio Buonaparte ha pennoù all war e lerc'h a-hed an XIXvet kantved. Meur a sturiad a c'hall bezañ roet d'ar gêr, evel hemañ : Virtute duce, comite fortuna da lâret eo "Vertuz da heñcher (a dalv) berzh-mat da gompagnun". Anavezet eo ivez ar youc'h brezel en arpitaneg Avant ! Avant ! Lion le melhor ! (A-raok ! A-raok ! Lyon an hini gwellañ !) eus ar « rebeyne », ur gabaduilh e 1269.

Paeroniet eo ar gêr gant santez Blandina, merzourez ar Gristenien gentañ.

Serret e oa Jean Moulin, penn ar Rezistañs C'hall, e Caluire, e bannlev Lyon. D'ar 26 a viz Mae 1944 e oa bombezet ar gêr gant kirri-nij ar Re Gevredet. Dieubet e oa d'an 3 a viz Gwengolo 1944.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs 1793-2009

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammennoù Cassini-EHESS hag EBSSA

500 715 a annezidi a oa e 2013, 516 092 hervez an niveradeg diwezhañ e 2017. En tolpad kumunioù zo en-dro dezhi e oa 1.648.216 a dud e 2013, ha 1 659 001 e 2017 (eil unvez kêrel Frañs eo). Eil tolead kêr ar vro eo ivez, gant 2 326 223 a annezidi e 2017.

Melestradurezh ha politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edouard Herriot a oa maer ar gêr eus 1905 betek 1957 (war-bouez an eil Brezel Bed). 9 arondisamant he deus Lyon hiziv.

Gérard Collomb a oa ar maer eus 2001 betek 2020 (war-bouez etre 2017 ha 2018). E-barzh ar Strollad Sokialour Gall e oa araok mont e-barzh La République En Marche !, luskad ar prezidant Emmanuel Macron.

An impalaer roman Klaod I, mab Drusus Decimus Nero hag Antonia ar Yaouankañ, a oa ganet e Lugdunum d'ar 1 a viz Eost 10 kent J.K.

Tud brudet all ganet eno :

Ar c'hêrioù gevellet gant Lyon :

Levrioù talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Pierre Wuilleumier : Lyon, métropole des Gaules. Les Belles Lettres. 1953