Glaoda I

Eus Wikipedia
Claudius Pio-Clementino Inv243 cropped.jpg

Glaoda I, pe Claudius I, pe Tiberius Claudius Caesar Augustus Germanicus hervez e anv leun e latin, pe Tiberius Claudius Drusus Nero Germanicus kent dont da impalaer, zo un impalaer roman, ganet d'ar 1 a viz Eost 10 kent JK e Lugdunum, ha marvet d'an 13 a viz Here 54. Lesanvet e oa bet Germanicus, ha Britannicus, goude trec'h e armeoù war ar C'hermaned da gentañ, ha war ar Vrezhoned goude. An anv Britannicus a zo bet roet d'e vab goude. Impalaer an impalaeriezh roman e voe adalek ar 25 a viz Genver 41 betek e varv d'an 12 a viz Here 54. Claudius e voe ar c'hentañ impalaer ganet e-maez Italia, hag eñ tremen 50 vloaz dija.

Buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Impalaeriezh Claudius (37-54)

Ganet e oa e Lugdunum (Lyon) en Galia ar 1 a viz Eost 10 kent JK. Mab e oa da Drusus Decimus Nero ha da Antonia ar Yaouankañ. E vamm a oa merc'h da Marcus Antonius ha da Octavia. Niz e oa da Tiberius, ha eontr da Caligula, a renas en e raok hag a voe muntret, d'ar 24 a viz Genver 41.

Ne greded ket e vije deuet Claudius da vout impalaer: besteod e oa, ha kavet e veze divarrek.

Dies Imperii : 25 Genver 41 (an deiz war lec'h muntr Kaligula)


Glaoda ha Breizh-Veur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Argad 43 goude K.[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

+43b.jpg
  • Penn-jeneral : Aulus Plautius
  • Eil jeneraled : Vespasian, Petilius Cerialis, Hosidius Geta
  • Lejionoù:
    • Legio II Augusta
    • Legio IX Hispania
    • Legio XIV Gemina
    • Legio XX Valeria

Eus 43 da 50[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

GB-43-50.gif

Gevred Breizh-Veur a zo dindan beli ar Romaned. Kêr-benn : Camoludunm (Colchester). Karter jeneral an arme : Rutupis (Richborough). Kreñvlec'h meur war ribl an Tamesa e Londinum.

Kêrioù meur all : Durovernum (Canterbury), Verulamium (Saint Alban's), Venta Belgarum (Winchester), Durnovaria (Dorchester)...

Hent meur eus Iska (Exeter), da Lindum (Lincoln), o tremenn dre Aquae Sulis (Bath), Corinium (Chirencester), ha Ratae Coritanorum (Leicester). Hent anvavezet e saozneg : Fosse Way

Bloavezhioù 50 - 51[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

50-51b.jpg

Brezel enep ar Silured ha Caratacos / Karadeg

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • William Rees : An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber & Faber. 1951. New edition 1972
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Third Edition. Southampton. 1956
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1981 - 1984
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C.. Embannadurioù Errance. Paris. 1994.

Liammoù diavez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

SPQRomani.svg  An Impalaerien roman  SPQRomani.svg
Tierniezh ar Flavianed
En e raok :
Caligula
(37 - 41)
Glaoda I
(25.01.41 - 12.10.54)
War e lerc'h :
Neron

(13.10.54 / 11.06.68)

Heuliad Henroma