Cirencester

Cirencester zo ur gêr eus Gloucestershire, e Bro-Saoz, 150 km er gwalarn-kornôg da Londrez. Emañ Cirencester war glannoù ar stêr Churn, un adstêr d'an Tavoez, hag ar gêr vrasañ e Distrig Cotswold. Eno emañ ar Royal Agricultural College, ar skol labour-douar koshañ er bed saoznek, bet savet e 1840. Anavezet eo mirdi kêr (Corinium Museum) evit e zastumad roman bras. Corinium e oa anv latin ar gêr. Soñjal a reer e teu an anv eus hini pobl vrezhon ar g-Cornovii, emañ o anv ivez en hini ar stêr Churn[1]. Meneget e oa * ar gêr evit ar wezh kentañ gant Ptolemaios e 150.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar stêr Churn
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rivet & Smith :
- Ptol. II, 3, 12 : CORINIUM / CORINNIUM / CORONIUM, ar gêr an Dobunni
- Ravenna, 10631 : CIRONIUM DOBUNORUM
Talvoudegezh : "This is unresolved"
- Eilert Ekwall : Korinion c 150 Ptolemy; Durocornio (abl) 4 I.A; Cirenceaster, 577 FF ASC; Cirrenceaster c 894 Asser; Cirecestre, DB.
- Nennius : Cair Ceri;
- Asser. : "Cirrenceaster qui Britannice Cair Geri nominatur"
Ardamezouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- En aour e dogenn-peul en argant; e gab kranellek en geot, karget gant un erez o tifoupañ diouzh ur flammmenn en gul.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pilet eo an Dobunni er bloaz 49 e Corinium / Cirencester gant Legio II Augusta, kaset gant Vespazian.
Er bloaz 212, Corinium / Cirencester en em gav adarre kêrbenn keoded an Dobunni, Glevum / Gloucester o virout e statud trevad roman.
E 296, savet eo Corinium / Cirencester kêrbenn rannvro nevez Britannia Prima. D'ar c'houlz-se, gant e 101 hektar, Corinium / Cirencester a zo an eil kêr eus Britannia romania, goude Londinium / Londrez.


Tapet eo Cair Geri / Cirencester etre dorn ar West-Saxon, da heul Cair Gloiou / Gloucester, ha Kaer-Vaddon / Bath, e 577, goude koll da vat emgann Deorham.
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- H.P.R. Finberg. "The Origin of Gloucestershire Towns" in Gloucestershire Studies, edited by H.P.R. Finberg. Leicester: University Press, 1957
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Cirencester - Lec'hienn Cirencester
- Cotswold Leisure Centre
- Kuzul kêr
- Cotswold HyperGuide
- Lec'hienn heñchañ Cirencester - Keleier, darvoudoù ha titouroù
- Cotswold Gliding Club
- An ilizioù anglikan e Cirencester
- Lec'hienn iliz katolik Sant Peter
- Poltredoù eus Cirencester e 3M (Anaglifoù)
- SoGlos.com — Kelaouenn enlinenn Gloucestershire