Brezhoned

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Iwerzhon hag Enez Vreizh war-dro ar bloaz 500

Brezhoned eo an anv a reer e brezhoneg eus ar bobl a veze graet Britanni anezho e skridoù Julius Caesar (101 kent JK-44 kent JK) ha Tacitus (55-118), hag a oa o chom en Enez Vreizh, pe Preden, anvet Britannia e latin da neuze. Goude-se eo an anv a voe graet eus an dud o chom e Proviñs Britannia, da lavarout eo er c'hreisteiz d'ar stêrioù Clyde ha Forth hag a zo e Bro-Skos hiziv.

An anv[kemmañ]

Deuet e vefe ar ger Bretoned eus ar ger latin brito, an anv roet diwezhatoc'h d'o yezh e latin.

E kembraeg e vez graet gant ar ger kozh Brythoniaid (Brython en unander) eus ar Vrezhoned, ur bobl a emastennas neuze adalek aber ar stêr Clyde en hanternoz betek aber ar stêr Liger er c'hreisteiz. Evel-se e teuas Gweltaz eus Alt Clut da Gembre, da zeskiñ da vanati Llanilltud Fawr, hag alese da Vreizh betek Lokentaz.

Pobloù Enez Vreizh[kemmañ]

Pobloù all a oa en Enez Vreizh:

  • en hanternoz d'ar stêrioù Clyde ha Forth (Bro-Skos a hiziv), pobloù lies a vez graet Kaledoniz, pe Pikted anezho dre vras.
  • en arvor Kembre, Hiberniz, pe Gouezeled, eus Iwerzhon.

goude e teuas pobloù all c'hoazh:


Brezhoned hiziv[kemmañ]

Graet e vez "Brezhon" ha Brezhoned hiziv eus tud eus Breizh ivez a-wechoù, pe en ur ster ledan pe en ur ster strizh:

  • tud Vreizh, a zo o chom e Breizh, a vez lavaret Bretoned anezho peurvuiañ, pe Breizhiz,
  • ar vrezhonegerien, pe an dud a oa brezhoneg yezh o zud, pe tud Breizh-Izel dre vras. Komzet e veze, poent zo bet eus ar bobl vrezhon. Ral eo implij ar ger en XXIañ kantved.

Pennadoù kar[kemmañ]

Levrlennadurezh[kemmañ]

  • `The Britons`, Christopher Snyder. Blackwell 2003

Notennoù[kemmañ]