Pikted

Eus Wikipedia
An douaroù piktek en hanternoz Bro-Skos a vremañ

Ar Bikted a oa ur bobl, pe marteze un toullad pobloù, pe veuriadoù, en hanternoz Enez Vreizh da vare an Impalaeriezh roman, en hanternoz da broviñs roman Britannia ha da voger Hadrian. Dont a ra o anv eus an anv Picti, a veze graet anezho gant ar Romaned. Perzh a gemeras ar Bikted en istor hen Bro-Skos betek ar bloavezhioù 900 ha krouidigezh Rouantelezh Alba, a-raok bezañ gouezelaet dre unvaniezh ar pobloù piktek ha gouezelek e-barzh Alba, ma teujont holl da vezañ Skosiz.

Kavet e veze Pikted tro-dro da Vro-Skos an hanternoz hag ar reter, e-lec'h ma kaver broch-où (kreñvlec'hioù, gwelit (en)), anvioù-lec'h predenek ha mein pikt, e norzh ar stêrioù Klud ha Forth. Krediñ a reer e oa ar Bikted hêred ar Galedoned, ar pobloù all anavezet gant ar Romaned, met tabutoù zo c'hoazh evit gouzout piv e oa ar Bikted. Ur yezh predenek e oa ar pikteg, hervez ul lodenn vras eus ar skiantourien ; marv eo ar pikteg bremañ.

Anavezet e vez ar Bikted kozh dre an henoniezh peogwir n'o deus lezet netra skrivet pe dost. Goude ar VIvet kantved e vezont anavezet dre destennoù evel hini Beda Venerabilis Historia ecclesiastica gentis Anglorum, buhez ar Sent pe vloazdanevelloù iwerzhonek.

Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mein sarpant

N'ouzer ket pe anv a roent diwar o fenn[1], met meur a anv o deus e yezhoù all.

Picti a veze graet anezhe e latin, da gentañ gant Eumenius e 297, ma soñjed e talveze kement ha «tud livet» (eus al latin pingere "livañ", pictus "livet" ; sellit ouzh ar gresianeg πυκτίς "skeudenn"). An anv-se a veze graet gant tud proviñs Britannia, ha gant menec'h Angl ha Saoz, eus tud a veve en hanternoz stêr Klud ha stêr Forth etre an IIIde kantved ha kreiz an IXvet kantved. Bec'h o deveze ar Romaned gant pobloù an hanternoz, ar re a oa o chom en tu all da voger Hadrian. Livañ o dremm a rae ar vrezelourien, war a seblant.

O anv e Hensaozneg[2] en deus roet o anv e Skoteg, Pechts, hag e Kembraeg kozh, Fichti. E skridoù en Heniwerzhoneg a veze graet Cruthin (Cruithne en Iwerzhoneg a-vremañ) eus ar Bikted ha eus ur strollad tud a veve e Bro-Ulad (hep liamm diskouezet mat etrezo a-du-all)[3]. Gant meur a skiantour e vez kredet e teu an anv-se eus *Qritani, a zo an doare Q-keltiek evit ar *Pritani P-keltiek[4], en doa roet Britanni, an anv latin evit ar Vrezhoned[3][4][5]. Evit tud zo ez eo Cruthin an anv roet d'ar Vrezhoned a veve en hanternoz Moger Hadrian ha ne oa ket aloubet gant ar Romaned[5].

Goulennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer ket kalz a dra diwar-benn ar Bikted. Moarvat e tegouezhas ar Bikted a-raok ar Vrezhoned.

Met n'o deus ket peawel gant pobl ar Biktoned e Galia, nemet marteze ar wrizienn *pict-, ha n'eo ket sur eo keltiek anv tud Enez Vreizh.

Daou dra all a chal spered ar glaskerien :

  • petra e oa o yezh ha pegen keltiek e oa ?
  • penaos ez ejont da get ?

Rak mont a reas ar Bikted da get pa vedo Skos o sevel er Grennamzer, war-dro an IXvet kantved, enteuzet moarvat gant ar Skoted.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deuet e vije ar Bikted koshañ eus an douar-bras war-dro fin ar Ragistor, marteze war-dro ar c'hentañ milved kent JK. Kentañ meneg a gaver anezho eo gant ar prezegour brezhon Eumenius, e 297: « gant an Hibernii (Iwerzhoniz) », emezañ, « ez int enebourien d'ar Vrezhoned ». N'ouzer ket penaos a oa bet savet kengevread ar Bikted e-pad an Henamzer diwezhañ ((en)), marteze e oa deuet ar Bikted da unvaniñ evit stourm ouzh ar Romaned. E-pad prantad aloubiñ Enez Vreizh e veze komzet eus Caledonii[6] evit an dud a oa o chom en hanternoz an enez, er menezioù, evel ma oant meneget gant ar jeneral roman Julius Agricola e 80[7], daoust ma oa pobloù all o vevañ eno evel ar Verturiones, an Taexali hag ar Venicones. An anvioù-mañ, nemet hini ar Galedonii, a oa marteze anvioù adtapet digant ar Vrezhoned pe ar C'halianed. Kavet ez eus bet ur maen m'emañ skrivet anv Caledonii war ur bez, ar pezh a ziskouez eo gwir an anv-mañ.

Kregiñ a ra istor ar Bikted da vezañ skrivet e-pad ar Mareoù Teñval. Etre teir fobl e oa rannet an douaroù a zo Bro-Skos bremañ : restajoù ar Vrezhoned er C'hreisteiz e Ystrad Clud hag e Gododdin, pobloù gouezelek e c'hornôg, e Dál Riata, hag ar Bikted e Bro-Bikt (Pictland e saozneg), en Hanternoz hag er Reter. Deuet eo an Angled da vezañ kreñv a-walc'h evit aloubiñ Gododdin hag un dañjer evit ar Bikted hag ar re all gant o rouantelezh vras, Rouantelezh Northumbria, a drec'has meur a wezh ar C'houezeled e penn kentañ ar VIIvet kantved, da skouer. Paeañ a rae ar Bikted un truaj dezho betek ren Bridei map Beli en doa trec'het an Angled en Emgann Dunnichen. Eno e oa bet harzet astenn an Angled a oa mistri war Bro-Skos ar c'hreisteiz betek fin mare ar Bikted.

Deuet eo ar Rouantelezhioù Pikt a-benn da vestroniañ Rouantelezh Dál Riata e-kerzh ren Óengus mac Fergusa (729-761), ha goude-se e oa gwan-tre ar rouantelezh ouezel daoust ma oa Rouaned dezhi c'hoazh[8]. Caustantín mac Fergusa (793-820) en deus lakaet e vab Domnall war kador Dál Riata (811-835)[9]. E-pad ar mare-se o doa klasket ar Pikted mestroniañ Brezhoned Alt Clut, met ne oant ket deuet a-benn d'en ober[10].

Troet eo bet an traoù penn-da-benn gant ar Vikinged en Iwerzhon, Enez Vreizh hag e Bro-Skos ivez evel-just. Distrujet a oa bet Dál Riata pa oa savet Rouantelezh an Inizi gant Ketill Flatnefr e-kreiz an IXvet kantved, evel Northumbria a oa aloubet gant Rouantelezh York. Evit Ystrad Clud a oa diaes an traoù ivez. Lazhet e oa bet Roue Fortriu Eóganan mac Óengusa, Roue Dál Riata Áed mac Boanta ha kalz a dud all e-pad un emgann a-enep Tud an Hanternoz e 839[11]. Sevel a reas Cináed mac Ailpín diwar an dizeur-mañ hag e diegezh a renas war ar Rouantelezh Pikt e-pad e vloavezhioù diwezhañ betek krouidigezh Rouantelezh Alba, daoust ma oa Cináed nemet Roue ar Bikted ha neket krouer Alba.

E-pad ren mab-bihan Cináed Caustantín mac Áeda (900-943) e teuas Rouantelezh ar Bikted da vezañ Rouantelezh Alba. Marteze e oa Alba an anv a veze roet d'an douaroù-se gant ar Bikted, ha neuze ne oa ket ur c'hemm bras, met peogwir n'ouzer ket petra e oa anv ar Bikted evit ar Bikted o-unan, n'eo nemet martezeadennoù. Ar pezh a chom eo gouezelekadur ar Bikted, a oa kroget rummadoù a-raok, hag a gendalc'has betek ma'z eas ar Bikted hag o yezh da get, marteze e-kerzh an XIvet kantved[12]. Diwezhatoc'h e teuas ar Bikted e-barzh ar mojennoù istorel[13].

Rouaned ha Rouantelezhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'eo ket anavezet mat mare kentañ ar Bikted, met diwezhatoc'h e oa meur a roue ha rouantelezh o rannañ Bro-Bikt, alies gant ur roue meur hag a vestronie ar rouaned vihanoc'h[14]. De Situ Albanie, a voe skrivet diwezhatoc'h, ar C'hronikoù pikt, an Duan Albanach ha mojennoù Iwerzhon a ro ur skeudenn eus Bro-Bikt gant seizh rouantelezh. Ar re e tev zo anavezet evit bezañ rouantelezhioù, ar re all a c'hall bezañ kavet e testennoù ar mare pikt.

Kartenn ar rouantelezhioù pikt e tev.

Fortriu, a oa war-dro rannvro Moray, a oa ivez douaroù ar Verturiones anavezet gant ar Romaned[15].
Fotla, Atholl er mare-mañ (Ath-Fotla)[16].
• Fib, a zo Fife bremañ, anevezet evel "Rouantelezh Fife" bremañ.
Circinn, lec'hiet marteze en Angus hag ar Mearnoù a-vremañ[17].
• Ce, lec'hiet e Mar ha Buchan a-vremañ.
• Cait, lec'hiet e Caithness ha Sutherland a-vremañ.
• Fidach, n'ouzer ket pelec'h e oa.

Rouantelezhioù bihanoc'h a oa ouzhpenn ar re-mañ marteze. Arouezioù a ziskouez e oa ur rouantelezh pikt bennak en Inizi Orc'h[18]. Al levr kozh De Situ Albanie n'eo ket an hini gwellañ evit reiñ deomp ar wirionez, ha niver ar rouantelezhioù (a zo 7, unan evit pep mab Cruithne, diazezer ar Bikted) a zegas disfiziañs peogwir eo an niver-se un niver mojennel[19]. Koulskoude e c'hellomp lavarout ne oa ket unanet ar Bikted penn-da-benn.

E-pad istor ar Bikted (da nebeutañ an hini a oa skrivet e-barzh ar C'hronikoù) e oa peurvuiañ rouantelezh Fortriu an hini a oa e penn ar jeu, betek lakaat ar skiantourien da soñjal e oa roue Fortriu ha roue ar Bikted ar memes den. Kredet e veze e oa lec'hiet Fortriu war-dro Perth ha Strathearn, met labourioù nevesoc'h a ziskouez e oa lec'hiet e Moray, a oa kalz brasoc'h eget kontelezh Moray a-vremañ[20].

Alies a vez lavaret e veze graet gant ar Bikted susit dre ar vamm, hervez mojennoù Iwerzhon hag asuradenn Beda en e istor. Koulskoude a oa bet lâret gant Beda e veze implijet an doare-se ral a wezh[21]. Rouaned ar Bikted da vare Beda a oa Bridei ha Nechtan, mibien Der Illei, o doa goulennet kador ar Bikted dre o mamm (Der Illei) a oa merc'h ur roue pikt[22]. En Iwerzhon e veze heuliet ur roue marv gant un den e oa e dad-kozh ur roue gwezhall[23]. Ur roue ne veze ket heuliet gant e vab dre ret, ha ne oa ket abalamour d'an doare pikt d'ober ar susit, met peogwir e veze dibabet ur breur pe ur c'henderv a oa an diazez hag an aotrouniezh ret evit bezañ ur roue dezho[24].

Kalz he deus kemmet natur ar roueelezh e-pad mare ar Bikted. Er penn kentañ e ranke ar rouaned ober berzh e brezelioù a-benn kaout aotrouniezh a-walc'h evit chom war ar gador. Goude-se e teuas ar roueelezh da dibersonelaat ha da vezañ lezenneloc'h. Da vare Rouantelezh Alba e oa diazezet ar roueelezh war an Iliz, ha nebeut a diegezhioù a c'halle kontrolliñ ar mont da roue, ar pezh en doa roet ur stabilded pa oa diaesoc'h an traoù e Dál Riata ha Northumbria, en abeg d'o c'hudennoù stabilded nevez dres a-walc'h[25].

Kredet e vez e teue ar Vormaered da vare ar Bikted, daoust ma oa bet eilet diwar implijoù eus Northumbria[26]. N'eo ket sklaer hag-eñ e oa ar Vormaered ez-rouaned pe pennoù-bras, pe ur meskaj. Eus an Angled e teu ar c'hontelezhioù pikt ivez moarvat[27].

Kevredigezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Crannog adsavet war Loch Tay

Dre an henoniezh dreist-holl ez anavezer ar Bikted. Diskouez a ra an arouezioù henoniezhel n'eo ket gwall disheñvel kevredigezh ar Bikted diouzh hini ar C'houezeled, hini ar Vrezhoned ha hini an Angled, pe hini ar Saozon zoken[28]. Gallout a reer keñveriañ gant kevredigezhioù keltiek all, evel hini Galia rak-romanekaet, pe hini Iwerzhon an XIIIvet kantved, met n'haller ket mont re bell evelkent rak disheñvel a-walc'h int diouzh kevredigezh Pikted ar VIvet kantved.

Evel un tamm mat eus pobloù Europa an hanternoz en Henamzer e oa ar Bikted peizanted a veve e kumuniezhioù bihan. Arouezioù a binvidigezh e oa ar chatal hag ar c'hezeg, pa oa niverus ar moc'h hag an deñved. Peuriñ-dibeuriñ a veze graet ivez. Bihan e oa al loened e-keñver re ar mareoù goude, met kaset e veze kezeg eus Enez Vreizh da Iwerzhon evit lakaat ar re hengounel da vezañ brasoc'h. Hervez mammennoù iwerzhonek a oa ul lusk evit brasaat al loened, ar pezh a c'hallje bezañ c'hoarvezet e Bro-Bikt ivez. Skulterezhioù a ziskouez abadennoù chaseal gant chas, met gant falc'huned ivez, ar pezh a zo disheñvel e Iwerzhon. Gwinizh, heiz, kerc'h ha segal e oa an edoù a veze debret. Kaol, ognon, pour, piz, fav, irvin, karotez a oa al legumaj, hag ivez reoù n'int ket gounezet en Europa bremañ, evel ar panez sukret. Kignen, linad ha beler ar c'hellfe bezañ dastumet war ar maez. An armerzh pastor a dalv e veze graet kalz a dra gant kroc'hen ha lêr. Gloan e oa ar vammenn bouezusañ evit ober dilhad, met lin a veze bet implijet ivez. Pesked, boued-aod, reuniged ha balumed a veze kignet war an aod. Gant tud ar bobl e veze debret kig al loened maget ha boued-laezh, pa veze debret kig chaseet gant an dud a zere uhel er gevredigezh — pe kig maget, met pinvidikoc'h evelkent[29].

Ne chom annez pikt ebet heñvel ouzh ar re a zo bet kavet e-kichen an oppidumoù e Galia pe e kreisteiz Enez Vreizh, na dismantroù kêr ebet. Kêriadennoù bras a-walc'h a oa bet kavet e-kichen kastelloù rouaned evel hini Burghead[30]. N'eus kêr ebet anavezet e Bro-Skos betek an XIIvet kantved[31].

N'anavezer ket mat an deknologiezh a veze implijet bemdez, met tost da hini Iwerzhon ha Bro-Saoz an Angled hag ar Saozon e rankfe bezañ. Milinoù-dour a veze implijet[32], hervez arouezioù kavet gant an henoniezherien, ha fornioù ivez[33].

Skrid ogham kavet en Aberdeenshire

Evel laeron-mor e veze anavezet ar Bikted e fin an Henamzer gant Romaned Enez Vreizh, met ret eo derc'hel soñj a oa skañv-tre harz etre bezañ laeron-mor ha bezañ marc'hadourien betek fin ar Grennamzer. Moarvat a oa ar Bikted un tamm eus an daou du. Alies e vez lâret a oa kenwerzh war e ziskar da vare fin ar Henamzer, se zo mont re bell avat. N'eus ket kalz a arouezioù kenwerzh-pell e Bro-Bikt, met kavet e vez listriaj eus Galia da skouer, kaset dre vor Iwerzhon. Kredet e vezer a oa kontrollet ar c'henwerzh-mañ dre Zunadd, e Dál Riata, e lec'h ma veze kavet kalz a listriaj. Beajiñ pell ne veze ket graet bemdez d'ar mare-se, istorioù ar visionerien aet pell a ziskouez ne vezent ket dianav avat[34].

Gant an dud e vez sellet ouzh ar brochoù evel savadurioù savet gant ar Bikted, met savet int bet e-pad oadvezh an houarn (an hini diwezhañ war-dro 100 GJK)<ref(en) >Armit, Towers In The North, pennad 7.</ref>. N'eo ket faos penn-da-benn ar skeudenn-mañ, peogwir e veze bet implijet ar brochoù gant ar Bikted, ha goude mare ar Bikted zoken. Ar savadurioù anvet Crannóg a zeu eus Bro-Skos an Neolitik, met adsavet in bet marteze gant ar Bikted[35]. Tiez e kelc'h a oa ar savadurioù boutinañ pe tiez hirgarrezek gant mogerioù e maen[36]. Meur a iliz a oa savet e koad, met nebeud a oa bet savet e maen adalek an VIIIvet kantved[37].

Alies e vez lâret e vez ar Bikted tatouet pe livet, met n'eus ket kalz a arouezioù a brou se. Treset en un doare naturel eo bet Pikted, nobled, brezelourien, chaseerien, paotred pe verc'hed, didatou, war mein pikt. Ar mein-mañ o doa skridoù latin hag ogham warno ouzhpenn, skridoù ne oant ket bet digejet c'hoazh. An arouezioù pikt kavet war ar mein a chom digompren c'hoazh. An Arz pikt a c'hall bezañ ranket dindan Arzoù ar Gelted, ha goude dindan Arzoù an inizi[38] pa veze lâret gant ar Varzhed iwerzhonek e oa ar re bikt heñvel outo[39].

Er fin ez eus traoù a lak an dud da soñjal e tremene an hêrezh dre ar mammoù e-barzh kevredigezh ar Bikted, e-keñver un nebeud a dra evel an douaroù pe ar c'hargoù[40].

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sant Columba e Kastell Bridei, skeudenn eus an XXvet kantved

Martezeadennoù a zo a lâr e tenne relijion ar Bikted kentañ d'al lies-doue keltiek daoust ma ne chom nemet anvioù-lec'h eus ar mare-se. N'ouzer ket pegoulz eo bet kristenet pennoù bras ar Bikted met mojennoù a lâr a oa aet Sant Palladius da Vro-Bikt goude mont kuit eus Iwerzhon ha mojennoù-all a ra ul liamm etre Abernethy ha Brigit eus Kildare[41]. Sant Padrig a gomz diwar-benn "Pikted abostad" met na ra ket "paganed" eus ar Bikted ar varzhoneg Y Gododdin[42]. Skrivet en deus Beda en doa Sant Ninian troet Pikted ar c'hreisteiz ouzh Doue[43]. Labourioù diwar an henoniezh a ziskouez a oa bet savet ur manati e Portmahomack en ur vro a veze sellet evel unan eus ar re diwezhañ troet ouzh Doue, e fin ar VIvet kantved[44]. E-pad ar memes bloavezhioù e veve Bridei mac Maelchon ha Kolomba, met kristenaat ar Bikted a zo padet kalz pelloc'h.

Ouzhpenn Iwerzhon hag Iona a awene Bro-Bikt. Liammet e oa ivez ouzh ilizoù Northumbria evel ma c'heller gwelout e-pad ren Nechtan mac Der Ilei. Argas ar menec'h Iona a c'hellfe bezañ liammet ouzh tabutoù diwar deiziad Pask ha doare ar gern, ha difennet en doa Nechtan an doareoù roman, marteze evit lakaat e dorn war Iliz e vro[45]. Daoust da se e vez gwelet dre an anvioù-lec'h a oa ledan-tre tachenn Iona war Bro-Bikt[46]. An destenn Cáin Adomnáin (lezenn Adomnán, pe Lex Innocentium) a ziskouez a oa breur Nechtan Bridei gwarant Abati Iona.

Pouez ar manati ne oa ket ken kreñv hag en Iwerzhon eus ar pezh e seller. Dre studioù a oa bet graet e Strathspey ha Perthshire da skouer e c'heller lavarout ne oa ket framm ar parrezioù e penn-kentañ klok ar Grennamzer disheñvel ouzh hini ar Grennamzer Uhel. E-touesk al lec'hioù relijiel e kaver Portmahomack, Cennrígmonaid (diwezhatoc'j St Andrews), Dunkeld, Abernethy ha Rosemarkie evit ar re bouezusañ. Liammet e oant ouzh ar rouaned pikt ar pezh a ziskouez ur feur uhel kontrol an Iliz gant ar galloud[47]. Portmahomack a zo bet studiet kalz gant Martin Carver[48].

Lid ar Sent a oa pouezus e Bro-Bikt diwezhañ, evel e pep lec'h kristen. Ar rouaned a c'hallje lakaat ur sant bras da vezañ sant-patrom, evel Sant Pêr evit Nechtan ha marteze Sant Andrev evit en eil Óengus mac Fergusa, kalz a sent bihanoc'h a oa pouezus daoust maz int ankouiet bremañ. Ar sant pikt Sant Drostan a oa heuliet kalz en hanternoz met ankouiet eo bet d'an XIIvet kantved. Sant Serf eus Cuileann Ros a oa liammet ouzh breur Nechtant Bridei[49]. Seblant a ra o doa ar strolladoù noblañs o sant-patrom-int, hag o ilizoù hag abati-int[50].

Arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Penn loen eus teñzor Enezenn Sant Ninian

Gwelet e vez arz ar Bikted war maen, war labour-metal ha war traoù bihan e maen hag e arem. Implij a reont ur stumm ispisial eus sevenadur La Tène eus penn-kentañ ar Grennamzer awenet muioc'h-mui gant arz an Inizi ar VIIvet kantved hag an VIIIvet kantved, dre Iwerzhon ha Northumbria. Ar restachoù splannañ eus ar mein pikt a zo lec'hiet e pep korn Bro-Bikt eus Inverness da Lanarkshire. Savet eo bet ur roll skeudennet eus ar mein pikt gant J. Romilly Allen e Thee Erly Church Monuments in Scotland ("Monumantoù kentañ an Iliz e Bro-Skos" e saozneg) gant o fatromoù hag o arouezioù. A re-mañ a zo peurvuiañ loened, viltañs pikt ((en)) da skouer, ar "hirgarrez", ar "melezour ha krib", an "daouzisk ha Z-garenn" hag ar "greskenn ha V-garenn" e-touesk meur a hini-all. An daroù-kroaz (evel ma vezont anvet) a zo engravet gant arouezioù pikt, gweadeg enezad ha skeudennoù kristen, daoust maz eo diaes tre da zisplegañ ken uzet ha teñval int. Meur a skeudenn gristen a seblant bezañ awenet gant hengoun an Dornskrid en Inizi[51].

Labour-metal ar Bikted e vez kavet e pep lec'h tro-dro Bro-Bikt hag e kreisteiz zoken. Seblant a ra o doa ar Bikted mammennoù bras arc'hant, kavet marteze o vrezeliñ er su pe o reseviñ truaj evit mirout anezho hep brezeliñ. An teñzor roman bras kavet e Traprain Law a c'hell bezañ e orin e brezeliñ pe truaj. An teñzor brasañ a orin eus mare ar Bikted a oa bet kavet e 1819 e Norrie's Law e Fife, met strewet eo bet peurvuiañ (lezennoù Bro-Skos e keñver an teñzorioù ne sikour ket kalz evit mirout anezho en ur bern). Kavet eo bet ennañ div blakenn arc'hant hag amailh eus ar VIIvet kantved, gant unan a ziskouez splann ur Z-garenn miret mat, ar pezh ne c'hoarvez ket kalz[52].

Goude ar Gristenaat, en VIIIvet kantved hag en IXvet kantved eo bet kemeret gant pennoù-bras ar gevredigezh ur stumm ispisial eus ar vrochenn gelt, a orin eus Iwerzhon. Brochennoù-all gozh eus Iwerzhon a zo bet reizhet gant ar stumm pikt, da skouer brochenn vBreadalbane. Labour-metal ar bikted zo bet awenet ivez gant stummoù loened pe plaenoù a-dreñv eus Iwerzhon. Relegouer Monymusk (VIIIvet kantved) a ziskouez mat ar meskaj-se[53] .

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad pennañ: Pikteg

Da get eo aet ar yezh piktek, ha ne vez kavet bremañ nemet e-barzh un nebeud anvioù-lec'h, anvioù tud hag e-barzh skridoù eus ar mare-hont. Diskouez a ra an elfennoù-se e veze komzet gant ar Bikted ur yezh kar d'ar yezhoù predenek[54], pe ur yezh keltiek enezel da vihanañ. Koulskoude a oa bet kavet skridoù oghamel a ziskoueze ne oa ket marteze ar pikteg ur yezh keltiek. Abalamour da se e oa bet soñjet e vije bet implijet yezhoù all gant ar Bikted e-skoaz ar yezh keltiek[55].

N'eus ket kalz a skridoù piktek a zo deuet betek hor mare, met diskouez a reont ne oa ket ur sevenadur raklizherennel. Bezañs an Iliz en hanternoz Bro-Skos a ziskouez e oa ezhomm eus tud hag a oare skrivañ ha lenn, ha skeudennoù gwirvoudel zo bet kavet ma weler tud o lenn levrioù. Soñjal a ra d'ar skiantourien e veze desket lenn ha skrivañ gant pennoù-bras an Iliz hag ar venec'h[56].

An anvioù-lec'h a ro deomp ur c'heal eus al lec'hioù ma veve ar Bikted. Da skouer: ar re rakgeriet gant gerioù kembraek evel Aber, Lhan pe Pit (pe Peth, un "dra") zo gwelet evel lec'hioù ma veve ar Bikted (gwelout Aberdeen, Lhanbryde, Pitmedden h.a., h.a.)[57].

Anvioù-lec'h a ziskouez ivez gounidoù ar gouezeleg war ar pikteg. An anv Atholl, a dalv "Iwerzhon Nevez", a zeu eus an VIIIvet kantved hag a c'hellfe bezañ un arouez eus gounid ar gouezeleg. Soñjal a ra tud zo e oa Athfocla an anv gwir, hag a dalvje "hent an hanternoz", evel an hent da Voray, o kemer an anv gouezelek Athfotla evel un drouklenn dre erlec'hiañ ar "c" gant an "t"[58]. E rouantelezh Fortriu e kaver anvioù lec'hioù a c'hallfe diskouez levezon ar gouezeleg[59].

Ar Bikted el lennegezh hag er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wezh ez eus meneg eus ar Bikted el lennegezh. Rudyard Kipling en deus skrivet un nebeud pennadoù diwar o fenn en e levr Puck of Pock's Hill. Taolennet eo ar Bikted e meur a romant istorel evel The Bridei Chronicles gant Juliet Marillier, a gont istor ar Bikted hag ar C'houezeled e-pad ar VIvet kantved[60]. En heuliad Nancy Famer The Sea of Trolls ez eus Pikted faltazi[61], evel re Anne Rice e-barzh The Lives of the Mayfair Witches. Robert E. Howard en deus skrivet meur a istor gant e benndudenn Bran Mak Morn. Un implij all eus ar Bikted a oa e Kushiel's Legacy, skrivet gant Jacqueline Carrey, a gont troioù-kaer ur plac'h eus Terre d'Ange hag a veaj betek Rouantelezh Alba ha douaroù ar Bikted. Kavet a reer Pikted ivez er rummad Fidelma skrivet gant Peter Tremayne.

Er sinema e vez deskrivet ar Bikted a-wezhioù, da skouer e Conan The Barbarian (1982) ma'z eus ur brezelour pikt c'hoariet gant Franco Columbu. E 2004 a oa bet sevenet King Arthur a zeskriv ar Bikted evel ur bobl hag a vev e-barzh ar c'hoadoù renet gant Marzhin (a zo ur strobineller du). Daoust ma'z int enebourien Arzhur hag e varc'heien e vez graet ur c'hevre ganto evit stourm a-enep ar Saozon. Film Neill Marshall Centurion (2010) a gont stourmoù ur strollad pikt ouzh IXvet Lejion ar Romaned. Heñvel eo ouzh film Ducan Kenworthy The Eagle, sevenet e 2011, a gont kest un ofiser roman, mab komandant an IXvet lejion, evit adkavout standard al lejion.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Albidosi e oa marteze, kavet e-barzh Kronik Rouaned Alba e-pad ren Máel Coluim mac Domnaill, anv piktek evit ar Bikted, met n'eo ket degemeret gant an holl : (en) Broun, "Alba", p. 258, notenn 95; Woolf, Pictland to Alba, pp. 177–181.
  2. Ar Gronikoù Angl ha Saoz a ro pihtas ha pehtas.
  3. 3,0 ha3,1 (en) Ó Cróinín, Dáibhí. A New History of Ireland: Prehistoric and Early Ireland. Oxford University Press, 2008. Pajenn 213.
  4. 4,0 ha4,1 (en) Chadwick, Hector Munro. Early Scotland: the Picts, the Scots & the Welsh of southern Scotland. CUP Archive, 1949. Pajennoù 66-80.
  5. 5,0 ha5,1 Dunbavin, Paul. Picts and ancient Britons: an exploration of Pictish origins. Third Millennium Publishing, 1998. Pajenn 3.
  6. Gant Tacitus, Klaudios Ptolemaios, hag evel Dicalydonii gant Ammianus Marcellinus. Notennit e ro Ptolemaios anv Meurvor Duecaledonius d'ar Meurvor er c'hornôg da Vro-Skos.
  7. (fr) Venceslas Kruta, Les celtes: Histoire et dictionnaire, Bouquins Robert Laffont 2000.
  8. (en) Broun, "Pictish Kings", a glask adsevel istor Dál Riata evit e vare diwezhañ peogwir e oa kollet penn-da-benn. Mut e chom ar C'hronikoù iwerzhonek diwar-benn an dodenn-mañ, ar pezh zo bet dianavezet gant Bannerman e-barzh (en) "The Scottish Takeover of Pictland and the relics of Columba".
  9. Diwar (en) Broun, "Pictish Kings", teñval-tre e chom istor diwezhañ Dál Riata avat.
  10. Gwelout taolioù-arnod c'hwitet Óengus mac Fergusa.
  11. Bloazdanevell Ulaidh (s.a. 839): "Ar (Vikinged) o doa gounezet un emgann a-enep tud Fortriu, hag Eóganán mab Aengus, Bran mab Óengus, Aed mab Boanta, ha tud all diniver zo kouezhet eno."
  12. (en) Broun, "Dunkeld", Broun, "National Identity", Forsyth, "Scotland to 1100", pajennoù. 28–32, Woolf, "Constantine II"; gwelout Bannerman, "Scottish Takeover", e-barzh e holl destenn, a zo an doare "hengounel" da welout.
  13. Sally Foster a gemer gerioù John Toland e 1726 : "Gouest int, e pep lec'h e Bro-Skos, da lakaat kement tra n'anavezont ket e orin da vezañ pikt" (They are apt all over Scotland to make everything Pictish whose origin they do not know.
  14. (en) Broun, "Kingship", evit Iwerzhon gwelout, e.g. Byrne, Irish Kings and High-Kings, hag hollekoc'h (en) Ó Cróinín, Early Medieval Ireland.
  15. (en) Woolf, "Dun Nechtain"; Yorke, Conversion, p. 47. Keñverit gant labourioù abretoc'h evel hini (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, p. 33.
  16. (en) Bruford, "What happened to the Caledonians", Watson, Celtic Place Names, pajennoù 108-113.
  17. (en) Forsyth, "Lost Pictish Source", Watson, Celtic Place Names, pajennoù 108/109.
  18. (en) Adomnán, "Life of Columba", notennoù an embanner war pajennoù 342–343.
  19. (en) Broun, "Seven Kingdoms".
  20. (en) Woolf, "Dun Nechtain".
  21. (la) Beda, I, c. 1
  22. (en) Clancy, "Nechtan".
  23. (en) Byrne, Irish Kings and High-Kings, pajennoù 35–41 & pajennoù 122–123, ivez p. 108 & p. 287, a lâr e veze graet an derbfhine gant ar cruithni en Iwerzhon.
  24. (en) Byrne, Irish Kings and High-Kings, p. 35, "Elder for kin, worth for rulership, wisdom for the church." (An hini henañ evit ar gerentiezh, kalonder evit ar galloud, furnezh evit an Iliz). Gwelout ivez (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 32–34, (en) Smyth, Warlords and Holy Men, p. 67ff.
  25. (en) Broun, "Kingship", Broun, "Pictish Kings"; evit Dál Riata, (en) Broun, "Dál Riata", evit ur sell pozitiveloc'h gwelout (en) Sharpe, "The thriving of Dalriada"; evit Northumbria, (en) Higham, Kingdom of Northumbria, pajennoù 144–149.
  26. (en)Woolf, "Nobility".
  27. (en) Barrow, "Pre-Feudal Scotland", (en) Woolf, "Nobility".
  28. Gwelout (en) Campbell, Saints and Sea-kings evit Gouezeled Dál Riata, (en) Lowe, Angels, Fools and Tyrants evit ar Vrezhoned hag an Angled ha Saozin.
  29. (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 49–61. Fergus Kelly, Early Irish Farming: a study based mainly on the law-texts of the 7th and 8th centuries AD (School of Celtic Studies/DAIS, Dulenn, 2000. ISBN 1-85500-180-2) a ziskouez ur studi mat war al labour-douar en Iwerzhon e-kreiz mare ar Bikted.
  30. Kastell Burghead a oa 5 hektaroù), gwelout (en) Driscoll, "Burghead"; evit Verlamion (Roman diwezhatoc'h Verulamium), un annez eus Enez Vreizh ar c'hreisteiz a oa kalz brasoc'h, gwelout (en) Pryor, Britain AD, pajennoù 64–70.
  31. (en) Dennison, "Urban settlement: medieval".
  32. Carver (2008)
  33. (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 52–53.
  34. Kenwerzh, gwelout (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 65–68; beajoù dre vor, (en) Haywood, Dark Age Naval Power, Rodger, Safeguard of the Sea.
  35. (en) Crone, "Crannogs and Chronologies", PSAS, levrenn 123, pajennoù 245–254.
  36. (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 52–61.
  37. Gwelout (en) Clancy, "Nechtan", Foster, Picts, Gaels and Scots, p. 89.
  38. Evit an arzoù en un doare hollek gwelout (en) Foster, Picts, Gaels and Scots, pajennoù 26–28, Laing & Laing, p. 89ff., Ritchie, "Picto-Celtic Culture".
  39. (en) Forsyth, "Evidence of a lost Pictish Source", pp. 27–28.
  40. {en}} The Female Royal Line: matrilineal succession amongst the Picts?
  41. (en) Clancy, "'Nennian recension'", pajennoù 95–96, Smyth, Warlords and Holy Men, pajennoù 82–83.
  42. (en) Markus, "Conversion to Christianity".
  43. (la) Bede, III, 4.
  44. Meneget gant Foster, met muioc'h a danvez a c'hell bezañ kavet e (en) Tarbat Discovery Programme : gwelout dindan External links.
  45. (la) Bede, IV, cc. 21–22, (en) Clancy, "Church institutions", Clancy, "Nechtan".
  46. (en) Taylor, "Iona abbots".
  47. (en) Clancy, "Church institutions", Markus, "Religious life".
  48. Gwelout (en) Carver, Portmahomack.
  49. (en) Clancy, "Cult of Saints", Clancy, "Nechtan", Taylor, "Iona abbots"
  50. (en) Markus, "Religious life".
  51. (en) Henderson, Isabel,‘"The "David Cycle" in Pictish Art.' Early Medieval Sculpture. Ed. J.Higgitt. Oxford, 1986. pajennoù 87-113., ….. ‘The Meeting of Saint Paul and Saint Anthony: Visual and Literary Uses of a Eucharistic Motif.' Keimelia. Eds. P. Wallace and G.M Niocaill. Galway, 1989. pajennoù 1-58.
  52. (en) Youngs, 26-28; [[:Restr:Pictish symbol silver jewelry hoard norries law.JPG|Skeudenn fall eus an XIXvet kantved]]
  53. (en) Youngs, 109-113
  54. (en) Forsyth, Language in Pictland, Price "Pictish", Taylor, "Place names", Watson, Celtic Place Names. Evit sell K.H. Jackson, gwelout (en) "The Language of the Picts" e Wainwright (ed.) The Problem of the Picts.
  55. (en)Jackson, "The Language of the Picts", burutellet gant (en) Forsyth, Language in Pictland.
  56. (en) Forsyth, "Literacy in Pictland".
  57. Evit an anvioù-lec'h dre vras, gwelout (en) Watson, Celtic Place Names; Nicolaisen, Scottish Place Names, pajennoù 156–246.
  58. (en) James E. Fraser, The New Edinburgh History Of Scotland Vol.1 - From Caledonia To Pictland, Edinburgh University Press(2009) ISBN 978-0-7486-1232-1.
  59. (en) Watson, Celtic Place Names, pajennoù 225-233.
  60. (en) https://web.archive.org/web/20150402121607/http://www.julietmarillier.com/books/brideihistoricalnotes.html
  61. (en) https://web.archive.org/web/20120424043706/http://www.nancyfarmerwebsite.com/trolls-trilogy.html


Da welout[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]