St Albans (Hertfordshire)
St. Albans ([snt ˈɔːlbənz]) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh Hertfordshire, e Bro-Saoz, e tolead-kêrioù City and District of St. Albans, war-dro 35 km diouzh kreiz Londrez. Ar gêr vras kentañ e oa war an hent roman kozh a gase eus Londrez d'ar gwalarn, ar Watling Street. Ur greizenn genwerzh a bouez eo bet e-pad pell, met deuet eo da vezañ ur bannlev eus Londrez.
An anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kent donedigezh ar Romaned e veze graet Verlamion, Verulam eus ar gêr gant ar bobl vrezhon Catuvellauni. Da vare ar Romaned e veze graet Verulamium anezhi. Da vare an Angled-ha-Saozon, pa oa bet savet un abati eno, e oa deuet da vezañ Verlamchester pe Wæclingacaester,[1] ha goude-se e oa bet kemeret ganti an anv norman Saint Albans.
Sant Alban a oa ur merzher kristen, an hini kentañ en Enez Vreizh, ha dibennet e voe e war-dro ar bloaz 308, dindan ren an impalaer Diocletianus, en doa gourc'hemennet lakaat d'ar marv an holl gristenien a oa en Impalaeriezh[2]. Savet e voe un abati, hervez ar richenn, el lec'h ma oa bet lakaet ar sant d'ar marv ha diwar anv an abati, Saint Alban abbey, e teu anv modern ar gêr.
Hervez E. Ekwall, an anv saoznek a dalv kement ha "kastell roman ar Waeclingas (pe poblad ar Wacols)"[3].
- Emdroadur an anv
- Pezhioù moneiz Tasciovanus (war dro 20 - 10 kent J.-K.) : VER-, VERL-, VERO-, VERLAMIO, VIR-
- Enskrivadur eus mare Agricola, war dro 79, kavet e 1955 e bruzun, ha lennet : CIVITAS CATU(VEL)LAUNORUM, pe RES PUBLICA VER(ULAMIENSIUM) pe MUNICIPIUM (VER)ULAMIUM.
- Tacitus, Annales XIV, 33 : Municipio VERULAMIO
- Ptolemee II, 3, II : OUROLANION ( = UROLANIUM), ur polis (= kêr) ar Gatuvellauni
- AI 4713 (Iter II) : VEROLAMIO
- AI 4768 (Iter VI) : VEROLAMI
- AI 4798 (Iter VIII) : VEROLAMO
- Dizanv Ravenna 10650 : VIROLANIUM
- Bede : Werlameceaster, c. 890; Uaeclingacaestir; Waeclingaceaster
- KCD 672 : Waetlingaceaster, 900;
- BCS 264 : aecclesia sacti Albani, 782
- Crawf : sancte Albanes stow, 1007
- Domesday Book : Villa S. Albani
- Kronik angl-ha-saoz : (aet) Sancte Albane, 1116[4]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Tom Williamson, The Origins of Hertfordshire, Manchester: Manchester University Press. p. 64. ISBN 071904491X
- ↑ Legendary Tales of the Ancient Britons, 1864, L. Menzies, diwar Kronikennoù latin Jafrez Menoe.
- ↑ Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-Names. Clarendon Press. Oxford. 1936, 1980
- ↑ A.L.F. Rivet & Colin Smith : The Place-Names of Roman Britain. B.T. Batsford Ltd. London. 1979 - 1982