Mont d’an endalc’had

Watling Street

Eus Wikipedia
  • ██ Watling Street
  • Watling Street eo an anv roet hiziv d'un hent kozh savet gant ar Vrezhoned en Enez Vreizh, adalek Canterbury a-vremañ gevred Bro-Saoz hiziv, hag o kas war-du ar gwalarn dre St. Albans betek Viroconium (Wroxeter er gwalarn. Kempennet e oa bet e I kantved hon amzer gant ar Romaned a bavezas anezhañ. Kas a rae dre berzhier Dubris (Dover), Rutupiae (Richborough), Lemanis (Lympne), ha Regulbium (Reculver) hag ac'hano d'ar pont roman war an Tavoez e Londinium (London).

    Goude, war-du ar gwalarn eta, e kase dre Verulamium (St. Albans) hag ac'hano da Viroconium. Ar Romaned a wele an hent o kenderc'hel betek Blatobulgium (Birrens), en tu all da Moger Hadrian, ken e vez lavaret Watling Street gant gouizieien zo eus an darn-se eus an hent ivez, petra bennak ma vez miret an anv gant lod all evit envel lodenn ar su hepken.

    En Emgann Watling Street‎ e voe trec'het ar rouanez Boudika gant ar Romaned er bloaz 61.

    Diwezhatoc'h e voe Watling Street harz an Danelaw er mervent.