Enez Vreizh
Neuz
Enez Vreizh, Britannia e latin, zo unan eus an anvioù a vez roet da Vreizh-Veur evit ober anv eus ar vro ma oa diazezet ar Vrezhoned betek aloubidigezh ar Saozon.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- En saozneg e vez graet anv eus Celtic Britain, Roman Britain, pe Medieval Britain, hervez ar mareadoù.
- En galleg e vez lavaret Bretagne insulaire eus Enez Vreizh.
- E kembraeg e vez lavaret Prydain, a zo bet amprestet d'ober Preden e brezhoneg, d'ober anv eus Breizh-Veur, ha diwar-se
- Ynys Brydain eus Enez Vreizh, er ster istorel a roer e brezhoneg,
- Ynysoedd Prydain eus an inizi anvet Brish Isles e saozneg, da lavarout eo Iwerzhon hag an inizi tro-dro koulz hag all.
Amzer ar Romaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En amzer ar Romaned e oa div rann en enezenn:
- ar vro aloubet gant ar Romaned, anvet proviñs Britannia gant an alouberien, goude 122-128, pa'z eo bet savet Moger Hadrian.
- Kaledonia, pe bro ar Bikted, ar vro na voe ket aloubet gant ar Romaned (al lodenn se a zo bet dindan Roma eus 84 da 122).
Rouantelezhioù Enez Vreizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pan eas kuit ar Romaned e 410 (fazius. gwelout bloaz 418, Anglo-Saxon-Chronicle) e voe savet rouantelezhioù brezhon nevez e proviñs roman Britannia:
- e Kembre: Gwynedd, Powys, ha re all
- en Hanternoz Kozh: [ Strat Clut, Rheged, Gododdin, ha re all.
Diwezhatoc'h e teuas tud all da sevel rouantelezhioù nevez:
- e bro ar Bikted: Iwerzhoniz pe Skoted, evel rouantelezh Dal Riada;
- e reter an enezenn, Angled ha Saozon e Northumbria, Mercia, ha Wessex er c'hreisteiz.
Diwezhatoc'h c'hoazh e teuas Daned, pe Vikinged eus Danmark.
Goude ar bloavezh 1000, Normaned gant Gwilherm an Alouber.