Rheged

Eus Wikipedia
Rheged hag ar priñselezhioù en-dro dezhi.

Rheged a oa ur rouantelezh vrezhon en hanternoz Enez Vreizh, er vro a vez graet yr Hen Ogledd (an Hanternoz Kozh) anezhi gant Kembreiz, da lâret eo ar vro poblet ha renet gant Brezhoned er pezh zo hiziv norzh Bro-Saoz ha kreisteiz Bro-Skos, da vare deroù ar Grennamzer.

N'eo ket deskrivet he harzoù er barzhonegoù evel-just, met lod eus al lenneien a soñj e oa enni ar vro anvet Cumbria, e Norzh Bro-Saoz bremañ, hag en em astenne marteze betek Lancashire ha Bro-Skos[1]. En dielloù ez eo stag anv Rheged ouzh hini ar roue Urien Rheged hag e diegezh[2]. Hec'h annezidi a gomze ur rannyezh predenek, kar d'an hengembraeg[3].

E pelec'h e oa rouantelezh Rheged ?[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An draoñienn Eden a oa kalon rouantelezh Rheged war a greder

N'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn ar rouantelezh-se, na pelec'h e oa d'ar just zoken. Kavout a reer alies an anv Rheged evel renadenn-anv an den anvet Urien en un niver a varzhonegoù hengembraek hag a lignezoù roueel. E drec'hioù war pennoù Angled Bernicia en eil hanterenn ar VIvet kantved a oa meneget gant Nennius ha meulet gant ar barzh Taliesin a ra anezhañ "Penn Rheged". Diskouez a ra e oa o vevañ e Norzh Bro-Saoz hag en un doare resisoc'h er Westmorland pa raed anezhañ "Roue Llwyfenydd" (traoñienn ar stêr Lyvennet).[4] Mojennoù all a liamm Urien gant kêr Carlisle, 25 lev hepken diouzh traoñienn ar Lyvennet. Hervez Higham, Rheged a "glote tamm-pe-damm gant ar Civitas Carvetiorum gozh, ar rann velestradurel roman a oa he c'hreiz e Carlisle". Daoust ma c'hallfe Rheged bezañ ur c'hreñvlec'h hepken, n'eo ket ral e rafe ar rouanez eus ar mare gant anv o rouantelezh evel anv-doareañ. Soñjal a reer peurliesañ eta e oa eus Rheged ur rouantelezh a zalc'he ul lodenn vras eus ar pezh zo Cumbria hiziv.

Anv-lec'h Dunragit ("Kreñvlec'h Rheged" moarvat) a laka da soñjal en em ledas Rheged e Dumfries and Galloway, e-doug ul lodenn eus hec'h istor d'an nebeutañ. Anvioù-lec'h all a ro da soñjal, daoust ma'z eo diasuroc'h, e c'hallje bezañ tizhet ken pell er su ha Rochdale e bro Manchester, anavezet en Domesday Book evel Recedham. Ar stêr Roch a dremen e Rochdale a oa anavezet en XIIIvet kantved evel "Rachedor Rachet."[5] Evit doare e c'hallfe an anvioù-lec'h-se bezañ savet gant an elfenn 'Rheged' enne abalamour m'emaint en he harzoù end-eeun. En em ledañ a reas rouantelezh Urien etrezek ar reter d'ur mare bennak moarvat, pa raed anezhañ ivez "Roue Catraeth" (Catterick e Yorkshire an Norzh).

Diwezh ar rouantelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude unanidigezh Bernicia ha Deira a zeuas da vezañ Rouantelezh Northumbria, Rheged a dremenas dindan dalc'h rouantelezh Northumbria, war-dro 730. Un eured a voe etre ar priñs Oswiu Northumbria (ar roue da zont) ha Riemmelth, priñsez Rheged ha merc'h-vihan Rum (Rhun), war-dro 638 moarvat. Gallout a reer soñjal eta e oa unanet an div rouantelezh en un doare peoc'hus, hag e oant resevet en hêrezh gant ar memes den. Ne c'haller ket miret a soñjal avat e diwezh dugelezh Breizh ha marteze e oa rediet ar briñsez da zimeziñ gant un amezeg re c'halloudus.

Ur wezh aet Rheged d'ober ul lodenn eus Northumbria e oa kemeret lec'h ar yezh predenek gant an hensaozneg, ha ne chomas ar yezh keltiek bev nemet e kumuniezhioù ar menezioù. En Xvet kantved, goude distruj galloud Northumbria gant aloubadegoù ar Vikinged e tremenas lodennoù bras eus kornôg ar menezioù Pennines e dalc'h rouantelezh Strat Clut hep brezel, ha Leeds a zeuas da vezañ war an harzoù etre ar Vrezhoned ha rouantelezh viking York. Marteze ez eo ar roud eus ur sevenadur brezhon bev c'hoazh en ul lodenn eus Northumbria d'ar mare-se[6]. Chom a reas al lodenn-se eus Cumbria dindan Strathclyde betek deroù an XIvet kantved pa'z eas Strathclyde hec'h-unan da vezañ ul lodenn eus rouantelezh Bro-Skos. Chomet eo bev anv Kembreiz gwezhall en anv Cumberland hag e hini Cumbria.

Roueed Rheged[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gwrast "Lledlwm" ap Cenau (c.470 - c.500)
  • Meirchion "Gul" ap Gwrast (c.500 - 535)

Rannet e voe neuze ar rouantelezh etre daou vab.

Roueed Rheged ar c'hreisteiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Elidyr "Llydanwyn" ap Meirchion (535 - war-dro 555)
  • e vab, Llywarch Hen ap Elidyr (roue eus 555 betek 590, marvet war-dro 634).

Pa voe aloubet Rheged ar c'hreisteiz gant an Angled ha Saozon ez eas ar roue Llywarch Hen da Gembre, da rouantelezh Powys ma vevas en harlu betek e varv e 634. Brudet eo dreist-holl evel barzh.

Roueed Rheged an Hanternoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rheged an Hanternoz a vije bet staget ouzh Northumbria dre zimeziñ ar briñsez Rhiainfelt ferch Rhoedd (a Rheged ) hag ar priñs Oswy (a voe roue goude), eus Northumbria, war-dro 638. War-lerc'h marv ar roue Rhoedd, eus Rheged, n'eus ket bet a bennhêr marteze, ma voe kemeret ar vro gant Saozon Northumbria hep nemeur a vec'h, a greder. Met dister eo an dihelloù.

Tri roue anezhi zo brudet:

Hiziv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur Rheged Centre zo e o Penrith e Cumbria, ur seurt mirdi touristel, ma vez kalz a gaoz eus Cumbria hag un tamm eus istor Rheged, gant ur film zoken.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Christian Y.M Kerboul Les Royaumes Brittoniques au Très Haut Moyen Age, Editions du Pontig, Sautron, 1997. (ISBN 2951031033).
  • Bartrum, PC (1966) Early Welsh Genealogical Tracts
  • Hector Munro Chadwick, (1959) Cambridge Studies in Early British History, Cambridge University Press
  • Chadwick, H.M. ha Nora Chadwick, The Growth of Literature, Volume 1, Cambridge University Press, 1940.
  • Chadwick, N.K (1973) Studies in the Early British Church, Archon Books.
  • Peter Beresford Ellis Celt and Saxon (1993)
  • Higham, Nick The Northern Counties to AD 1000 (1986)
  • Jackson, Kenneth (1953) Language & History in Early Britain, Edinburgh University Press
  • Kapelle, W.E. (1979) The Norman Conquest of the North: the Region and its Transformation, 1000-1135. University of North Carolina Press.
  • Marsden, John (1992) Northanhymbre Saga
  • Morris, John (1973) The Age of Arthur
  • Morris-Jones, John (1918) Y Commrodor 28
  • Williams, Ifor (1935) Canu Llywarch Hen
  • Williams, Ifor (1960) Canu Taliesin
  • Williams, Ifor Ed. (1972) The Beginnings of Welsh Poetry," University of Wales Press.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Koch, John T. Celtic culture: a historical encyclopedia ABC-CLIO Ltd (15 Mar 2006) (ISBN 978-1851094400) p. 1499.
  2. Koch, John T. Celtic culture: a historical encyclopedia ABC-CLIO Ltd (15 Mar 2006) (ISBN 978-1851094400) p. 1498.
  3. Jackson, Language & History in Early Britain, p. 9
  4. Williams, Ifor (1960). Canu Taliesin. Cardiff : Gwasg Prifysgol Cymru. OCLC 221299230. 
  5. Williams (1972), p. 82
  6. Kapelle, p. 34