Clydno Eidyn

Eus Wikipedia

Clydno Eiddin a oa ur roue brezhon en hanternoz Enez Vreizh, er vro anvet Hen Ogledd e kembraeg, er VIvet kantved.

E skridoù zo eo kontet da vout mab da Cynfelyn ap Dyfnwal Hen, roue Alt Clut, met e Bonedd Gwŷr y Gogledd eo mab da Cynwyd Cynwydion. Hervez e anv e c'hallfe bezañ bet roue Din Eidyn, pe hini Mynyddog Mwynfawr, div rouantelezh vrezhon e reter an Hen Ogledd.

Istor ha hengoun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mab en devoa, anvet Cynon ap Clydno Eidyn, hag en danevell Culhwch ac Olwen en devoa ur verc'h anvet Eurneid ivez. Hervez Bonedd y Saint, eo e verc'h Euronwy a oa mamm da sant Grwst, sant paeron Llanrwst e hanternoz Kembre.

Hervez Llyfr Du'r Waun, e vefe bet lazhet Elidir Mwynfawr en "Aber Meuhedud" en Arfon, hag e vefe bet tud eus an Hen Ogledd, en o zouez Clydno Eidyn, Nudd Hael, Mordaf Hael ha Rhydderch Hael, o kas un arme da Arfon da gaout o dial, met trec'het e voent gant Rhun ap Maelgwn Gwynedd, roue Gwynedd.

E vab Cynon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur mab da Clydno, Cynon fab Clydno, a zo meneget er varzhoneg Y Gododdin evel unan eus ar vrezelourien vrezhon a emgannas ouzh an Angled en Emgann Catraeth hag an hini nemetañ chomet bev.

Unan eus brezelourien ar roue Arzhur e vije bet hervez ar vojenn a zamweler en Trioedd Ynys Prydein.

En oberennoù all e lenner e oa orgedet Cynon ouzh Morfudd, merc'h da Urien Rheged. Meneget eo ivez er Mabinogion, e Iarlles y Ffynon. Ur garantez divarvel zo savet etre Morfudd ha Cynon fab Clydno, pezh a ziskouez e oa ur gontadenn-bobl diwar-benn an daou zen yaouank a oa anavezet er Grennamzer.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Peter C. Bartrum (1993) A Welsh classical dictionary (Levraoueg Vroadel Kembre)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]