Elmet
Elmet (pe Elfed e kembraeg a vremañ) a vez graet eus ur rouantelezh vrezhon a oa neuze er vro a zo hiziv West Riding of Yorkshire. Petra bennak ma'z eo amsklaer he harzoù e oa bevennet gant ar stêr Sheaf er c'hreisteiz ha gant ar stêr Wharfe. Harzoù a oa gant Deira ha Bernicia en hanternoz hag er su ha gant ar pezh a oa marteze ur rouantelezh vrezhon vihan hag a oa war-dro Kraven war-du ar c'hornog.
N'eo ket sklaer pegoulz na penaos e oa ganet ar rouantelezh. Marteze e teuas diwar disrannadur rouantelezh Coel Hen met marteze ivez e tiskenn eus ur meuriad brezhon kozh a vefe deuet da vout dizalc'h adarre goude disparti ar Romaned e 410.
Ne ouzer nemet nebeut a dra diwar-benn istor ar rouantelezh. Unan eus he rouaned en deus kemeret perzh er c'hevredad bleiniet gant Urien Rheged da ziarbenn Angled Bernicia e 590. Goude muntr Urien ha diskar e rouantelezh e voe gourdrouzet Elmet muioc'h-muiañ gant rouantelezh Northumbria, nevez krouet, ha dav e voe dezhi sevel mogerioù-difenn war-dro Barwick-in-Elmet.
E 616 e voe aloubet ha distrujet ar rouantelezh gant Edwin Northumbria. N'eo ket sklaer petra a oa abeg ar brezel met marteze eo muntr Hereric e oa, un ezel eus familh roueel Northumbria harluet en Elmet, tad santez Hilda.
E 632 e voe adaloubet ar rannvro gant Cadwallon ap Cadfan eus Gwynedd goude e drec'h war Edwin Northumbria en emgann Meigen. Tri bloaz diwezhatoc'h e voe faezhet Cadwallon gant Oswald Bernikia en emgann Cantscaul ha kollet da vat e voe Elmet evit ar Vrezhoned.
Roll rouaned Elmet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Masgwid Gloff (c.460 - c.495)
- Llaennog ap Masgwid (c.495 - c.540)
- Arthuis ap Masgwid (c.540 - c.560)
- Gwallog ap Llaennog (c.560 - 590)
- Ceredig ap Gwallog (590 - 616) m. 618
|