Rhydderch Hael

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Maen Rhydderch.

Riderch Hael, hervez ar stumm skrivet koshañ, pe Rhydderch Hael, pe Rhydderch Hen hervez ar c'hembraeg a vremañ, marvet war-dro 614, a oa roue Alt Clut (dre vras kêr Dumbarton) ha Strat Clut (dre vras Strathclyde) en Hanternoz Kozh Enez Vreizh, war-dro deroù ar VIIvet kantved.
Mab e oa d'ar roue Tudwal Tudclyd, mab-bihan da Dyfnwal Hen. Hervez Achau'r Saeson ez eas gant Urien Rheged, Gwallawg, ha Morgan a-enep da Hussa, roue Northumbria war-dro 590.

Hervez Buchedd Colum Cille e oa keneil da sant Colum Cille. Hervez Buchedd Cyndeyrn e oa marvet er memes bloavezh ha sant Cyndeyrn, anavezet evel Kentigern e brezhoneg.


Cyfeiriadau[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok
Tudwal Tudclyd
Rhydderch Hael
Rouaned Alt Clut
adalek ? betek ? er VIvet kantved
War e lerc'h
Neithon Alt Clut