Tutagual Alt Clut
Tutagual Alt Clut (e krenngembraeg), pe Tudwal Tudclyd (e kembraeg a vremañ), a vije bet roue Alt Clut (Dumbarton Rock hiriv), anavezet diwezhatoc'h evel Strathclyde, ur rouantelezh vrezhon en Hanternoz kozh Enez Vreizh, pe Hen Ogledd, war-dro kreiz ar VIvet kantved.
Hervez skridoù evel Lignezoù Harley (an Harleian genealogies), ar Vita Columbae gant Adomnán, ha Bonedd Gwŷr y Gogledd, e vije bet tad da Rhydderch Hael, a renas war e lerc'h.[1] E Lignezoù Harley e lenner e oa mab da Clinoch, a oa mab da Dyfnwal Hen, rouaned en e raok moarvat [2].
Tutagual Alt Clut a c'hellfe bezañ an tirant a veve en amzer Sant Ninian hervez ar varzhoneg Miracula Nyniae Episcopi, eus an VIIIvet kantved, ha hervez ar Vita Sancti Niniani gant Ailred Rievaulx en XIIvet kantved. Er Miracula e vez graetTuduael ha Thuuahel eus ar roue-se, hag while Ailreda ro ar stummoù Tudwaldus ha Tuduvallus.[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 MacQuarrie, pp.6–7.
- ↑ Harleian genealogy 6.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- MacQuarrie, Alan, A. Grant & K. Stringer (Eds.) (1993). "The Kings of Strathclyde". Medieval Scotland: Crown, Lordship and Community: 1-19
- Adomnán of Iona; Richard Sharpe (1995). Life of St Columba. London : Penguin. ISBN 0140444629. Retrieved on October 22, 2009.
En e raok Clinoch |
Dyfnwal Hen Rouaned Alt Clut adalek ? betek ? er VIvet kantved |
War e lerc'h Riderch Hael |