Tutagual Alt Clut

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tudwal Tudclyd)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Tutagual Alt Clut (e krenngembraeg), pe Tudwal Tudclyd (e kembraeg a vremañ), a vije bet roue Alt Clut (Dumbarton Rock hiriv), anavezet diwezhatoc'h evel Strathclyde, ur rouantelezh vrezhon en Hanternoz kozh Enez Vreizh, pe Hen Ogledd, war-dro kreiz ar VIvet kantved.

Hervez skridoù evel Lignezoù Harley (an Harleian genealogies), ar Vita Columbae gant Adomnán, ha Bonedd Gwŷr y Gogledd, e vije bet tad da Rhydderch Hael, a renas war e lerc'h.[1] E Lignezoù Harley e lenner e oa mab da Clinoch, a oa mab da Dyfnwal Hen, rouaned en e raok moarvat .[2]

Tutagual Alt Clut a c'hellfe bezañ an tirant a veve en amzer Sant Ninian hervez ar varzhoneg Miracula Nyniae Episcopi, eus an VIIIvet kantved, ha hervez ar Vita Sancti Niniani gant Ailred Rievaulx en XIIvet kantved. Er Miracula e vez graetTuduael ha Thuuahel eus ar roue-se, hag while Ailreda ro ar stummoù Tudwaldus ha Tuduvallus.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 MacQuarrie, pp.6–7.
  2. Harleian genealogy 6.


Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


En e raok
Clinoch
Dyfnwal Hen
Rouaned Alt Clut
adalek ? betek ? er VIvet kantved
War e lerc'h
Riderch Hael