Elffin ap Gwyddno

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Elffin ap Gwyddno (skrivet Elphin a-wechoù) a oa ur roue brezhon eus Kembre hervez ar wengelouriezh kembreat. Mab e oa da Gwyddno Garanhir, roue Ceredigion e mojennoù Cantre'r Gwaelod, ar vro beuzet e Bae Ceredigion.
Meneget eo e anv e Hanes Taliesin, ur skrid eus ar XVIIvet kantved, rak keneiled e oa Taliesin Ben Beirdd ar vojenn hag Elffin.
Hervez lenneien zo e oa un haroz eus an Hanternoz kozh, a voe degaset ar mojennoù diwar e benn da Gembre.

Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Elffin a gav Taliesin e Cored Wyddno - en embannadur 1877 eus ar Mabinogion gant Charlotte Guest.

En eil rann Hanes Taliesin eo meneget anv Elffin.
Da zeiz Kala-Mae e oa bet kaset Elffin gant e dad Gwyddno da besketa da gCored Wyddno, nepell diouzh Aberdyfi. Eno, e-lec'h eoged, e kavas ur c'havell lêr hag ennañ ur bugel, hag a oa bet dilezet ha lakaet gant e vamm, an hudourez Ceridwen, da vont war ar mor. Dastum ar bugel a reas Elffin hag e gas gantañ d'ar gêr.

War an hent en e anvas Taliesin, ha goude e vout anvet evel-se, e krogas ar bugel da zibunañ barzhoniezh eus ar c'haerañ ha da ganañ Dihuddiant Elffin, a voe brudet er Grennamzer, hag a grog evel-hen :

Elffin teg, taw a'th wylo ;
Ni wna lles drwg obeithio ;
Ni chad yng ngored Wyddno
Erioed gystal â henno.

Betek e drizek vloaz e chomas Taliesin e ti Elffin.

Lez Maelgwn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tabut a voe etre Elffin ha Maelgwn Gwynedd, roue Gwynedd, ha Taliesin a sikouras e leztad.
Goulennet en doa Maelgwn Gwynedd digant Elffin kanañ meuleudi dezhañ ha d'e lez, a oa e [[Degannwy]. Nac'hañ a reas Elffin, o lavarout e oa Taliesin gwelloc'h barzh egetañ, ha fealoc'h maouez e wreg eget re lez Gwynedd. Taliesin a ouie penaos e oa kont eno peogwir e oa diouganer ha kontañ a reas da wreg Elffin. Neuze e teuas Rhun, mab Maelgwn, da di Elffin da lorbañ e wreg ha da brouiñ e oa gaou a lâre Elffin diwar-benn e bried. Ha Rhun da vezviñ gwreg Elffin. Rhun a glaskas tennañ he gwalenn-eured diganti da brouiñ he dislealded ; met ne deue ket ar walenn, ma rankas troc'hañ ar biz. Pa glaskas ar roue Maelgwn diskouez ar biz da Elffin e lavaras egile e troc'he e wreg hec'h ivinoù aliesoc'h eget perc'henn ar biz-se, he doa servijourezed da verat an toaz, ha biskoazh ne veze ket toaz dindan hec'h ivinoù, ha laosk e veze he gwalenn war he biz, e-skoaz honnezh a oa stardet.

Stag eo Elffin hag Addaon fab Taliesin er skrid krenngembraek Breuddwyd Rhonabwy :

"Idawc," heb y Ronabwy, "pwy y marchawc gynneu?"
"Y gwas ieuanc kymhennaf a doethaf a wneir yn y teyrnas hon, Adaon uab Telessin."
"Pwy oed y gwr a drewis y varch ynteu?"
"Gwas traws fenedic, Elphin uab Gwydno." [1]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1829 e voe embannet ar romant saoznek The Misfortunes of Elphin gant Thomas Love Peacock (1785-1866), diazezet war vojenn Elffin ha Taliesin.

Lennadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Melville Richards (gol.), Breuddwyd Rhonabwy (Caerdydd, 1948), t. 8, llau. 14–19.