Taliesin Ben Beirdd

Eus Wikipedia

Taliesin Ben Beirdd eo an anv a reer eus Taliesin, ar barzh mojennel ('Ffug-Daliesin' e kembraeg) ha krennamzerel, stag e anv ouzh Hanes Taliesin hag ouzh un toullad pezhioù barzhoniezh.

Ur vojenn zo bet savet diwar ar barzh istorel, ganet en Hen Ogledd e dibenn ar VIvet kantved. A-hed ar Grennamzer ez eus bet barzhonegoù savet gant un den anvet Taliesin Ben Beirdd. Da varzhed an amzer-hont ne oa an daou Daliesin-se nemet unan.