Degannwy
Degannwy pe Deganwy[1] zo ur gêr vihan eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ er c'hreisteiz da Llandudno hag er reter da gêr Conwy, a zo en tu all d'ar Stêr Conwy. E kumuniezh Conwy emañ, hag e parrez Llanrhos.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E meur a zoare eo bet displeget orin an anv "Deganwy". Evit lod e teufe eus anv an Deceangli, unan eus pobloù keltiek Kembre en Henamzer. Evit tud all e vefe savet diwar an elfenn "din", a dalvez kement ha "kreñvlec'h", ha "Conwy", anv ar stêr.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet eo Kastell Degannwy hag a oa kreñvlec'h Maelgwn Gwynedd, roue Gwynedd er VIvet kantved, pintet war un dorgenn a-us kêr. Lec'h-annez pennañ rouaned Gwynedd a oa e Degannwy en amzer-hont, met goude se ez eas al lez da Aberffraw, war Enez Mon. Meur a greñvlec'h a voe savet war an dorgenn a-hed an istor, a-raok ma voe savet ur c'hastell norman e 1082. Goude se e voe savet unan all eno gant Llywelyn Fawr. Distrujet e voe ar c'hastell diwezhañ hag implijet e voe ar mein anezhañ evit sevel Kastell Conwy. E kantrev Rhos e oa Degannwy gwechall.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|