Llanefydd

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Kreiz ar bourk, gant an iliz-parrez

Llanefydd, pe Llannefydd, zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Ur gêriadenn vihan eo, er gwalarn da gêr Dinbych hag er mervent da Llanelwy.

Un tammig er gwalarn da Llanefydd emañ torgenn Mynydd y Gaer, warni ur c'hreñvlec'h kozh, eus Oadvezh an Houarn.

E 2011 e oa poblet gant 590 a dud, ha 348 anezho (60,9%) a oa kembraegerien.[1]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet d'an 2014-04-09.