Mont d’an endalc’had

Rowen

Eus Wikipedia
Rowen.

Rowen (pe a-wechoù Ro-wen pe Y Ro) zo ur gêriadenn eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ etre Dolgarrog ha Conwy.

Dont a ra an anv eus eus gro wen ("grouan gwenn"). Redek a ra an Afon Ro dre ar gêriadenn a-raok kemberiñ gant ar stêr Conwy. Ur gêriadenn a bouez e oa gwechall, gant teir milin hag ur vilin-gomm, meur a davarn hag ur skol gentañ derez. Bremañ e chom ur stal hag un davarn hag un ostaleri evit ar re yaouank.

  • Huw T. Edwards, sindikalour ha politikour
  • Wyn Roberts, politikour mirour, bet sekretour ha ministr e Burev Kembre (Swyddfa Gymreig, Welsh Office)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.