Abergele

Eus Wikipedia
Kreiz kêr Abergele

Abergele zo ur gêr eus hanternoz Kembre, e Sir Conwy (e Sir Ddinbych gwechall). Emañ war vord ar mor, en aber ar stêr Gele, etre Bae Colwyn hag Y Rhyl. Un arsav eo war linenn hent-houarn Arvor Hanternoz Kembre. E-kichen ar gêr emañ douaroù izel ha gleborek Morfa Rhuddlan.

Annezet e oa Abergele gant 10 577 a dud e 2011. War-dro 20% anezho a oa kembraegerien.

E 1868 e voe ur gwallzarvoud tren bras en Abergele, an hini gwashañ a oa bet biskoazh e Breizh-Veur betek neuze : 33 den a voe lazhet.

D’an 30 a viz Mezheven1969, derc’hent kurunidigezh ar priñs Charles da Briñs Kembre e Caernarfon, e voe lazhet daou ezel eus ar strollad Mudiad Amddiffyn Cymru, Alwyn Jones ha George Taylor, pa darzhas ar vombezenn a oant o lakaat dirak savadurioù ofisiel.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]