Charles III, Roue ar Rouantelezh-Unanet

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Picto infobox prétendant à un trône.png
Charles III, Roue ar Rouantelezh-Unanet
Charlez III, pa oa Priñs Kembre e 2021
Roue ar Rouantelezh-Unanet
Ren 8 a viz Gwengolo 2022
A-raok Elesbed II
Buhez
Ganet Charles Arthur George[n 1]
14 a viz Du 1948 (73 vloaz)
Buckingham Palace, Londrez, Rouantelezh-Unanet

Tiegezh Windsor
Tad Priñs Philip, Dug Dinedin
Mamm Elesbed II
Priedoù Diana Spencer
(1981, torret e 1996, marvet e 1997)
Camilla Parker Bowles
(2005)
Diskennidi William, Priñs Kembre
Harry, Dug Sussex
Relijion Iliz anglikan

Sinadur Signature of Prince Charles.png

Charles, Roue ar Rouantelezh-Unanet (Charles Philip Arthur George, ganet d'ar 14 a viz Du 1948 e palez Buckingham, Londrez) a zo roue ar Rouantelezh-Unanet ha 14 rouantelezh all eus ar C'hommonwealth.[n 2] Eñ eo mab henañ Elesbed II ha Philip, Dug Dinedin. Priñs hêr Breizh-Veur ha priñs Kembre e oa etre 1958 ha 2022, an hini en doa douget an titl ar pellañ ha koshañ roue ar Rouantelezh-Unanet, da 73 vloaz, pa'z eas da roue d'an 8 a viz Gwengolo 2022 goude marv e vamm.

Ganet e oa da vare e dad-kozh ar roue Jorj VI, a varvas pa oa tri bloaz. Mamm Charlez az eas da rouanez hag eñ az eas da pennhêr ar rouantelezh adalek ar mare-se. Krouet e voe Priñs Kembre e 1958 ha kadoret e 1969 e Kembre, en ul lid a voe skignet dre ar skinwel hag e-lec'h ma tistagas lodennoù eus e brezegenn e kembraeg. E skol e oa bet e Cheam ga Gordonstoun, e-lec'h ma oa bet e dad, a-raok ober ur bloaz e Geelong Grammar School en Aostralia. Goude e studiadennoù e Skol-Veur Cambridge e voe soudard en Aerlu hag er Morlu etre 1971 ha 1976.

Dimezet e oa bet gant Diana Spencer e 1981 ha daou vab o devoe, William hag Harry. Dispartiañ a reas ar c'houblad e 1992 ha torret e voe o dimeziñ e 1996 goude ma oant aet pep hini eus e du war-zu darempredoù maez-dimeziñ. Mervel a reas Diana e 1997 en ur gwallzarvoud oto. Dimeziñ a reas Charlez gant Camilla Parker Bowles, e garantez abaoe pell, e 2005.

Evel Priñs Kembre e kemeras Charlez perzh e darvoudoù ofisiel en anv Elesbed II. Krouiñ a reas e 1976 un aozadur karitez evit ar yaouankiz, The Prince's Trust hag e penn 400 aozadur karitez e oa bet en holl. Breutaet en doa evit ma vije miret savadurioù istorel ha diwar-benn pouezusted an tisavouriezh e sevenadurioù.[2] Gant e soñjoù war an tisavouriezh en doa krouet kêrig arnodel Poundbury. Ken-skrivagner e oa bet evit ouzhpenn 20 levr. Emskiant en doa diskouezet diwar-benn an endro, hag harpet en doa al labour-douar biologel kenkoulz ha kaozeet diwar-benn tommadur an hin pa oa e penn domani dugelezh Kernev-Veur. Kavet e voe abeg avat en e souten evit medisinerezhioù alternativel evel an homeopatiezh tra m'emañ unan eus e aozadurioù karitez dindan enklask ar polis evit bezañ bet eskemmet enorioù ouzh arc'hant.

Bugaleaj, familh ha deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Badeziant Charlez e 1948 (eus an tu kleiz betek an tu dehoù) :e dad-kozh ar roue Jorj VI, e vamm ar Briñsez Elizabeth, Charlez ganti, e dad Philip hag e vamm-gozh, Rouanez Elizabeth.

Ganet e voe Charlez da 21:14 (Amzer Greenwich) d'ar 14 a viz Du 1948,[3] pa oa e dad-kozh eus perzh e vamm, Jorj VI o ren. Kentañ bugel Priñsez Elizabeth, Dugez Dinedin (Elesbed II diwezhatoc'h) ha Philip, Dug Dinedin.[4] Tri bugel all a voe ganet er familh, Anne (ganet e 1950), Andrew (ganet e 1960) hag Edward (ganet e 1964). Badezet e voe d'ar 15 a viz Kerzu 1948, da bevar sizhun, er Sal Muzik e Buckingham Palace gant Arc'heskop Canterbury, Geoffrey Fisher.[n 3][6]

E miz C'hwevrer 1952 ez eas Charlez da hêr tostañ pa oa marvet e dad-kozh, ar roue Jorj VI ha pa aet e vamm da Rouanez Elesbed II. Hervez ur garta gent Edouarzh III sinet e 1337, dre ma oa mab henañ ar monark, e kemeras end-eeun titloù ar Dug Kernev-Veur, hag evit lodenn skosat e ditloù, e kemeras an titloù da heul : Dug Rothesay, Earl Carrick, Baron Renfrew, Aotrou an Inizi ha Priñs ha Melestrour Uhel Bro-Skos.[4] D'an 2 a viz Even 1952 ez eas Charlez da welet kurunennadur e vamm en Abati Westminster.[7]

Da bemp bloaz e voe tutaet ur gouarnez, Catherine Peebles, d'ober war-dro e zeskadurezh e Buckingham Palace.[8] D'ar 7 a viz Du 1956 e komañsas Charlez da vont d'ar skol e Hill House School e kornôg Londrez.[9] An hêr tostañ kentañ a voe ne oa ket bet skoliataet gant kelennerien prevez.[10] Ne voe ket tretet gwelloc'h eget ar skolidi all gant ar rener, Stuart Townend, a alias ar Rouanez da lakaat anv Charlez er mell-droad kar ne veze james ar baotred re zoujus ouzh den ebet war an dachenn.[11] Charlez az eas da ziv skol bet darempreded gant e dad da c'houde, Cheam Preparatory School e Bro-Saoz[12] adalek 1958[9] ha da c'houde da c'hGordonstoun e Bro-Skos[4] adalek miz Ebrel 1962.[9]

E skrid-buhez Charlez, bet embannet gant e aotre e 1994, e taolennas ar skrivagner Jonathan Dimbleby un Elesbed II hag ur Philip a chome pell, ez-fizikel hag ez-frommoù, eus o bugale, o tamall dreist-holl ouzh Philip e zispriz ouzh personelezh tener Charlez kenkoulz ha bezañ rediet anezhañ da vezañ skoliataet e Gordonstoun e-lec'h ma voe harellet.[13] Embannet e voe en doa taolennet Charlez e skol, brudet evit he c'hentelioù taer, evel "[Kastell] Colditz gant kiltoù",[12] met meuliñ a reas ar skol e prezegennoù publik diwezatoc'h, o kontañ en doa desket "kalzig diwar va fenn hag ar pezh a c'hellen ober hag ar pezh ne c'hellen ket. Desket 'meus degemer an daeoù ha kemer intrudu." En un atersadenn e 1975 e embannas e oa "laouen" da vezañ bet er skol-se hag ez ae "re bell an dud" gant "taerded al lec'h."[14] Daou brantad e tremenas e 1966 e kampus Timberton e Geelong Grammar School en Aostralia.[9] Taolennet e voe gant Charlez evel lodenn blijusañ e zeskadurezh.[15] Pa zistroas da c'hGordonstoun e reas evel e dad o vont da brefed a-raok kuitaat ar skol gant c'hwec'h O-level ha daou A-level e Galleg hag en Istor e 1967.[9][4] Diwar-benn e zeskadurezh kentañ e lavaras Charlez : "Ne blije ket ar skol din kement hag em bije gellet ober, met an dra-se zo peogwir e vezan an eürusañ er gêr e-keñver n'eus forzh pe lec'h all."[14]

Un eil hengoun a dorras pa'z eas diouzhtu war-zu ar skol-veur goude e A-level e-lec'h mont gant Armeoù Breizh-Veur.[12] Degemeret e voe e Trinity College, Cambridge e miz Here 1967, e-lec'h ma studias arkeologiezh hag antropologiezh e-pad lodenn gentañ an tripos a-raok cheñch evit an istor evit an eil lodenn.[9][4] E-kerzh e eil bloaz ez eas da studial kembraeg hag istor Kembre e Skol-veur Aberystwyth e-pad ur prantad.[9] Diplomet e voe eus Skol-Veur Cambridge gant ur Bachelor in Arts d'an 23 a viz Even 1970, an hêr tostañ brezihveuriat kentañ o tapout diplomoù skol-veur neuze.[9][16] D'an 2 a viz Eost 1975 e voe deroet ur Master of Arts dezhañ gant Cambridge, ar pezh a zo ur renk akademik ha n'eo ket un diplom.[9]

Priñs Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Charlez, Priñs Kembre, gant Richard Nixon, Prezidant ar Stadoù-Unanet e 1970

Yn wir, rwy'n bwriadu cysylltu fy hun o ddifrif mewn gair a gweithred a chymaint o fywyd y Dywysogaeth - a'r fath Dywysogaeth ydy hi! - ag a fydd yn bosibl.
Va intent eo, da vat, d'en em lakaat a-gevred gant ar gerioù hag an oberoù gant ar muiañ eus buhez ar Priñselezh-se - ha pebezh Priñselezh !

Charlez e-pad e gadoriadur evel Priñs Kembre e 1969[17]

Krouet e voe Charlez Priñs Kembre (Tywysog Cumry) hag Earl Chester d'ar 26 a viz Gouere 1958,[18][19] goude ma ne voe ket kadoriet a-raok ar 1 a viz Gouere 1969 pa voe kurunennet gant e vamm e-kerzh ul lid e Kastell Caernarfon.[20] Kemer a reas e blas e Ti al Lorded e 1970,[21][22] oc'h ober e brezegenn gentañ e miz Even 1974,[23] pa voe ezel kentañ o prezegenniñ eno abaoe ar Priñs Edouarzh e 1884.[24] Komañs a reas Charlez da enoriñ muioc'h a zarvoudoù publik, o krouiñ The Prince's Trust e 1976 da skouer,[25] hag o veajiñ d'ar Stadoù-Unanet e 1981.[26] E-kreiz ar bloavezhioù 1970 e voe intereset Charlez da vont da c'houarnour-hollek Aostralia, diwar goulenn Ministr kentañ ar vro Malcolm Fraser, met dre ma ne seblante ket bezañ an Aostralianed entanet gant an dra-se ne'z eas ket gwall belloc'h.[27] Charlez a zisklerias : "Neuze, petra oc'h sañset soñjal p'en em brebarit d'ober un dra bennak da sikour hag e lavarer deoc'h ne'z eus ket ezhomm eus ouzhoc'h ?"[28]

Deskadurezh ha red-vicher en arme[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Royal Air Force e servijas Charlez ha da c'houde er Royal Navy, da heul e dad, tad-kozh ha daou eus e dadoù-kuñv. Goulenn a reas e-pad e eil bloavezh e Cambridge bezañ gourdonet evit mont d'ar RAF, o teskiñ nijal an aerlestr Chipmunk gant bagad-aer Skol-Veur Cambridge. Deskiñ a reas nijal gant aerlistri-jet e 1971.[4][29] Goude dibunadeg al loreidi e miz Gwengolo ez eas war-zu ar Morlu da heuliañ ur stummadur c'hwec'h sizhun e Royal Naval College Dartmouth. Amzer a reas war al lestr-distrujer HMS Norfolk (1971-1972), ar fourgadennoù HMS Minerva (1972-1973) hag HMS Jupiter (1974). E 1974 e voe titlet evel levier viñsaskelloù en RNAS Yeovilton a-raok mont gant an 845vet Bagad Mor-Aer, oberiant gant an HMS Hermes.[4] Paouez a reas da nijal goude ur gwallzarvoud gant ur BA 146 en Islay e 1994, ur gwallzarvoud c'hoarvezet abalamour da wallegezh ar skipailh hervez ur c'huzul-enklask.[30][31]

D'an 9 a viz C'hwevrer 1976 e voe Charlez komandant ar chaseer-minoù-aod HMS Bronington e-pad e zek miz diwezhañ a servij oberiant er Morlu.[4]

Diskennidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv Ganedigezh Eured Bugale
Deiziad Pried
William, Priñs Kembre 21 a viz Even 1982 (40 vloaz) 29 a viz Ebrel 2011 Catherine Middleton Priñs George Kembre
Priñsez Charlotte Kembre
Priñs Louis Kembre
Harry, Dug Sussex 15 a viz Gwengolo 1984 (38 vloaz) 19 a viz Mae 2018 Meghan Markle Archie Mountbatten-Windsor
Lilibet Mountbatten-Windsor

Titloù, enorioù ha skoedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A logo gant "CR III" ha kurunenn Bro-Skos
Monogram Charlez III, gant kurunenn Bro-Skos, krouet e miz Gwengolo 2022.[32]

Titloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1948–1952 : His Royal Highness Prince Charles of Edinburgh[33] (E Veurded Real Priñs Charles Dindedin)
  • 1952–2022 : His Royal Highness The Duke of Cornwall (E Veurded Real Dug Kernev-Veur)
    • e Bro-Skos: 1952–2022: His Royal Highness The Duke of Rothesay (E Veurded Real Dug Rothesay)
  • 1958–2022 : His Royal Highness The Prince of Wales (E Veurded Real Priñs Kembre)
  • 2022– bremañ : His Majesty The King (E Veurded ar Roue)

Pa gaozeer gant ar Roue e c'houlenn ar protokol da envel anezhañ Ho Meurded da gentañ, ha da c'houde Sir.[34]

Enorioù ha renkoù en arme[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkoù disheñvel en doa bet Charlez e broioù disheñvel abaoe ma voe anvet letanant-nih er Royal Air Force e 1972. Kentañ renk-enor a oa bet deroet da Charlez a voe Penn-kolonel e Rejimant Real Kembre e 1969 hag abaoe e voe staliet Penn-kolonel, Kolonel, Komodor Aer a Enor, Penn-komodor Aer, Bez-penn-kolonel, Kolonel Real a enor, Kolonel Real ha Komodor a Enor e 32 arme er C'hommonwealth. Penn-kolonel ar Parachute Regiment e oa.

Ezel eus seizh urzh eo Charlez, hag eizh enor eus ar C'hommonwealth en doa resevet ouzhpenn da 20 enor eus broioù estren ha nav diplom a enor e skolioù-meur eus ar Rouantelezh-Unanet, Zeland-Nevez hag Aostralia.

Skoedoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa oa marvet e vamm ez eas Charlez da roue hag heritañ a reas skoed real ar Rouantelezh-Unanet ha skoed Kanada.

Coat of arms of the Prince of Wales.svg
Royal Coat of Arms of the United Kingdom.svg
Royal Coat of Arms of the United Kingdom (Scotland).svg
Skoed evel Priñs Kembre (1958–2022) Skoed real ar Rouantelezh-Unanet Skoed real ar Rouantelezh-Unanet da implijout e Bro-Skos

Bannieloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel roue[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Banniel Real a vez implijet da aroueziañ ar Roue er Rouantelezh-Unanet ha tramor pa ra gweladennoù ofisiel. Ar skoed real e stumm ur banniel eo, implijet gant rouaned Breizh-Veur abaoe 1702.

Evel Priñs Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar bannieloù implijet gant Charlez pa oa Priñs Kembre a cheñche diouzh al lec'h. E vanniel personel a oa Banniel Real ar Rouantelezh-Unanet, kemmet gant e skoed gant ul liketenn a dri foent arc'hant ha skoedig Priñselezh Kembre e kreiz. Implijet e vez er-maez eus Kembre, Bro-Skos, Kernev-Veur ha Kanada, ha dre ar Rouantelezh-Unanet a-bezh pa veze ar priñs e servij ofisiel evit arme ar vro.[35]

Ar banniel personel implijet e Kembre a oa diazezet wat Bazhedenn Real Kembre (skoed istorel Rouantelezh Gwynedd), troc'het e pevar c'harrez, an hini kentañ hag ar pevare gant ul leon ruz en ur park alaouret, an eil hag an trede gant ul leon alaouret war ur park ruz. E-kreiz ez eus ur skoedig gwer gant kurunnenig Priñs Kembre.[35]

E Bro-Skos e oa diazezet ar banniel personel implijet abaoe 1974 diwar tri zitl skosat kozh : Dug Rothesay (hêr Roue Bro-Skos), Melestrour Uhel Bro-Skos hag Aotroù an Inizi. Rannet eo ar banniel e pevar c'harrez evel skoed penn Klann Stewart a Appin]] : ar c'hentañ hag ar pevare a ziskouez ur park alaouret gant ur vandennad tablezennet glas ha arc'hant, an eil hag an trede a ziskouez ur galion du war ur park arc'hant. Disheñvelaet eo an armoù-se diouzh reoù Appin en ur lakaat ur skoedig gant leon rampant Bro-Skos ha tri fik azur da ziskouer an hêr. [35]

E Kernev-Veur e oa skoed Duk Kernev-Veur: "Traezh 15 bezant Alamouret", ur park du neuze gant 15 pezh alaouret.[35]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Evel roue ne implij ket Charlez un anv-familh, met pa vez ezhomm e implij Mountbatten-Windsor.[1]
  2. Ouzhpenn ar Rouantelezh-Unanet, setu ar pevarzek rouantelezh all : Antigua ha Barbuda, Aostralia, Bahamas, Belize, Kanada, Grenada, Jamaika, Zeland-Nevez, Papoua Ginea-Nevez, Saint Kitts ha Nevis, Santez-Lusia, Sant Visant hag an Inizi Granadinas, Inizi Solomon ha Tuvalu.
  3. Paeroned ha Maeroned Priñs Charlez a oa Roue ar Rouantelezh-Unanet (e dad-kozh a-berzh e vamm), Roue Norge (e gouzin dre zimez, a voe erlec'hiet gant Earl of Athlone); ar Rouanez Mary (e vamm-guñv a-berzh e vamm); Priñsez Margaret (e voereb a-berzh e vamm); Priñs George Gres ha Danmark (e eontr-kozh a-berzh e dad, erlec'hiet gant Dug Dindedin); Douerez Markizez Milford Haven (e vamm-guñv a-berzh e dad); Lady Brabourne (e gendervez); hag an Enorapl David Bowes-Lyon (e eontr-kozh a-berzh e vamm).[5]


Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. The Royal Family Name [diell] e Official website of the British monarchy, 3 a viz C'hwevrer 2009
  2. (en) Merlin Fulcher, « Profession reacts to Prince Charles’ 10 design principles », Architect's Journal, 22.12.2014. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022
  3. (en) The London Gazette, niv38455, 15.11.1948. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 4,5 4,6 ha4,7 (en) Brandreth, Gyles (2007). Charles and Camilla: Portrait of a Love Affair. Random House. ISBN 978-0-09-949087-6.
  5. The Christening of Prince Charles e Royal Collection Trust. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022
  6. HRH The Prince of Wales | Prince of Wales e www.princeofwales.gov.uk. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022
  7. (en) 50 facts about The Queen's Coronation, Royal.uk. Lennet d'ar 26 a viz Gwengolo 2022
  8. (en) Gordon, Peter; Lawton, Denis (2003). Royal Education: Past, Present, and Future. F. Cass. ISBN 9780714683867.
  9. 9,0 9,1 9,2 9,3 9,4 9,5 9,6 9,7 ha9,8 (en) The Prince of Wales [diell], Royal.uk. Lennet d'ar 26 a viz Gwengolo 2022
  10. (en) Bonnie Johnson -- Laura Sanderson Healy, Rosemary Thorpe-Tracey ha Cathy Nolan, « Growing Up Royal [diell] », Times, 25.04.1988. Lennet d'ar 26 a viz Gwengolo 2022
  11. (en) The Times, « Lieutenant Colonel H. Stuart Townend », 30.10.2022. Lennet d'ar 26 a viz Gwengolo 2022
  12. 12,0 12,1 ha12,2 (en) HRH The Prince of Wales [diell], Debrett's. Lennet d'ar 26 a viz Gwengolo 2022
  13. (en) Fiammetta Rocco, « Flawed Family: This week the Prince of Wales disclosed still powerful resentments against his mother and father. But they also suffered in their early years. Fiammetta Rocco delves into the royal childhoods that went wrong », The Independant, 18.10.1994. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  14. 14,0 ha14,1 (en) Olivia Rudgard, « Colditz in kilts? Charles loved it, says old school as Gordonstoun hits back at The Crown », The Telegraph, 10.12.2017. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  15. (en) Prince had a happy time at Timbertop [diell] e Trove, The Camberra Times, 31.01.1973. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  16. (en) Trinity College - Cambridge, « God Save The King! » e Trinity College, 14.09.2022. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  17. (cy)(en) Charlez III, evel Priñs Kembre, « A speech by HRH The Prince of Wales replying to the Loyal Address by Sir Ben Bowen Thomas, President of the University College of Wales, Aberystwyth, The Investiture of The Prince of Wales, Caernarfon Castle, North Wales » e princeofwales.gov.uk, 1.07.1969. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  18. (en) The London Gazette, 29.07.1958. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  19. (en) Previous Princes of Wales [diell], The Prince of Wales. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  20. (en) The Prince of Wales, « Investiture as Prince of Wales [diell] ». Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  21. (en) H.R.H. THE PRINCE OF WALES INTRODUCED e Parlamant Breizh-Veur, 11.02.1970. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  22. (en) Prince of Wales, « Biography [diell] ». Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  23. (en) Parlamant Breizh-Veur, « The Prince of Wales », 13.06.1974. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  24. (en) Alvin Shuster, « Prince Charles Speaks in Lords », The New York Times, 14.06.1974. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo 2022
  25. (en) The Prince's Charities, « The Prince's Trust [diell] ». Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  26. (en) Fred Ferreti, « PRINCE CHARLES PAYS A QUICK VISIT TO CITY », The New York Times, 18.06.1981. Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  27. (en) Paul Daley, « Long to reign over Aus? Prince Charles and Australia go way back », The Guardian, 9.11.2015. Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  28. (en) David Murray, « Next governor-general could be Prince Harry, William [diell] », The Australian, 24.11.2009. Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  29. (en) The Prince of Wales, « Military Career [diell] ». Lennet d'an 28 a viz Gouere 2022
  30. (en) Aviation Safety Network, « ASN Wikibase Occurrence # 187927 », 29.06.1994. Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  31. (en) Steve Boggan, « Prince gives up flying royal aircraft after Hebrides crash », The Independant, 20.07.1995. Lennet d'an 28 a viz Gwengolo 2022
  32. (en) King Charles: New royal cypher revealed, BBC News, 26.09.2022
  33. (en) The London Gazette, Issue 38452, Page 5889, 9.11.1948
  34. Greeting a member of The Royal Family, Royal Household, 15.01.2016. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022
  35. 35,0 35,1 35,2 ha35,3 Standards, Prince of Wales, 7.06.2016. Lennet d'ar 25 a viz Gwengolo 2022


Da welet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Charlez III
Tiegezh Windsor
Ganet d'ar 14 a viz Du 1948
Titloù
A-raok :
Elesbed II
Roue ar Rouantelezh-Unanet,
Antigua ha Barbuda,
Aostralia,
Bahamas,
Belize,
Kanada,
Grenada,
Jamaika,
Zeland-Nevez,
Papoua Ginea-Nevez,
Saint Kitts ha Nevis,
Santez-Lusia,
Sant Visant hag an Inizi Granadinas,
Inizi Solomon,
Tuvalu

8 a viz Gwengolo 2002 – bremañ
War e anv
Hêr tostañ
Priñs Kembre
Titloù a enor
A-raok :
Elesbed II
E penn ar C'hommonwealth
8 a viz Gwengolo 2022 – bremañ
War e anv
Titloù real
A-raok :
Den ebet
Dalc'het gant
Edouarzh VIII
en diwezhañ
Priñs Kembre
26 a viz Gouere 1958 – 8 a viz Gwengolo 2022
Dug Kernev-Veur
Dug Rothesay
6 a viz C'hwevrer 1952 – 8 a viz Gwengolo 2022
Priñs William
Par ar Rouantelezh-Unanet
A-raok :
Priñs Philip
Dug Dinedin
9 a viz Ebrel 2021 – 8 a viz Gwengolo 2022
Kendeuzet gant ar Gurunenn