The Guardian
| Tachenn obererezhioù | kazetennerezh |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 5 Mae 1821 |
| Moranv | The Grauniad |
| Titl | The Guardian |
| Perzhiad e | The Daphne Project |
| Oberenn heverk | The Counted |
| Diazezer | John Edward Taylor |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Daveennoù douaroniel | 51°32′6″N 0°7′18″W |
| Luskad politikel | kleiz-kreiz |
| Ideologiezh politikel | neoliberalism |
| Lec'h diazez | Manchester |
| Perc'hennet gant | Guardian Media Group |
| Aozadur mamm | Guardian Media Group |
| Sez sokial | Londrez |
| Ti-embann | Guardian News and Media Ltd. |
| Lec'h embann | Rouantelezh-Unanet, Londrez |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Deiziad kregiñ | 5 Mae 1821 |
| Stumm ar gazetenn | tabloid |
| Prizioù resevet | Pulitzer Prize for Public Service, Preis für die Freiheit und Zukunft der Medien |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.theguardian.com |
| Editor-in-chief | Katharine Viner |
| Official podcast | Today in Focus |


The Guardian zo ur pemdezieg embannet e Breizh-Veur gant ar strollad Guardian Media Group. Embannet e vez bemdez etre al Lun hag ar Sadorn, er vent Berliner (470 mm × 315 mm). Betek 1959 e oa anvet The Manchester Guardian, dre ma oa bet savet e Manchester. Abaoe 1964 avat emañ e sez e Londrez, ha moullet e vez en div gêr.
Pennadoù-stur The Guardian a gaver enno aliezik ur sell a-du gant politikerezhioù eus an tu-kreiz-kleiz. Hervez un enklask mennozhioù bet graet e 2004, e vez 44% eus lennerien ar Guardian o votiñ evit Strollad al Labour ha 37% anezho o votiñ evit ar Strollad Frankizour-Demokrat.
The Grauniad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Vioù-koukoug a-leiz a zo bet embannet gant ar Guardian, abalamour da se eo bet lesanvet The Grauniad gant ar gazetenn fent Private Eye. E touez ar re washañ (pe ar re wellañ)[1] e kaver:
- The Taming of the Screw e lec’h Shrew: ar gebenn doñvaet eo titl ar pezh-c’hoari gant Shakespeare, ha n’eo ket ar vins.
- Frightened Rabbi e lec’h Frightened Rabbit: ar c’honifl spontet eo anv ar bagad sonerezh eus Bro-Skos, ha n’eo ket ar rabin spontet.
- un dispac’h kaset gant writers e lec’h rioters: n’eo ket kustum gwelout skrivagnerien o plantañ ar reuz, aliesoc’h e vez reveulzierien oc’h ober kement-mañ, met tost eo an daou c’her saoznek pa glever anezho.
- mispelled e lec’h misspelled er pennad a-zivout vioù-koukoug an deiz a-raok: da nebeutañ e ranker bezañ gouest da skrivañ vi-koukoug evit gallout reizhañ anezho.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) Typo negative: the best and worst of Grauniad mistakes over 200 years. The Guardian (Mae 2021).