Strollad al Labour (R.U.)
Neuz
(Adkaset eus Strollad Labour breizhveurat)
Strollad al Labour
Deiziad krouiñ | 1900 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Labour Party |
Anv berr | Lab |
Prezidant | Keir Starmer |
General secretary | Iain McNicol |
Kan broadel | The Red Flag |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
Ezel eus | Party of European Socialists, Labour and Socialist International, Progressive Alliance |
Political alignment | kleiz-kreiz |
Ideologiezh politikel | sokialouriezh demokratel, sokial-demokratelezh |
Youth wing | Young Labour |
Lec'h diazez | Londrez |
Sez sokial | City of Westminster |
Raklec'hiet gant | Labour Representation Committee |
SRGB color hex triplet | DC241F |
Postel | mailto:dataprotection@labour.org.uk |
Lec'hienn ofisiel | https://labour.org.uk/ |
Deskrivet en URL | https://cain.ulster.ac.uk/othelem/organ/lorgan.htm |
Official color | ruz |
Rummad evit an izili | Category:Labour Party (UK) politicians |
Ur strollad politikel breizhveuriat a-gleiz, pe a-gleiz kreiz, eo Strollad al Labour (diverret e Labour pe Lab e saozneg). Memes ster hag ar ger brezhonek heñvel. Ezel an Etrebroadelenn sokialour eo. Tony Blair a zo en e benn ha 3 gwezh da heul e oa aet ar maout gantañ e 1997, 2001 ha 2005. Koll a reas ar votadegoù war-lerc'h pa oa renet gant Gordon Brown, bremañ eo kaset war-raok gant Keir Starmer.
Kronologiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1900 : Krouidigezh gant ar sindikadoù.
- 1906 : 29 kannad.
- 1906 : James Keir Hardie e penn.
- 1922 : Erru strollad pennañ a-enep ar virourien.
- 1924 (Genver) : Savet ur gouarnamant diwar ur muiañ-niver hepken.
- 1924 (Gwengolo) : Echu gant ar gouarnamant.
- 1929 (Mae) : Eil gouarnamant savet diwar ur muiañ-niver hepken.
- 1931 (Eost) : Aet ar gouarnamant da get abalamour da zisemglevioù diwar-benn an enkadenn ekonomikel.
- 1940 (Mae) : Aet gant gouarnamant ledan ar brezel.
- 1945 (Gouere) : Aet ar maout gant ar strollad. Dindan ar Stad e voe lakaet ur bern embregerezhioù.
- 1951 (Here) : Dilennadegoù kollet.
- 1964 : Savet ur gouarnamant diwar ur muiañ-niver hepken.
- 1966 : Gounezet splann an dilennadegoù.
- 1964-1970 : Steuñv adreizhadennoù sokial (heñvelrevelezh diouzh lezenn, echu gant kastiz d'ar marv
- 1970 : Dilennadegoù kollet.
- 1974 : Aet ar gouarnamant mirourel da get abalamour da harz-labour implijidi ar mengleuzioù glaou. Savet ur gouarnamant gant al Labour diwar ur muiañ-niver hepken.
- 1979 : Harzoù-labour disehan. Echu gant ar gouarnamant. Margaret Thatcher e penn ar vro.
- 1983 : Disoc'h gwashañ en dilennadegoù abaoe ar brezel.
- 1987 : Dilennadegoù kollet.
- 1992 : Dilennadegoù kollet diwar nebeut.
- 1994 : Tony Blair e penn ar strollad.
- 1994 : Kemmet mellad IV bonreizh ar strollad.
- 1997 : Gounezet an dilennadegoù.
- 2001 : Gounezet an dilennadegoù.
- 2005 : Gounezet splann an dilennadegoù daoust ma'z eus bet kollet 47 kannad.
- 2007 : Gordon Brown e penn ar strollad.
- 2010 : Koll er votadegoù hag Ed Miliband e penn ar strollad
- 2015 : Jeremy Corbyn e penn ar strollad
Pennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Keir Hardie 1906-1908
- Arthur Henderson 1908-1910
- George Nicoll Barnes 1910-1911
- Ramsay MacDonald 1911-1914
- Arthur Henderson 1914-1917
- William Adamson 1917-1921
- John Robert Clynes 1921-1922
- Ramsay MacDonald 1922-1931
- Arthur Henderson 1931-1932
- George Lansbury 1932-1935
- Clement Attlee 1935-1955
- Hugh Gaitskell 1955-1963
- Harold Wilson 1963-1976
- James Callaghan 1976-1980
- Michael Foot 1980-1983
- Neil Kinnock 1983-1992
- John Smith, 1992-1994
- Tony Blair 1994-2007
- Gordon Brown 2007-2010
- Ed Miliband 2010-2015
- Jeremy Corbyn 2015-bremañ
Gouarnamantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1924 (gant ar Frankizourien)
- 1929-1931 (gant ar Frankizourien)
- 1940-1945 (emglev ar brezel)
- 1945-1951
- 1964-1970 (muiañ-niver betek 1966)
- 1974-1979 (muiañ-niver)
- 1997- 2010
Niver a izili
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]450 000 ezel a vefe e 2006 pa oa 250 000 anezho e 1995.