Anne Breizh-Veur
|
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Breizh-Veur |
| Anv e yezh-vamm an den | Anne Stuart |
| Anv-bihan | Anne |
| Anv-familh | Stuart |
| Moranv | Brandy Nan |
| Deiziad ganedigezh | 6 C'hwevrer 1665, 6 C'hwevrer 1665 |
| Lec'h ganedigezh | St James's Palace, Londrez |
| Deiziad ar marv | 1 Eost 1714, 1 Eost 1714 |
| Lec'h ar marv | Kensington Palace, Londrez |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | gwallzarvoud eus gwazhied an empenn |
| Lec'h douaridigezh | abati Westminster |
| Tad | Jakez II |
| Mamm | Anne Hyde |
| Pried | Prince George, Duke of Cumberland |
| Familh | House of Stewart di Darnley |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Honorific prefix | Majesty, Royal Highness, His Highness |
| Relijion pe kredenn | Iliz anglikan |
| Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |

Anne Stuart, pe Anne Breizh-Veur (1665–1714), a voe rouanez Bro-Saoz, Bro-Skos hag Iwerzhon eus 1702 betek Akta Unvaniezh 1707 (d'ar 1añ a viz Mae 1707), pa voe krouet Rouantelezh Breizh-Veur, ha hi kentañ rouanez anezhi, ha war un dro ar rouanez Stuart diwezhañ.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe e Londrez, er palez Saint-James, d'ar 6 a viz C'hwevrer 1665. Eil merc'h e oa da James, dug York, roue katolik Bro-Saoz, hag a voe diskaret gant Dispac'h 1688, hag e bried kentañ Anne Hyde; nizez e oa Anne Stuart d'ar roue Charlez II. He c'hoar henañ Mary, dimezet d'he c'henderv protestant William III, a renas war un dro gant he gwaz.
Kaset e voe da Vro-C'hall abalamour ma oa klañv he daoulagad. Eno e oa o chom gant he mamm-gozh Henriette Bro-Saoz.
Distro da Vro-Saoz, e 1670, pa oa pemp bloaz, e reas Anne anaoudegezh gant Sarah Jennings, he gwellañ mignonez, hag a voe kuzulierez dezhi ivez. Er bloaz war-lerc'h e varvas he mamm, goude bezañ troet ouzh ar gatoligiezh.
Pa varvas Mary e 1694 e renas William III e-unan betek 1702 hag Anne a renas war e lerc'h.
Dimezelled a enor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa Anne d'ar priñs George Danmark.
Seitek bugel o doe entre 1684 ha 1700. Ne vevas nemet ur mab, William, dug Gloucester1, a voe skubet en 1700, da unnek vloaz, gant ar vrec'h.
Hiriv e soñjer eo naplez he fried a oa kaoz da varv kement a vugale.
War he lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]George Iañ an hini a renas war he lerc'h.