Mari II Bro-Saoz

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Mary II)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Mari II Bro-Saoz

Mary Stuart, pe Mari II Bro-Saoz (1662 – 1694), a oa rouanez Bro-Saoz hag Iwerzhon, ha rouanez Bro-Skos, adal 1689 betek he marv. Ren a reas gant he fried ha kenderv Gwilherm III.

Protestanted e oa an daou bried, goude ar Reveulzi Klodus, pa voe diroueet he zad katolik, Jakez II. Gwilherm III a renas e-unan goude he marv en 1694. En dornlevrioù istor e vez kaoz eus ren "William and Mary".

E-kerzh he ren e voe degemeret ar Bill of Rights .

Pa varvas e 1694 e chomas William da roue nemetañ, ha pa varvas-eñ e 1702 eo c'hoar Mary, Anne Stuart, a renas.