John Major
John Major (ganet d'an 29 a viz Meurzh 1943) a voe Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet etre an 28 a viz Du 1990 hag an 2 a viz Mae 1997.
Trec'h e voe, e penn ar Strollad Mirour, e dilennadeg kannaded 1992, a-enep Neil Kinnock ha Strollad al Labour. Koll a reas avat, en dilennadeg war-lerc'h, e 1997. Dilennet e oa bet John Major da gannad e Huntingdon.
A-raok bezañ Kentañ Ministr e oa bet Ministr an Diavaez etre miz Gouere 1989 ha miz Here 1989, ha Ministr an Arc'hant etre miz Here 1989 ha miz Du 1990.
En e raok: Margaret Thatcher |
Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet ![]() Du 1990– Mae 1997 |
War e lerc'h: Tony Blair |