Tony Blair

Eus Wikipedia
Tony Blair (2019).

Anthony Charles Lynton Blair, a vez graet Tony Blair anezhañ, zo ur politikour eus Breizh-Veur, ganet d'ar 6 a viz Mae 1953 e Dinedin (Bro-Skos).

Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet eo eo bet etre miz Mae 1997 ha miz Mezheven 2007.

E St John's College en Oxford en deus kaset e studioù. Goude bezañ tapet e destenn-skrid a alvokad ez eas gant Strollad al Labour met korbellet e voe en dilennadegoù kannaded e 1982.

War-lerc'h ez eas gant tu adreizhañ ar strollad.

E 1994 ez eas John Smith d'an anaon diwar ul lamm-galon. Blair a savas emglev gant Gordon Brown evit bezañ e penn ar strollad: Blair a vefe kentañ Ministr, Brown a yafe karg an Ekonomiezh gantañ.

D'ar 1añ a viz Mae 1997 e voe dilennet Blair e penn ar vro goude un trec'h splann ouzh ar mirour John Major. 18 vloaz oa ne oa ket bet al Labour e penn ar vro.

Etre 1997 ha 2001 e lakaas e vro e da gemer perzh e brezel Kosovo.

Brasoc'h c'hoazh e voe trec'h al Labour e 2001. Ar C'hentañ Ministr a zo padet ar pellañ eo Blair (en e raok eo Harold Wilson an hini a oa padet ar muiañ a-raok, etre 1964 ha 1970).

A-du gant ar Stadoù-Unanet eo savet bepred evit an aferioù diavaez, koulz e-pad ar brezel en Afghanistan pa gasas di al lu Saoz d'ar 6 Here 2001 pe en Irak, daoust d'ar muiañ-niver bezañ a-enep dezhañ en e vro. Da skouer ez eas ur milion a dud da vanifestiñ a-enep ar brezel e Londrez d'ar 15 C'hwevrer 2003 met derc'hel a reas Blair d'e soñj ha d'an 18 a viz Meurzh ez eas 42 000 soudard da Irak.

D'ar 7 Mezheven 2001 e voe trec'h war an Tories evit an eil gwezh hag ur muiañ-niver klok gant al Labour adarre.

D'ar 6 a viz Mae 2005 ez eas ar maout gantañ evit an trede gwezh da heul, ar pezh na oa bet c'hoarvezet biskoazh evit strollad al Labour. E miz Mezheven 2007 e roas e zilez ha Gordon Brown, eus e strollad, a zeuas da vezañ Kentañ Ministr.


En e raok:
John Major
Kentañ ministr ar
Rouantelezh Unanet


Mae 1997 – Mezheven 2007
War e lerc'h:
Gordon Brown


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.