Gordon Brown

Eus Wikipedia
Gordon Brown, Kentañ Maodiern ar Rouantelezh-Unanet (2007-2010)

James Gordon Brown a zo bet ganet d'an 20 C'hwevrer 1951 e Giofnag (Siorrachd Rinn Friù an Ear), Skos. Skolveuriat, kazetenner ha politikour eo. Kentañ Ministr Rouantelezh-Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon eo bet etre miz Mezheven 2007 ha miz Mae 2010.

Red politikel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1983 ha 2005 e voe dilennet e Ti ar C'humunioù er Bastell Dilennel Reter Dunfermline e Fife hag hini Kirkcaldy ha Cowdenbeath adalek 2005.

E Gouarnamant Tony Blair e oa abaoe an 2 Mae 1997 Kañseller an Deñzorlez, eleze Ministr an Arc’hant.

Adalek ar 24 Mezheven 2007 e oa e penn Strollad Labour ha da heul e oa aet da Gentañ Ministr d'ar 27 a viz Mezheven 2007. Chomet eo er post-se betek an 11 a viz Mae 2010.


En e raok:
Tony Blair
Kentañ Ministr ar
Rouantelezh-Unanet


Mezheven 2007 – Mae 2010
War e lerc'h:
David Cameron


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]