Iliz-veur Sant Paol Londrez

Eus Wikipedia
Ur sell war Saint Paul's cathedral

Iliz-veur Sant Paol Londrez a oa bet savet goude ma vije bet distrujet an iliz kozh gant tan-gwall Londrez e 1666. A-us da Ludgate Hill ez eo staliet er City, kalon istorel ar gêr, deuet da vezañ hiziv-an-deiz karter an aferioù e Londrez.

Kroget e oa bet d'he sevel e 1675 hag echuet e oa bet e 1710.

Gwelet eo an iliz-veur evel taol bravañ an tisavour saoz Christopher Wren.

Al lec'h Ludgate Hill en doa bet degemeret 4 neved a-raok ma vefe savet an iliz-veur.