Charles Edward Stuart

Eus Wikipedia

Charles Edward Louis John Casimir Silvester Severino Maria Stuart a oa ganet e Roma d'an 31 a viz Kerzu 1720.

Marvet eo d'an 31 a viz Genver 1788 e Roma.

Pa varvas e vreur Henry Benedict Stuart e 1807 e voe kaset e relegoù da benn-iliz Sant-Per er Vatikan evit bezañ beziet eno gantañ ha gant o zad hag o mamm.

Mab oa da James Francis Stuart ha da vMaria Klementyna Sobieska. Mab-bihan d'ar roue James II a Vro-Saoz ha VII a Vro-Skos oa.

Anvet eo Bonnie Prince Charlie gant Skosiz evit bezañ klasket, evel e dad, adreiñ tron roue Bro-Saoz, Skos hag Iwerzhon, d'ar familh Stuart e-kerzh an eil emsavadeg Jakobad.

Kregiñ a reas an emsavadeg e 1745 hag ec'h echuas de 1746 goude trec'h an Dug a gCumberland en emgann Culloden d'ar 16 a viz Ebrel 1746.

Kuitaat a reas Bro-Skos war-lerc'h da vont da Frañs hag Italia.

Ur skeudenn romantel a chom gantañ daoust ma n'eo ket bet gwall skedus e vuhez.

Ur verc'h bet gant unan eus e vestrezed a zo bet anzavet gantañ : Charlotte Stuart, Dugez a Albany.