Mont d’an endalc’had

Emgann Culloden

Eus Wikipedia
Emgann Culloden
Tamm eus Dispac'h jakobat 1745

Tartan Culloden[1]
Maread 16 a viz Ebrel 1746
Lec'h Culloden e-kichen Inbhir Nis
Bro-Skos
Disoc'h trec'h gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet
Emgannerien
Gouarnamant Rouantelezh-Unanet
8 000
Jakobidi
Bro-C'hall
~7 000
Pennoù-brezel
Dug CumberlandCharles Edward Stuart

Emgann Culloden (Gouezeleg Skos : Blàr Chùil Lodair) e voe emgann diwezhañ an dispac'h jakobat e 1745-1746. D'ar 16 a viz Ebrel 1746 e c'hoarvezas etre lu Charles Edward Stuart ("Bonnie Prince Charlie" evit Skosiz) ha hini William Augustus, Dug Cumberland e-kichen Inbhir Nis.
Trec'h an Hannoverien a harzas da vat al lusk jakobat e Bro-Skos, ha paouez a reas Charles Stuart da glask adlakaat lignez ar Stuarted e penn Breizh-Veur e-lec'h hini Hannover.

Lu Charles Stuart a voe dreist-holl uheldiriaded skos (Highlanders), izeldiriaded skos (Lowlanders) hag un nebeud Saozon. Skoazellet e voent gant Bro-C'hall ha rejimantoù iwerzhonat, a stourmas ganto.
E lu ar gouarnamant e oa Saozon dreist-holl, gant un nebeud Skosiz memestra, tud eus Ulaidh hag Alamaned hag Aostrianed.

Gwadek e voe an emgann : fardañ war lu ar gouarnamant a reas an Highlanders, met buan e voent trec'het, pa ne badas emgann Culloden nemet un eurvezh hanter.[2]

Etre 1 500 ha 2 000 Jakobad a voe lazhet pe c'hloazet er gad verr-se, pa ne voe kolloù ar gouarnamant nemet 50 den lazhet ha 259 gloaziad. "The Butcher" ("ar C'higer") e voe lesanv Cumberland goude kad Culloden.
Divizet e voe gant ar gouarnamant gwanañ sevenadur gouezelek Bro-Skos dre lezennoù kalet a-enep ar mod da vevañ hag a-enep reizhiad ar c'hlanoù.

Dibun kad Culloden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Charles Edward Stuart
(1720-1788)

Ar c'hemperzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1744 he devoa Bro-C'hall klasket aloubiñ Bro-Saoz gant ul luad 10 000 den bodet e porzh Dukark ; Charles Edward Stuart a glaskas tennañ splet eus ar gwezhiad evit kemer ar galloud. E miz Meurzh avat e voe stlabezet al lestraz gant korventennoù kent sevel an eorioù. Dilezet e voe ar raktres neuze.
Kompren a reas Charles Edward Stuart e ranke bodañ ar Jakobidi tro-dro dezhañ war tir Bro-Skos end-eeun. Daou lestr a fredas, an Doutelle hag an Elizabeth, ha kuitaat Naoned war-du Bro-Skos. Rediet e voe an Elizabeth da zistreiñ war e c'hiz goude ur c'hrogad gant ul lestr-brezel saoz, hogen tec'hel kuit a reas an Doutelle ha d'an 2 viz Eost 1745 e tilestras ar priñs war Enez Èirisgeigh e Na h-Eileanan Siar.

Yen e voe an degemer : daou benn eus klanoù skos a nac'has mont d'e heul, unan anezho a gasas keloù d'ar Gouarnamant. Pa alias un trede penn "Kit d'ar gêr" e respontas Charles Edward Stuart "Ar pezh emaon oc'h ober", ha kuit war-du Moidart.
Nec'het e voe ar Jakobidi gant kentodenn o friñs, met 700 ezel eus klan Cameron ha 500 eus klan MacDonald a oa e-kichen ar priñs e Glenfinnan pa savas ar banniel roueel ha pa vonnas e dad James Francis Edward Stuart evel roue Bro-Skos, Bro-Saoz hag Iwerzhon.
Adal Glenfinnan e skoas war-du Dinedin, en ur zastum tremen 3 000 den war an hent. Daoust da ali Simon Fraser Lord Lovat, hag e bromesa da vodañ tri c'hlan ouzhpenn da vont d'e heul, e nac'has mont da Inbhir Nis hag ez eas war-du ar Su dre Athall ha Perth. Tremen 250 den eus klan Stewart of Appine a greñvaas an armead, ha kantadoù all a voe a-hed an hent.
E Perth e voe c'hoazh kantadoù a izili eus klanoù Drummond ha Murray o tont d'em vodañ tro-dro d'ar priñs, kevret gant 200 den eus klan Robertson of Struan. E miz Gwengolo 1745 e tivizas ar c'homandant saoz Sir John Cope kilañ betek Inbhir Nis en Norzh, o lezel dre-se an hent digor da vont da Zunedin. E kreiz ar miz e voe un emgann e Coltbridge, e-kichen Dinedin, ma voe daou rejimant saoz lakaet da dec'hel kuit gant al lu nevez, hag en deiz war-lerc'h e oa Dinedin dalc'het gant ar Jakobidi.
Buan e kasas Sir John Cope e armead da Zunedin, ha dont a reas Charles Edward Stuart da gejañ outi hag he skarzhañ kuit.

A-c'houde an trec'h-se e voe tremen 2 500 den ouzhpenn e lu ar Jakobidi, deuet eus Bro-Skos a-bezh. E dibenn miz Here 1745 e voe c'hoazh 600 den armet o tont gant an dug William of Atholl ha klan Grant, mui 400 eus klan MacPherson.
Difiñv e chomas Charles Edward Stuart e Dinedin avat, o lezel dre-se amzer da c'houarnamant ar roue George II da gas bagadoù eus Flandrez da Vro-Skos ha da benn klan Campbell, Archibald 3de dug Argyll, da ouestlañ e binvidigezh da Vro-Saoz dre sevel un armead enep-Jakobat diouzh e du. Tremen 1 000 den a zegasas da du ar Gouarnamant saoz.
O c'hortoz skoazell digant ar C'hallaoued e oa Charles Edward Stuart ; pourvezioù hag arc'hant a oa bet kaset dezhañ, hogen soudard ebet. Poazh e voe o c'hortoz, hag e deroù miz Du 1745 e treuzas ar vevenn war-du London ; un daou c'hant Saoz bennak a zeuas en e lu, tra ma oa lod Highlanders o tistreiñ d'ar gêr, krignet ma oant gant kleñved ar vro.

Dug Cumberland
(1721-1765)

Fall a-walc'h e oa ar c'hoari evit ar Jakobidi e gwirionez : er Biz e oa armead ar jeneral Wade, daou luad saoz all a oa o kerzhet a-dreuz ar Midlands dindan ren dug Cumberland, hag un trede a oa e Finchley, en Norzh da London, darev da zifenn ar gêrbenn, da lavaret eo tremen 30 000 soudard doazhet ouzh ar brezel e-tal ur 5 000 bennak a Highlanders aveet fall ha 200 Saoz eus Manchester.

Hep koll kad pe emgann e tizhas an Highlanders kêr Zerby, war-dro 200 km eus London, e deroù miz Kerzu 1745. Spontadeg a savas e kêrbenn ar Rouantelezh, prest e oa ar roue da zistreiñ da Hannover.
Ar priñs e fellas dezhañ tennañ splet eus an degouezh, hogen ret-mat e voe dezhañ — daoust d'an doñjer a ziskouezas splann — ober diouzh meno e ofiserien : kilañ ha distreiñ d'an Highlands.
D'an 19 a viz Kerzu ez erruas an armead Jakobidi e Carlisle, war harzoù Bro-Skos ; nebeut goude ec'h errujont e Glasgow, ma voe yen an degemer. En Highlands avat e voe tommoc'h, pa voe kresket al luad betek 8 000 den gant klanoù all.

D'an 3 a viz Genver 1746 e lakaas Charles Edward Stuart seziz war gêr Stirling, kêrbenn gozh Bro-Skos, hag emgann a voe e Falkirk ouzh arme ar jeneral saoz Hawley, a rankas tec'hel kuit. Ur wezh ouzhpenn avat ne ouezas ket ar priñs ober e vad eus an degouezh, pa zilezas seziz Stirling da gerzhet war-du Inbhir Nis en Norzh. E Moy, ur gêriadenn war-dro 16 km eus e bal, e tivizas ehanañ e ti an itron Mackintosh (lesanvet "Colonel Anne[2], rak dalc'het e oa Inbhir Nis gant 1 700 soudard eus ar Gouarnamant, dindan ren Lord Loudon. Pa ouezas hennezh eus donedigezh Bonnie Prince Charlie e kerzhas war-du Moy gant e Hannoverien. Pemp geder bet gourc'hemennet gant Lady Mackintosh a dennas gant o mouskidi en ur c'hervel a-bouez-penn anvioù klanoù d'o sikour. Pa ne ouient ket petra ober e kilas ar 1 700 soudard[3] ha, sur ma oa e oa niverusoc'h ar Jakobidi, e tec'has Lord Loudon gant e lu war-du betek ar Ross-shire er Gwalarn. E dalc'h ar Jakobidi e voe Inbhir Nis, hag ar priñs a gasas ur rannarme da argas lu Lord Loudon pelloc'h c'hoazh.

E-keit-se e oa bet degaset mui-ouzh-lui a soudarded eus Flandrez gant ar Gouarnamant ; en Obair Dheathain e voent bodet dindan urzhioù dug Cumberland, a grogas da kerzhet war-du Inbhir Nis gant 8 000 den. Kement-se a zeuas da skouarn Charles Edward Stuart e miz Ebrel 1746, a zivizas kas 5 000 eus e dud davet ar Saozon. War an hent e voent kreñvaet gant 300 den eus klan Fraser, da c'hortoz ur 500 bennak ouzhpenn eus klanoù Fraser ha Mackenzie, na errujont biskoazh el lanneg anvet Culloden, war-dro 8 km a-vaez da Inbhir Nis.

War an dachenn-emgann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gweledva Emgann Culloden

An armeadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Jakobidi

Highlanders emouestl e oa ar braz eus armead Charles Edward Stuart. Emouestlidi e oa an ofiserien ivez, koulz hag al Lowlanders hag ar varc'heien.
Lod brezelerien avat a oa bet kaset gant pennoù o c'hlan, ha dre ma ne raent ket forzh eus stourm ar Jakobidi e savas kudenn e-kerzh an drougatred abalamour ma voe dizerterezh a-leizh.

Dre o renk e reizhiad ar c'hlanoù skosat e oa bet ar pennoù lakaet da ofiserien, hogen nebeut anezho a oa arroutet war divoud kas un emgann, ar pezh a voe gwashañ kudenn an tu Skosad. Ne oa ket gouest an ofiserien da renkañ o soudarded.
Armet mat e oa ar pennoù meur — claidheamh mòr(kleze meur), targe (skoed prenn) ha pistolennoù , er c'hontrol d'an dud voutin a zouge un nebeud klezeier, bouc'hili, forc'hioù ha filzier. Goude an emgann, da lavar dug Cumberland, ne voe dastumet nemet 190 kleze skosat en eskemm ouzh 2 320 fuzuilh saoz. Jedet ez eus bet ne voe nemet 200 Skosad diwar ar 1 000 bet lazhet e Culloden a gement a zouge ur c'hleze.[4]
Soudarded eus an arme c'hall a oa ivez en emgann Culloden, o tont eus an Irish Brigade hag ar Royal Scots a servije Bro-C'hall.[5].

Ar Gouarnamant

Kanolierezh, marc'hegerezh ha troadegiezh a oa e lu dug Cumberland. Brientinien a oa eus an darn vuiañ eus an ofiserien, laourerien-douar e oa an droadeien.
Gopret e oa ar soudarded. Daoust d'ar varc'heien bezañ maltouterien e gwirionez dre o micher, armet e oant gant pep a bistolenn, a fuzuilh hag a gleze saoz 89 cm hirder e lavnenn.[5]. Betek 460 m e oa hed-tenn ar c'hanolioù saoz brasañ.[5]

Emgann Culloden

Ha hi mat evit armeadoù kantreol, tachenn-emgann Culloden a oa diazas-krenn ouzh ar c'haderezhioù-kerc'hvell a oa re an Highlanders.

D'ar 14 a viz Ebrel 1746 en em lakaas luad Cumberland da gampiñ a-vaez da gêr Nairn, un 20 km bennak eus lanneg Culloden.
Da serr-noz an deiz war-lerc'h, pa ne blije ket an dachenn dezhañ tamm ebet — gant gwir abeg, e savas Lord George Murray a-du gant un dagadenn-noz, gant ar soñj e teuje a-benn dre ar souezh da lakaat un tamm kempouez etre an daou luad.
Ur c'hwitadenn e voe avat, rak biskoazh ne voe kavet kamp ar Saozon gant an Highlanders skuizh n'o devoa bet tamm boued ebet en devezh kent, war-bouez ur wispidenn dre zen[2]. Pa zistrojont d'o c'hamp da c'houloù-deiz ar 16 a viz Ebrel 1746 e vanjont kousket el lec'h ma kouezhjont gant an diviadur, tra ma roe Cumberland an urzh d'e dud diskuizh ha maget mat da fardañ war an enebourien. Dihunet e voe armead Charles Edward Stuart gant taboulinadeg ar Saozon.

E deroù ar c'had e oa 5 000 den Bonnie Prince Charlie war div renk e-tal ar Biz.
Evit boulc'hañ an emgann e lakaas dug Cumberland ar ganolierezh da ober un dennadeg kaeañ na c'hallas ket an Highlanders respont. Un eurvezh-pad e padas ar c'hoari, ha pa weljont an toulloù o vrasaat en o renkoù e krogas Skosiz da zifretañ ; goulenn a reas ar priñs digant Lord Murray reiñ an urzh da fardañ war an enebourien.
Netra ne c'hallfe bezañ dic'hoanakoc'h eget o zagadenn ha reishoc'h eget an degemer, a skivas un ofiser saoz goude an emgann.
Gourdonet gwelloc'h e oa ar Saozon a-c'houde meur a zrouklamm, hag a-gantadoù e varvas an Highlanders e-kerzh o lusk war-raok. Un hanter-eurvezh diwezhatoc'h e voe echu gant emgann Culloden. Cumberland neuze a gasas e varc'heien dre an dachenn a-bezh da zidroc'hañ ar c'hloazidi a-daolioù kleze, alese al lesanv a "Giger" a voe roet dezhañ. Pa oa o sellet a-bann ouzh drougatred e luad e voe Charles Edward Stuart pellaet diouzh al lanneg gant unan eus e ofiserien.

Mentel ar reuzidi
Diouzh tu ar Gouarnamant Diouzh tu ar Jakobidi
  • 50 den a voe lazhet (war-dro 0,6 %)
  • 259 den a voe gloazet (war-dro 3,2 %).
  • Prizoniad ebet.
  • War-dro 1 000 den a voe lazhet (14,3 %)
  • War-dro kement all a voe gloazet.
  • Prizonidi : 154 Jakobad ha 224 Gall.[4]
Emgann Culloden
gant David Morier (1746)

Goude Culloden

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bonnie Prince Charlie

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Fionnghal NicDhòmhnaill
Rozenn wenn ar Jakobidi zo war he c'halon

Un tec'had e voe eus Charles Edward Stuart goude kad Culloden.
Un ehan a reas e ti Lord Lovat e Gorthleck, tra ma 'z eas dug Cumberland da gousket e ti Lady Mackintosh hep bezañ bet pedet. Harzet e voe Colonel Anne, ha bac'het en Inbhir Nis c'hwec'h sizhunvezh-pad.

Diouzh e du e lezas ar priñs dismantroù e luad da zistrewiñ par ma c'halljont, hag e vennas distreiñ da Vro-C'hall. Klask a oa war e lerc'h war zouar ha war vor gant ar Gouarnamant. Divizout a reas neuze mont da Enez Sgitheanach da c'houlenn sikour digant klan MacLeod of MacLeod ha klan MacDonald of Sleat, ar pennoù end-eeun o devoa disklêriet e deroù emsav ar Jakobidi e chomjent diouzh tu gouarnamant Bro-Saoz. War an hent e kejas ouzh unan eus izili klan MacLeod en alias groñs da zistreiñ war e veno hag er c'hasas da Enez Veinn na Faoghla ma kavas repu e klan MacDonald of Clanranald, a oa feal d'ar Jakobidi.[2].
Klasket e voe kas ar priñs da Steòrnabhagh, met ne voe bag ebet eno ouzh e c'hortoz, rak en aner e oa bet klasket feurmiñ unan. Enebourien dezhañ a oa war e lerc'h er vro, setu e tistroas da Veinn na Faoghla, ma oa kement all.
Dav e oa mont kuit adarre : pemp mizvezh-pad e tec'has Charles Edward Stuart a-zirak an hemolc'herien a-dreuz enezeg Na h-Eileanan Siar, betek ma kejas ouzh Flora MacDonald er skoazellas da zistreiñ da Enez Sgitheanach. D'an 19 a viz Gwengolo 1746, en diwezh, e tizhas ar priñs porzh Àrasaig e paou Loch Abar, ma lestras war-du Bro-C'hall.[[[2][5]
Biken ne zistroas Bonnie Prince Charlie da Vro-Skos.

An dialgerc'hioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Goude Culloden - Ar jakobineta
John Seymour Lucas, 1884

Taer e voe moustret war Skosiz a-c'houde trec'h dug Cumberland hag an Hannoverien war emsav ar Jakobidi.

Antronoz kad Culloden e kasas an dug 50 troadeg hag ur c'habiten da furchal kement ti a oa tro-war-dro d'an dachenn-emgann, war zigarez m'o devoa bet ar Jakobidi an urzh da na lezel o buhez gant soudarded ar Gouarnamant, ar pezh a oa diwir.[6] Tremen 20 000 penn-chatal a voe laeret e-kerzh ar furchadeg, ha gwerzhet e Fort Augustus, e penn mervent Loch Nis.[7]
Pa 'z erruas dug Cumberland en Inbhir Nis e c'houllonderas ar jolioù ma oa bet bac'het enep-Jakobidi, hag e lakaas Jakobidi en o lec'h.[4] Lod eus ar brizonidi a voe lakaet da uheldrubarded ha kaset da Su Bro-Saoz da vezañ barnet. Bac'het e voent e listri war ar stêr Davoez e London, pe e Tilbury Fort war lez Norzh ar stêr. Unan diwar ugent a voe barnet da vat ha lazhet, ar re all — 936 anezho — o vezañ kaset da drevadennoù ar rouantelezh da chom betek diwezh o buhez ; 222 Jakobad all a voe forbannet.
Jakobidi all a c'houzañvas kastiz ar marv e Carlisle, e York hag e Kennington Park e London end-eeun. War-dro 120 Jakobad a voe lazhet, un drederenn anezho o vezañ dizertourien eus lu ar Gouarnamant.[8] E Tower Hill e London e voe lazhet pennoù meur an emsav.
E 1747 e voe lakaet 905 prizoniad en o frankiz dre ul lezenn a ziskounadur ; reoù all, 382 anezho, a voe eskemmet ouzh prizonidi a oa e dalc'h Bro-C'hall.
Kont zo bet dalc'het eus 3 471 Jakobad bet bac'het ; n'ouzer netra diwar-benn planedenn 648 anezho.[6]

Lezennoù a voe embannet gant ar Gouarnamant a-benn lakaat Bro-Skos, hag an Uheldirioù pergen, er Rouantelezh.
Ret e voe d'ar veleien gatolik touiñ fealded d'an Hannoverien. E 1746 e voe tennet diouzh pennoù ar c'hlanoù skosat ar gwir a varnerezh war o ziriad[9], ar pezh a oa kontrol d'an emglevioù bet sinet e 1706 ha 1707[10] Tennet e voe o zouaroù digant ar pennoù skosat a oa savet a-du gant Bonnie Prince Charlie ; digollet avat e voe ar re a oa chomet feal d'an Hannoverien, pa voe roet moneiz dezho en eskemm ouzh o wirioù war justis o bro.[8]
Berzet e voe dougen ar gwiskamant skosat hengounel — tartan ebet ken e Bro-Skos, ha renket e voe ar binioù-meur skosat e-touez an armoù-brezel.


Emgann Culloden e voe ar wezh diwezhañ ma voe daou luad tal-ouzh-tal war tiriad Breizh-Veur.
  1. STEWART D. W., Old & Rare Tartans (1893) — Brudet eo an tartan-se evit bezañ bet douget gant unan eus ofiserien Charles Edward Stuart. Den ne oar pe glan a oa arouziet gantañ. Marilhet eo er Scottish Tartans World Register, gant an daveenn "Culloden, Gold District Tartan (WR1328)".
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 MacLEAN Fitzroy, Highlanders — A History of the Highland Clans, David Campbell Publishers Ltd., 1995, ISBN 978-1-85715-799-4 • pp. 215-216 (en)
  3. Un den a varvas er c'hrogadig-se avat : Donald Ban MacCrimmon, biniaouer MacLeod of MacLeod, a oa bet kaset enep ar priñs Charles daoust dezhañ ; brudet eo evit bezañ aozet ar pibroc'h Cha till, Cha till, Cha till MacCraimein, "Ne zistroio ket MacCrimmon" — un degemenn mard eus unan.
  4. 4,0 4,1 ha4,2 REID Stuart, The Scottish Jacobite Army 1745-46, Osprey Publishing, 2006, ISBN 978-1-84603-073-4 (en)
  5. 5,0 5,1 5,2 ha5,3 HARRINGTON Peter, Culloden 1746 — The Highland Clans' Last Charge, Osprey Publishing, 1991, ISBN 978-1-85532-158-8 (en)
  6. 6,0 ha6,1 ROBERTS John Leonard, The Jacobite Wars, Edinburgh University Press, 2002, ISBN 978-1-902930-29-9 (en)
  7. MAGNUSSON Magnus, Scotland — The Story of a Nation, Grove Press, 2003, ISBN 978-0-8021-3932-0 (en)
  8. 8,0 ha8,1 Prebble John, The Lion in the North, Penguin Books Ltd., 1973, ISBN 978-0-14-003652-7 (en)
  9. Heritable Jurisdictions (Scotland) Act
  10. An Union with Scotland Act bet embannet gant ar Vreudoù Saoz e 1706, hag an Union with England Act bet embannet gant ar Vreudoù Skosat e 1707.