Tavoez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An Tavoez


An Tavoez (Thames e saozneg) zo ur stêr a red e kreisteiz Bro-Saoz, eus ar c'hornôg war-zu ar reter. Bez ez eo unan eus ar brasañ hentoù dre zour e Bro-Saoz. Daoust ma'z eo anavezet dreist-holl abalamour ma red dre greiskêr Londrez e red ar stêr dre meur a gêr vras all ivez, en o mesk Oxford, Reading ha Windsor.

Roet he deus hec'h anv da draoñienn an Tavoez, un takad eus Bro-Saoz a-bep tu d'ar ster etre Oxford ha kornôg Londrez, ha d'an Thames Gateway, al lodenn eus ar stêr ma sav al lanv hag aber an Tavoez e reter Londrez.





Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]