Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Emgann Culloden

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Kuzhet ul lodenn eus an "infobox" gant al luc'hskeudenn en-dro... Kadbzh (kaozeal) 3 Meu 2013 da 21:33 (UTC)[respont]

Mmh n'eo ket kuzhet ganin. Klask a rin ober "ctrl+0" evit lakaat an destenn de glok gant skramm evit ma urzhiataer evit gwelout ma'z eo disheñvel.Lekemok (kaozeal) 3 Meu 2013 da 21:38 (UTC)[respont]
Evidon-me ivez e oa kuzhet ul lodenn eus an "infobos" gant al luc'hskeudenn. Lakaat a ran anezhi a-gleiz da c'hortoz.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 5 Meu 2013 da 09:41 (UTC)[respont]

Anvioù-lec'h estren e brezhoneg

[kemmañ ar vammenn]

Ar pennad-mañ en deus roet din ur soñj diwar an anvioù-lec'h estren e brezhoneg, ur goulenn am eus da sevel pa lavarin mat. Gwelout a c'heller meur a anv-lec'h er pennad-mañ ha seblant a reont implijet e doareoù disheñvel. Reoù gant stummoù brezhonek (pa'z eus unan), reoù gant ur stumm estren (memes ma'z eus ur stumm brezhonek), saoznek pe gouezelek, ha memes e vez implijet gerioù gant ur stumm saoznek pa'z eus ur stumm brezhonek pe anvioù e gouezelek en vezont ket anavezet. Ouzhpenn se e vez kavet gerioù en ur stumm pa zo implijet ur stumm-all en anv e bennad. Daoust hag-eñ ez eus bet kaozeadennoù diwar-se gwezhall ? Reolennoù a zo pe get ?

Peogwir e vez kavet er pennad-mañ, da skouer :

  • Culloden, ha n'eus ket e brezhoneg (ha n'eus pennad ebet diwar-benn an anv-lec'h-se war hor wiki).
  • Inbhir Nis a zo Inverness e saoznek, graet ar pennad gant ar stumm gouezelek, met ne vez ket kavet kalz en e stumm gouezelek e-barzh genoù ar vrezhonegerien (nevez pe get). N'on ket a-enep implijout stumm gouezelek an anvioù, ne ran nemet klask ma'z eus reolennoù diwar-benn-se.
  • Ulaidh, Ulster e saoznek, memes evezhiadenn (evit lavarout gwir on techet da implij kentoc'h ar stumm iwerzhonat n'eo ket pell eus ar stumm saoznek ha muioc'h anavezet).
  • Na h-Eileanan Siar, a zo Outer Hebrides e saoznek, anavezet evel les Hébrides e gallek. Memes evezhiadenn;
  • Dunedin, a gavan souezhus, peogwir e vez kavet ur stumm brezhonek hag a zo anv ar pennad boutin war hor wiki ! Dinedin a c'heller kavout pa glasker gant an anv saoznek 'Edinburgh.
  • London a gaver ivez er pennad, koulskoude ez eus an anv brezhonek, Londrez hag a zo anavezet mat hag a zo adkaset ennañ pa gliker war London.
  • Glasgow ivez a zo kavet ha gant hennezh eo bet lakaet an anv brezhonek Glasc'ho e-barzh al liamm anvet Glasgow.
  • Aberdeen zo kavet ivez, ha dindanañ kuzhet an anv gouezelek Obair Dheathain hag a zo titl he fennad er wiki-ni.

Setu ar goulennoù em boa da sevel, marteze e kavin danvez evit gwellaat ma fennadoù ivez en ur c'houzout pelloc'h diwar-benn mont-en-dro hor wiki. Lekemok (kaozeal) 5 Meu 2013 da 19:38 (UTC)[respont]

Displegadennoù

[kemmañ ar vammenn]

Anvioù ar bigi

[kemmañ ar vammenn]

Ez-hengounel e metoù an dud a vor ne lakaer ger-mell ebet dirak anvioù ar bigi, setu perak em boa skrivet "Doutelle hag Elizabeth" e-lec'h *"an Doutelle hag an Elizabeth" — evit ar voraerion da nebeutañ, ar bigi n'int ket traezoù, boudoù int ; gwelit en:sistership, da skouer, pa vez nepreizh anvioù an traezoù er yezh-se.

Anvioù al lec'hioù

[kemmañ ar vammenn]
  • Blàr Chùil Lodair zo meneget e deroù ar pennad. Pa n'ouzon ket ha reizh e vo distagadur an anv-se gant an implijerien em eus kavet gwelloc'h kenderc'hel gant ar stumm a zo en talbenn hag en infobox.
  • Ur bajenn Inbhir Nis zo, m'emañ Inverness ivez. Mar ne oar ket ar vrezhonegerien dwb ar stumm gouezelek, a zo anval lec'h e yezh ar vro, e vo ret-mat dezho deskiñ pa c'houlennont ma vije graet Kemper e-lec'h Quimper, da skouer ha gant gwir abeg. Evit a sell ouzh an anvioù-lec'h er broioù a zo o stourm evit o frankiz, arabat eo da 'm meno kemer skouer war ar stumm bet lakaet gant an alouberion.
  • Ulaidh : heñveldra. Mar goulenner e vije doujet da yezh Breizh e ranker doujañ da yezhoù ar broioù distad all.
  • Na h-Eileanan Siar : heñvel, evel-just.
  • Dunedin am eus kemmet e Dinedin, daoust ma n'on ket a-du — gw. Dún Éideann ha Dùn Èideann.
  • London eo anv kêrbenn Bro-Saoz e saozneg, London a ranker skrivañ neuze, n'eo ket *Londrez, a zo ur "brezhonekadur" eus ar stumm gallek.
  • Glasgow am eus lezet evel m'emañ, rak diwar ar predeneg glas "glas" + cau "kleuzenn" e teu (gw. Scottish Place Names da skouer, a-douez daveennoù all). Biskoazh ne 'm eus klevet *Glasc'ho e Glasgow, Glêska° a glever digant Skosiz eno — n'eus nemet an estrenien (ar Saozon en o zouez) a zistag /g/ goude /s/. N'eus abeg ebet da c'hwezhiñ /k/ goude /s/ kennebeut. Gallet em bije skrivañ "Glaskow" evit chom tost d'an distagadur, met ur brizhvrezhonekadur e vije bet. Lezet em eus "Glasgow" neuze, gant al liamm brezhonek.
  • Aberdeen am eus kemmet, ur skañvbennerezh e oa : dav eo delc'her d'an hevelep doare hag Enez Sgitheanach, a vije bet Skye mod all (nemet e vije un anv brezhonek anavezet mat evit al lec'h-se ivez ?).

Hag ur "politikerezh" a rankjer sevel dwb an anvioù-lec'h ? Marteze, met daou skoilh a welan aze :

  1. mont re bell ganti, pa welan e ra Pennoù Meur ar Brezhoneg gant Gwerc'h-Breizh hag An Hae-Foazer eus La Guerche-de-Bretagne ha La Haie-Fouassière, n'emaint ket er brezhonegva ;
  2. tremen hebioù dezhi, pa zibaber ur stumm estren d'ar vro (Inverness, a zo saoznek, e-lec'h Inbhir Nis — pe Varsovia, a zo levezonet gant ar galleg, e-lec'h Warszawa e poloneg).

T42N24T (kaozeal) 7 Meu 2013 da 00:53 (UTC)[respont]

N'em eus ket lâret e vije ret kemer an anvioù saoznek dre ret evit an anvioù-lec'h-se. Ma vije ma dibab-me e rajen gant an anvioù gouezelek. Ar pezh em boa c'hoant d'ober a oa sachañ evezh an dud war ar gudennoù-se, peogwir em eus ar memes kudennoù. Evel ma em boa lâret on tachet da implij Enez Sgitheanach ha koulskoude e ouzon a oar an dud kentoc'h ar stumm Enez Skye, a zo saoznek, gwir eo. C'hoant em boa da ziskouez e c'heller ober rebechoù war kement anv-lec'h a zo, ha c'hoant em boa da c'houzout ma oa ur bennreolenn bennak war hor-wiki-ni. Roudoù zo, evel ma ziskoueze Bianchi-Bihan.
Un dra n'on ket a-du penn-da-benn ganti eo honnezh "Mar ne oar ket ar vrezhonegerien dwb ar stumm gouezelek, a zo anval lec'h e yezh ar vro, e vo ret-mat dezho deskiñ pa c'houlennont ma vije graet Kemper e-lec'h Quimper, da skouer ha gant gwir abeg. Evit a sell ouzh an anvioù-lec'h er broioù a zo o stourm evit o frankiz, arabat eo da 'm meno kemer skouer war ar stumm bet lakaet gant an alouberion." E peseurt yezh e vije ret implij "Kemper" hervez tud-zo ? E galleg ? N'eus forzh petra. "Quimper" eo anv Kemper e galleg ha mat pell zo. Evel "Rome" a zo anv gallek "Roma". Tremen a ra an anvioù eus yezh da yezh gant cheñchamantoù bras pe vihan, met tremen a reont. Gallout a reer ober gant ar stummoù gouezelek amañ, met din-me n'eo ket ur redi ideologel. Ha perak ket implij anvioù gallian a-orin kêrioù Bro-C'hall ? Cheñchet int bet gant alouberien a bep seurt koulskoude !
Ar pezh a zo amañ a zo anvioù-lec'h dianavezet e brezhoneg pe dost, gant ur stumm orin (met daoust hag-eñ eo ar gwir stumm orin ?) en ur yezh a zo e meur a lec'h aet da get, hag ur stumm-all en ur yezh he deus erlec'hiet an hini kentañ. Hag un trede yezh a zo ar brezhoneg e-lec'h ma rankomp dibab pe ijinañ ur stumm. Hag a wezhioù e tremen an anvioù eus ur yezh d'ur yezh-all dre un trede hini (Da skouer e galleg : Mexique a zeu eus Mexiko [meːʃiʔko] dre México [a oa distaget [meʒiko] memes !] pa oa savet an anv brezhonek dre ar spagnoleg modern, ha neuze Mec'hiko).
Evit echuiñ, nemet daou draig war Londrez ha Dinedin. Gwir eo, stumm saoznek Londrez eo London, ha Londrez a zeu eus ar galleg (ec'h !). Mat. Met London n'eo ket ar stumm orin ! Dont eus a ra eus Lundenwic, a zeu eus Lundein, a oa distagadur ar Vrezhoned eus an anv latin Londinium. Ma hon eus c'hoant da chom gant ur yezh keltiek e vije mat (se zo evit farsal evel just) chom tost ouzh an anv kembraek a zo Llundain hag a roje Lundin e brezhoneg (din-me).
Siriusoc'h, gant Dùn Èideann, daoust ma ne vez ket klevet gouezelek abaoe pell aze (hag ur yezh predenek a oa komzet aze pa oa bet aloubet ar c'hêr gant ar Saozon), hag-eñ e vije reishoc'h ober gant Dunedin. N'ouzon ket, ret e vije kaout eus pegoulz e teu Dinedin. Ouzhpenn se eo din ur ger a gaver e meur a lec'h e Breizh (Dinan da skouer) hag a dalv ar memes tra ha Dun (evit lavarout gwir eo ar memes ger). Setu perak n'on ket chalet tamm ebet gant Dinedin (hep menegiñ ur wezh-all ar yezh predenek e veze komzet aze hag a zo ar yezh eo ganet enni an anv-lec'h-mañ moarvat) - Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2013 da 10:30 (UTC)[respont]
Gwelet kaoz Dinedin/Dunedin amañ [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 7 Meu 2013 da 12:26 (UTC)[respont]


Kaozioù evel ar re-se zo bet dija, un tamm roud a chom amañ : Rummad:Politikerezh termenadurezh. Skoilhoù a oa, evel-just, ha dislavaroù zo chomet, pezh a gavan naturel. En un tu e klasker brezhonekaat lec'hioù ha n'int ket brezhonek (Alpoù-an-Arvor, Kalifornia-Izel, Gwiana, Ervrezhell ), en tu all e klasker mirout anv ar vro ( Méditerranée, New Hampshire, New Mexico ) ... Ar skoilhoù a chomo, met dibab a vo ret a-wechoù. N'eo ket ket evit-se e vo ret kavout peurvat pep dibab.

Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 Meu 2013 da 06:01 (UTC)[respont]