Kalifornia-Izel

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche
Kalifornia-Izel, unan eus 31 stad Mec'hiko

Kalifornia-Izel (Baja California e spagnoleg, Stad Dieub ha Souveren Kalifornia-Izel hec'h anv ofisiel), zo unan eus an 31 a stadoù a ya d'ober Stadoù-Unanet Mec'hiko, hag an hini anezho ar muiañ en hanternoz. A-raok bout ur stad e 1953 e oa anavezet evel Tiriad Norzh Kalifornia-Izel (Territorio Norte de Baja California).

Mont a ra ganti hanternoz ledenez Kalifornia Izel, a-us d'an 28vet kensturienn. Er c'huzh-heol dezhi emañ ar Meurvor Habask, er sav-heol Sonora, hag Arizona (SUA) ha Mor Cortés (pe Pleg-mor Kalifornia), hag er c'hreisteiz Kalifornia-Izel ar Su. En hanternoz emañ Kalifornia, ar stad eus SUA.