Zacatecas (stad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Zacatecas, unan eus 31 stad Mec'hiko.

Zacatecas zo unan eus an 31 stad kevredet a ya d'ober Stadoù-Unanet Mec'hiko, un tamm en hanternoz da greiz ar vro. Zacatecas eo ar gêr-benn.

Stok eo ouzh stadoù Coahuila en hanternoz, Durango er gwalarn, Nayarit er c'hornôg, Nuevo León ha San Luis Potosí er reter, Aguascalientes, Guanajuato ha Jalisco er c'hreisteiz.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv diwar an nahouatleg zacatlco, anv unan eus pobladoù ar vro hag a zeu eus zacate (ur seurt geot) ; ar vro-se ma kreske ar geot-se a oa anvet Zacatlan, hag an annezidi, Zacateca, spagnolekaet e Zacatecas el liester, "Zakateegiz".

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Amalia García, bet e Strollad ar Gomunourien, a oa gouarnerez eno eus 2004 betek 2010.