Mont d’an endalc’had

Méditerranée

Eus Wikipedia

Ar Méditerranée a oa anv un departamant gall en Italia da vare an impalaer gall Napoleone Buonaparte. Livorno e oa ar pennlec'h.

Dont a ra an anv eus anv gallek ar Mor Kreizdouarel. N'eus forzh pehini eus an dek departamant gall all a-hed aod ar mor-se a c'hallje bezañ bet anvet evel-se.

Krouet e voe d'ar 24 a viz Mae 1808, pa voe staget Rouantelezh Etruria, savet 6 vloaz a-raok, ouzh Bro-C'hall. Enez Elba a voe staget outañ en 1811, a yae d'ober arondisamant Portoferraio.


Arondisamantoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1812 e oant:

Pa voe trec'het Napoleone Buonaparte e 1814 e voe rannet an douaroù etre proviñsoù Livorno, Pisa, Firenze ha Siena, war-bouez Elba ma rene c'hoazh Napoleon, hervez Feur-emglev Fontainebleau.

Francesi nel Mediterraneo 1798-1799, 1902