Kaozeadenn Implijer:Lekemok

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Kemennadenn gentañ[kemmañ ar vammenn]

Salut, nullet em eus ar cheñchamant az poa graet er pennad Breizh. Naoned ha Gwened zo kerioù-penn istorel ar vro, Roazhon ha Naoned zo kerioù-penn rannvroioù melestradurel hiriv an deiz. A galon. --Arko 30 Kzu 2008 da 10:09 (UTC)

Keltia[kemmañ ar vammenn]

An anvioù lakaet ganin er pennad a gaver er geriadurioù brezhonek: sell mat. An anvioù lakaet ganit a seblant bezañ ijinet ganit. Neuze e vo lakaet an anvioù mat adarre. Bianchi-Bihan 3 Gou 2009 da 20:58 (UTC)

Mercedes[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Reizhet em eus an anv-gwan "alamanat" a gaver er pennad. "Alaman" eo an anv-gwan evit an traoù eus Alamagn. A galon, --Llydawr (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 11:29 (UTC)

Mat eo, trugarez ! Gouzout a rin an dra-se ar wech a zeu. Lekemok (kaozeal) 21 Ebr 2012 da 12:19 (UTC)

Maserati[kemmañ ar vammenn]

Salut dit,

Ouzhpennet am boa al lec’hienn ofisiel war Maserati. Un goullen am beus : ne vefe ket « tridant Neptunus » e-plas « feunteun Neptunus » ?

A gln, VIGNERON (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 11:36 (UTC)

Ya, trident Neptunus eo, skrivet am eus re vuan. C'hoant am boa lakaat "trident awenet gant feunteun Neptunus". Trugarez ! Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2012 da 15:43 (UTC)

hello)[kemmañ ar vammenn]

i've added link to a commons category here, and i would love to know if it is okay for me to replace the picture used in the article with this, f.ex. as it seems to me that the one used is not really free)) i am sorry to disturb the very you, but i was just looking for an active en-speaking user on your wiki via Kemmoù diwezhañ)) i would appreciate any help you can provide me with, be it explanation of picture-related policy here, actual actions or whatever :) --antanana 5 Her 2012 da 19:40 (UTC)

I think you should post this on this page, it is more appropriate. But thank you for helping us. Lekemok (kaozeal) 23 Her 2012 da 05:58 (UTC)

Degemer[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Ur patrom graet a-ratozh evit degemer an dud nevez (Kaozeadenn Implijer:Arekussandora) zo er Wikipedia brezhonek (Degemermat nevez). A galon, Llydawr (kaozeal) 12 Du 2012 da 11:29 (UTC)

A, setu. N'em boa ket kavet anezhañ ! Trugarez ! --Lekemok (kaozeal) 12 Du 2012 da 12:28 (UTC)

Restr:Bro-Bikt - Pictland.jpg[kemmañ ar vammenn]

Ar Vro-Bikt, gant ar c'hemmadur. Gwelloc'h e kavfen Bro ar Bikted. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Du 2012 da 18:35 (UTC)

Reizhet eo bet e-barzh an deskrivadur, trugarez ! Klasket m'eus treiñ an tostañ a c'hellfe bezañ an anv saoznek Pictland. Bez ez eus Bro-Skos, Bro-C'hall, Bro-Saoz e brezhoneg, tremen a ra Bro-Bikt pe get ? Lekemok (kaozeal) 15 Du 2012 da 19:59 (UTC)
Reizh eo treiñ Pictland gant Bro-Bikt ; anvioù-gwan eo pikt, skos, gall ha saoz. Direizh eo *Bro-Spagn pe c'hoazh *Bro-Sina evit an hevelep abeg.
Gourc'hemennoù evit ar pennad ! — Flag of Scotland.svg Siubhán McGunn (kaozeal) 15 Du 2012 da 21:40 (UTC)
Trugarez ! N'eo ket klok c'hoazh, ha d'am soñj e vo ezhomm un tamm adwel e keñver ar yezh, met tamm ha tamm.... Lekemok (kaozeal) 17 Du 2012 da 22:53 (UTC)
Amzer zo. Bianchi-Bihan (kaozeal) 3 Meu 2013 da 14:48 (UTC)

Evidon-me ivez eo kalz reishoc'h Bro-Bikt eget *ar vro Bikt (ha muioc'h c'hoazh eget *Ar Vro-Bikt kinniget). Met n'emaon ket gwall a-du gant Siubhán war an eil poent. "Bro-Spagn" ha "Bro-Sina" a zo reizh-kaer da'm meno, ha savet int evel "Kêr-Lannuon", "Enez-Eusa", "Stêr-Liger", "Menez-Bre" ha kement 'zo. — Ha ma gourc'hemennoù ivez evit ar pennad!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 16 Du 2012 da 08:17 (UTC)

Trugarez dit ! Lekemok (kaozeal) 17 Du 2012 da 22:53 (UTC)

Labour kaer. Lennet ganin: bro ar Bikted, en Absolvenn dre vuntr, An Alarc'h embannadurioù, 2012. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Meu 2013 da 14:37 (UTC)

Taoenn "Emgann"[kemmañ ar vammenn]

Amañ da skwer: Emgann Bapaume (1871). A galon. Kadbzh (kaozeal) 3 Meu 2013 da 13:59 (UTC)

Mat, ouzhpennet e vo a-benn nebeut. Trugarez evit ho sikour. Lekemok (kaozeal) 3 Meu 2013 da 14:08 (UTC)

Respont Morgane44[kemmañ ar vammenn]

Demat Lekemok, Gwir eo n'emaon ket alies barzh an davarn. N'on ket barrek awalc'h gant ar wiki evit respont war dachenn ar "robotoù" ha traoù e-giz-se. Deskin a res Iwerzhoneg ? Pegen kalonek out ! Desket am eus ivez ma zammig brezhoneg er Skol Veur Roazhon, pell' zo ! med kembraeg hag iwerzhoneg 'zo re ziaes evidon ! Nozvez vat, ken a vo --Morgane44 (kaozeal) 28 Meu 2013 da 16:25 (UTC)

Wikidata weekly summaries[kemmañ ar vammenn]

Amañ e kawoc'h ar c'hemmennoù leusket gant robot Wikidata diwar-benn mont en-dro ar raktres.

Tavarn[kemmañ ar vammenn]

Digarezit m.p. A galon. Kadbzh (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 19:03 (UTC)

Kudenn ebet, n'eo ket bet diaes da renkañ. -- Lekemok (kaozeal) 9 Ebr 2013 da 19:06 (UTC)

This Month in GLAM: April 2013[kemmañ ar vammenn]

This month in GLAM logo.png




Headlines
Read this edition in fullSingle-page

To assist with preparing the newsletter, please visit the newsroom. Past editions may be viewed here.

Unsubscribe · Global message delivery 8 Mae 2013 da 21:45 (UTC)

Rencontres dans l'Ouest[kemmañ ar vammenn]

Mont a ra, Lekemok !

J'ai répondu (tardivement) à ton message sur les rencontres dans l'Ouest.

Cordialement, Trizek (kaozeal) 30 Eos 2013 da 12:27 (UTC)

Wikidata ha liamm etrewiki[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Gallout a rez sikour evit al liammoù etrewiki ? Ouzhpennet m’oa liammoù a-drenv Bianchi-Bihan adarre ha kalz Pajennoù n’int ket liammet gant elfennoù zo c’hoazh.

A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 07:23 (UTC)

Ma evel just, ezhomm zo just a-walc'h. Klask a rin ober unnebeud bemdez, ha muioc'h pa c'hellin.

A galon Lekemok (kaozeal) 6 C'hwe 2014 da 07:54 (UTC)

Goulenn digant paotr Saded lakaat al liammoù torret gantañ (torret dre vadelezh evel-just) 'ta, ma ne gav ket diskuizhusoc'h derc'hej da zrailhañ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 7 C'hwe 2014 da 07:46 (UTC)

Mat, sellet em eus ouzh al listen pennadaoù diliamm ha lakaet em eus un nebeud liammoù ouzhpenn. Anat eo avat, diwar penaos eo bet savet ar pennadoù, ne c'heller ket lakaat ul liamm da bep hini, dreist holl ar re diwar-benn ar anvioù-badez. Degouzhet on e niver 700, kenderc'hel a rin diwezhatoc'h. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 10:44 (UTC)

Imbourc'h ha Imbourc'h…[kemmañ ar vammenn]

Demat,

Gallout a rez kenveriañ ha kendeuziñ ar pennadoù Imbourc'h, Imbourc’h ha Imbourc'h (kelaouenn) e-barzh Imbourc'h ?

A galon, VIGNERON (kaozeal) 7 Meu 2014 da 12:14 (UTC)

Opala, tri fennad diwar-benn ar memes tra, an holl gant ul liamm wikidata war-zu ar pennad gallek? Penaos e c'hell bezañ? Labourat a rin warnañ tuchantig. A galon Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:00 (UTC)
Faziet on, n'eo ket liammoù Wikidata, mont a ra neuze. Emaon o labourat war an dra-se. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:04 (UTC)
Graet eo bet, goulenn a rin nulladur Imbourc’h ha Imbourc'h (kelaouenn) tuchantig. Adlenn marteze evit gwelout hag-eñ n'eus ket re a gemm e fed yezh e-barzh ar pennad met d'am soñj on erruet d'un dra propig a-walc'h. Lekemok (kaozeal) 7 Meu 2014 da 13:34 (UTC)

Rummad[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Petra a fell dit lavaret gant "Rummad:Saverien trec'hour 24 eurvezh ar Mañs" ? A galon, --Llydawr (kaozeal) 25 Meu 2014 da 11:35 (UTC)

Salud, splann eo n'eo ket sklaer, ne oa ket aes berrañ ar soñj evit ur rummad. Er rummad-se e vez bodet an holl skipailhoù o deus tapet an trec'h e 24 eurvezh ar Mañs. Pezh ne vez ket komzet eus "skipailh" ("team" pe "equipe" e saozneg hag e galleg) met eus "saver" ("manufacturer" pe "constructeur"). Ma'z eus kinningoù e vin laouen da cheñch anv ar rummad-se ma ne ya ket en-dro. Lekemok (kaozeal) 25 Meu 2014 da 13:10 (UTC)

Kemmandenn leusket gant an IP d'ar 31añ a viz Meurzh 2020[kemmañ ar vammenn]

Stop

Biz dienn / Ibil chokolad[kemmañ ar vammenn]

Salud dit,
N'on ket evit kompren perak e kendalc'hez da lavarout ez eo "testeniekaet" ibil chokolad dre ma kaver ar ger-se, ijinet e-barzh Harry Potter ha Maen ar Furien gant e oberour e 2012 (!). Ha ne gaver skouer all ebet...
Evel bet diskouezet gant tud all amañ e seblant ouzhpenn anat ez eo testeniekaet biz dienn en abeg d'an holl skouerioù bet roet ganto. Ne gav ket dit ?
Ha petra a c'hoarvezo ma n'eo ket an dibab da c'hrad Bianchi-Bianchi ? Kae da lenn ar rann Neptu da virviken savet da geñver Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1 hag e kompreni diouzhtu.
N'eo ket ar wech kentañ ma tiskouez Bianchi-Bihan e feiz fall, ar wech-se diwar-benn ar ger marc'h-korneg implijet e-barzh daou eus e oberennoù gant... Mark Kerrain c'hoazh.
Chañs vat d'ho lapined 'ta !
G.S. : klask a rez kompren perak ez eo aet kuit an holl verourien hag ur bern implijerien all ? Evit gwir ?--86.214.112.225 24 Ebr 2020 da 10:43 (UTC)
Ur ger implijet en ur skrid zo testeniekaet, ne vern gant piv, goude m'az pefe kasoni outañ.
Meur a wech ez eus bet kudennoù evel-se: diaezamant ebet, dibabet e veze un anv dre genemglev, ha meneget ar re all. Pa ne veze ket roñfled war-dro o teurel kunujennoù e veze aesañ tra.
Daoust ha gallout a reer kaout fiziañs e feiz vat an IP mañ? Marteze ne oar ket e kaver marc'h-kornek e Geriadur Roparz Hemon 1993 hag adarre e geriadur An Here-Al Liamm 2002 ha 2005. Ne blij ket dezhañ ar ger? N'eus ket ezhomm amañ eus IPoù a fell dezho reoliañ geriaoueg ar re all. Un amzer zo bet, 6 vloaz zo, ma oa an IP-mañ, anvet Yoael en amzer-se, o c'hoari an diaoul hag e bevar hag o klask reoliañ yezh an dud. Serret e oa bet e gont. https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Kaozeal:Muskildi&oldid=1556749.
Hiriv e klask c'hoazh reiñ kentelioù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 11:25 (UTC)
Ya, ya, Yoael ma karez, pe Bernez Bernioù, Alfoñs ar Werenn ? N'eo ket dit eo bet skrivet ar c'hemennad-mañ ha sur on ez eo gouest Lekemok da respont hag arguzenniñ sioul hep degemennour, ofisiel pe get.
Ne roan kentel ebet da zen ebet ; koulskoude e vije mat reizhañ distagadur ar ger Tregeriad amañ... A galon.--86.214.112.225 24 Ebr 2020 da 13:58 (UTC)

Pa ne ri ket anv ac'hanon ne lakin ket ma fri ez ravoderezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 14:07 (UTC)


Mar plij, ma fell deoc'h c'hoari asambles, it da c'hoari lec'h all. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 20:18 (UTC)

Kement hag ober ez in da zisplegañ va soñj : evel just eo testeniekaet biz dienn hag abaoe pell, met dre ma'z eus bet tabut war ar bajenn-se e ranker tizhet un emglev evit kemer un diviz war Wikipedia ha n'eo ket mont da vrezeliñ evit un anv pe un anv all, na gemer divizoù e-unan. Ma lenner aketus ar pezh 'm boa skrivet n'em boa kemeret tu nemet evit afer divizet hag-eñ e vije an ibil-biz e chokolad pe e dienn. Ma ne c'hell ket an dud en em renkañ e ranker gortoz ali tud all eus ar gumuniezh, dre ur votadeg, hervez ar reolennoù, e-giz-se 'vo sklaer d'an holl petra eo diviz ar gumuniezh war an afer-se. Ne c'hell nag un IP, nag un implijer enskrivet kemer un diviz e-unan en aferioù a-seurt-se. Abalamour d'an dra-se em boa diverket ar meneg {{delete}} a oa bet lakaet war ar bajenn Ibil chokolad : re abred e kaven goulenn an dra-se ha diboell ouzhpenn : gwelloc'h eo, d'am meno, sevel un adkas dre m'eo ur ger testeniekaet, en ur skrid, ya, goveliet gant ar skrivagner, ya, met testeniekaet memestra dre m'eo bet embannet war paper ha roet da lenn d'an holl. N'em eus kavet ar ger 'aerlestr' nemet e skridoù Loeiz Herrieu ha splann e oa bet goveliet gantañ : koulskoude ne'z in ket da lavaret n'eo ket testeniekaet ar ger, met lavaret a rin n'eo ket stank e implij tra ken. An dra-se zo kaoz, ma vije ur votadeg war ar sujed-se, pa vo siouloc'h an traoù, e votin evit delc'her ar pennad biz dienn evel pennad pennañ, o venegiñ ar c'hinnigoù all bet graet a-hed an amzer evit envel seurt gwastilli, hag o sevel un adkas dre ibil chokolad evit an dud o dije lennet ar ger-se da gentañ. An dra-se a gavan ar poellekañ hag an doujusañ d'an holl ginnigoù bet graet ha laouen e vijen bet o tisplegañ kement-mañ ma ne vije ket bet lammet warnon. Ar pezh eo displijus kenañ en afer-mañ, hag ar pezh en deus miret ouzh tud all da reiñ o soñj moarvat, eo ar santimant da vezañ paket en ur brezel kuzh n'en deus mann ebet d'ober ganen, da gaout ar santimant e ranker sevel a-du gant un tu pe unan all ha bezañ milliget gant an tu all. N'eo ket tamm ebet va zro-spered. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 20:18 (UTC)

Salud,
Trugarez eus da respont.
Ne oan deut nemet evit kompren da savboent ha ne oa ket evit hadañ reuz ez pajenn Gaozeadenn.
Lenn ar ger "aerlestr" a c'haller e-barzh Giriadur Gallek ha Brezonek gant Frañsez Jaffrenou kerkent ha 1914.
N'em eus liamm ebet gant an IPoù o doa displeget splann o savboentoù, daoust din bezañ a-du krenn ganto.
N'ouzhpennin tra nemet "Kalon vat a-benn da votadeg".--86.214.112.225 25 Ebr 2020 da 07:22 (UTC)

Pajenn implijer[kemmañ ar vammenn]

Plijet a ra din pa vez kinniget reizhadennoù d'ar pezh a skrivan, dindan da zelc'her da zeskiñ, neuze ne vezan ket feuket pa vez graet. Marteze e vije furoc'h avat menegiñ ar pezh a gavit fazius amañ kentoc'h eget reizhañ war-eeun, n'eo ket dav ober eus va fajenn implijer un dachenn emgann kennebeut. :) GS : Evel er pennadoù e reoc'h war-eeun ! --Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:36 (UTC)

Salud dit ! "Meur a vloaz" a vez lavaret (ha skrivet), gant ur ger en unander. "Meur a wech", "meur a dra", "meur a hini"... A galon, --Llydawr (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:42 (UTC)
Bennozh dit, ya, dav din diwall ouzh an dra-se c'hoazh. --Lekemok (kaozeal) 27 Ebr 2020 da 15:46 (UTC)

Pennadoù da ziverkañ[kemmañ ar vammenn]

Salud dit ! Taol evezh mar plij : [1]. Arabat skrivañ goulennoù goude ar meneg arabat skrivañ izeloc'h. A galon, --Llydawr (kaozeal) 7 Mae 2020 da 15:43 (UTC)

Ya, o paouez gwelet emaon. Dav 'vije reizhañ an ostilh Ouzhpennañ anv ur bajenn da ziverkañ a gaver e nec'h ar bajenn, hounnezh 'n doa kaset ac'hanon re izel. Bennozh dit evit an evezhiadenn.--Lekemok (kaozeal) 7 Mae 2020 da 18:41 (UTC)

Convert[kemmañ ar vammenn]

Salud,

War a seblant, mont a ra mat ar modulenn bremañ :

  • 10 kilometres (6.2 mi)
  • 10 miles (16 km)

A galon, VIGNERON (kaozeal) 6 Mez 2020 da 21:20 (UTC)

Ya, 'maon o paouez gwelet. Trug' --Lekemok (kaozeal) 6 Mez 2020 da 21:22 (UTC)