Dijon
Dijon | ||
---|---|---|
![]() Norzh Dijon gwelet eus an Tour Philippe le Bon, gant Iliz Itron-Varia Dijon en dalenn gentañ. | ||
![]() | ||
Bro | Bourgogn | |
Melestradurezh | ||
Stad | ![]() | |
Rannvro | Bourgogne-Franche-Comté (prefeti) | |
Departamant | Côte-d'Or (prefeti) | |
Arondisamant | Dijon (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h c'hwec'h kanton | |
Kod kumun | 21231 | |
Kod post | 21000 | |
Maer Amzer gefridi | François Rebsamen (PS) 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Communauté d'agglomération du Grand Dijon | |
Lec'hienn web | https://www.dijon.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 159 106 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 3 937 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 245 m bihanañ 210 m — brasañ 410 m | |
Gorread | 40,41 km² | |
Lec'hiadur | ||
|
||
kemmañ ![]() |
Dijon eo anv pennlec'h departamant gall ar c'h-Côte-d'Or, e rannvro Bourgogn-Frank-Kontelezh. 158 002 annezad he doa ar gêr e 2019, ha 245 895 an unvez kêrel, ar pezh a ra anezhi an hini vrasañ eus ar rannvro.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Divio e oa anv kêr pa oa dalc'het gant al Lingoned a-raok aloubadeg ar Romaned.
Taolennet e voe kêr hag he mogeriad gant Gregor Teurgn er VIvet kantved.
Kêr-benn dugelezh Bourgogn e voe adalek ar XIVvet kantved. Staget e voe Bourgogn ouzh Bro-C'hall e 1477.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Itron-Varia Dijoñ
- Palez Duged Bourgogn
- Tour Sant-Nikolaz
- plasenn Darcy
- Kêr an hevlezouriezh
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emañ Dijoñ e Bourgogn, 190 km e Gwalarn Geneva, 190 km e Norzh Lyon ha 310 km e Gevred Pariz. Treuzet eo gant div stêr : ar Suzon hag an Ouche, hag ivez Kanol Bourgogn.
E Norzh gwinieg Bourgogn emañ.
Emdroadur ar boblañs 1793-2008[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pemp kanton zo e Dijoñ. Kumuniezh tolpad-kêrioù Dijoñ zo deuet da vezañ ur veurgêr d'an 28 a viz Ebrel 2017, o vodañ 23 c'humun.
Prefedelezh departamant Côte-d'Or ha rannvro Bourgogn-Frank-Kontelezh eo war an dro. E Dijoñ emañ sez ar C'huzul Departamant, sez ar Rannvro zo e Besançon avat.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare Dugelezh Bourgogn e voe ganet e Dijoñ meur a zug : Yann Dizaon (1371-1419), Fulup ar Mat (1393-1467) ha Charlez an Her (1433-1477).
Adalek an Adinvidigezh e ganas kalz lennegourien, arzourien ha skiantourien evel ar skrivagner Bossuet (1627-1704), ar sonaozer Jean-Philippe Rameau (1683-1764), ar barzh Aloysisus Bertrand (1807-1841 - tremenet e yaouankiz e Dijoñ), an ijinour Gustave Eiffel (1832-1923).
En amzer a-vremañ e c'haller menegiñ ar chaloni Kir (1876-1968) ha an aktourez Claude Jade (1948-2006).
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevellet eo Dijoñ gant ar c'hêrioù da heul :[3]
York (Bro-Saoz) abaoe 1953
Dallas (SUA) abaoe 1957
Mainz (Alamagn) abaoe 1958
Volgograd (Rusia) abaoe 1959
Skopje (Makedonia an Norzh) abaoe 1961
Reggio nell'Emilia (Italia) abaoe 1963
Cluj-Napoca (Roumania) abaoe 1965
Pécs (Hungaria) abaoe 1966
Opole (Polonia) abaoe 1959(Daveoù a vank)
Guimarães (Portugal) abaoe 2016
Chefchaouen (Maroko) abaoe 2016
Praha (Tchekia) abaoe 2016
Dakar (Senegal)
Touristerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor d'ar gêr.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Villes partenaires e dijon.fr.