Opole
Neuz

Opole (Opole e poloneg, Oppeln en alamaneg, Opolí e tchekeg) zo ur gêr eus Polonia, e mervent ar vro, e Silezia. War ribl ar stêr Odra emañ ha kêr-benn proviñs Opole eo.
En Opole ez eus 120.031 a annezidi (hervez niveradeg 2014). Hanter-hent emañ etre kêrioù Wrocław ha Katowice. Sez un eskopti katolik eo ar gêr hag enni e kaver ur skol-veur ha meur a skol uhel (sonerezh, skiantoù...).
Etre 1532 ha 1945 e oa Opole e broioù alamanek : Brandenburg, Aostria, Prusia hag Alamagn, nemet etre 1597 ha 1625, pa oa e Polonia. Abaoe 1945 emañ e Polonia adarre, met chomet ez eus ur vinorelezh alamanegerien e korn-bro Opole.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Potsdam (Alamagn) abaoe 1973
Székesfehérvár (Hungaria) abaoe 1978
Kuopio (Finland) abaoe 1980
Mülheim an der Ruhr (Alamagn) abaoe 1989
Alytus (Lituania) abaoe 1993
Roanoke (Virginia) (Stadoù Unanet Amerika) abaoe 1994
Bonn (Alamagn) abaoe 1997
Agioi Anargyroi (Gres) abaoe 1996
Bruntál (Tchekia) abaoe 1997
Carrara (Italia) abaoe 2000
Grasse (Bro-C'hall) abaoe 2000
Ingolstadt (Alamagn) abaoe 2005