Besançon

Eus Wikipedia
Besançon
Ar gêr gozh gwelet diwar nij.
Ar gêr gozh gwelet diwar nij.
Melestradurezh
Stad  Frañs
Rannvro Bourgogne-Franche-Comté
Departamant Doubs (prefeti)
Arondisamant Besançon (pennlec'h)
Kanton Pennlec'h c'hwec'h kanton
Kod kumun 25056
Kod post 25000
Maer
Amzer gefridi
Anne Vignot
2020-2026
Etrekumuniezh Grand Besançon Métropole
Lec'hienn web http://www.besancon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 118 258 ann. (2020)[1]
Stankter 1 818 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 14′ 35″ Norzh
6° 01′ 19″ Reter
/ 47.24306, 6.02194
Uhelderioù bihanañ 235 m — brasañ 620 m
Gorread 65,05 km²
Lec'hiadur
[[Skeudenn:Patrom:Geolec'hiañ/|300px|center]]
Lec'hiañ ar gêr
Besançon

Besançon (distaget [bəzɑ̃sɔ̃] e galleg, [ˈbzɑ̃ːsɔ̃] gant tud ar vro) zo ur gêr eus Reter Bro-C'hall war ribl ar stêr Doubs, pennlec'h departamant an Doubs ha kêr-benn ar rannvro Bourgogne-Franche-Comté. Araok e oa e penn ar rannvro Franche-Comté. Emañ war vord ar menezioù Jura hag en un 60 kilometr bennak eus Bro-Suis.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E traoñienn an Doubs emañ Besançon, e-barzh ur gildroenn anezhañ.

War-dro 90 kilometr a zo etre Besançon ha Dijon e Bourgogn, Lausanne e Suis, ha Belfort, an nor da Elzas ha da Alamagn.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hen impalaeriezh

  • Vesontio (Bell. Gall. I, 38, 39)
  • Vesont(io) (CIL XIII, 9070)
  • Vesant(io) (CIL, XIII, 9081)
  • Ouisontion (Ptolemaios, II, 9, 10)
  • Ouisontion (Dion Cassius, 38, 34; 63, 24)
  • Visontio, Vesontio (It. Ant.)
  • Vesontine (Taolenn Peuntinger)

Impalaeriezh izellañ

  • (episcopus) Visoncesium (sened-iliz Colonia Agrippinensis, 346)
  • Bisention (Julianus, Ep. 26, 414 c)
  • Visontio (Ausonius)
  • Bisontii (Amm. Marcel. XV, 11, 11)
  • Besantio (Amm. Marcel. XX, 10, 3)
  • Civitas Vesontiensium (Not. Gall.)

Krennamzer uhel

  • Civitas Visensionensis (sened-iliz Epaone, 517)
  • Civitas Vesuntiensis (sened-iliz Orlañs, 549)
  • Civitas Visoncensis (sened-iliz Lyon II, 567-570; Mâcon, I & II, 581-583 & 585)
  • Visonticorum Civitas (Gregor Teurgn, Glor. Mart., 70)
  • Civitas Bessuntio (sened-iliz Paris, 614)
  • Besuntio (Ibid.)
  • Civitas Visontio (sened-iliz Clichy, 626-627)
  • Eccledia Vesoncensis (sened-iliz Chalon, 647-653)
  • Vesoncio Oppidum (Fredegarius, Chron. IV, 36)
  • Vesontionense Oppidum (Jonas, Vita Columbiani abbatis, I, 14-19)
  • Urbs Vesontionis (Ibid, I, 14)
  • Vesonci, Vesvncio, Visvncio, Besoncio (pezhioù moneiz)
  • Chrysopolis (Inventio ss. Ferreoli et Ferrucionis, Vvet pe VIIIvet kantved
  • Vesionensis Civitas (Vita s. Ermenfredi abbatis)
  • Civitas Vesontionis (Vita s. Ermenfredi abbatis)

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Dauzat & Rostaing e teu an anv eus ur wrizienn rakkeltiek ves-, menez, gant ul lostger rakkeltiek -unt- hag un adlostger -ionem[2].

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Blason ville fr Besançon (Doubs).svg en aour e erer dispak en sabel, o terc'hel en e grabanoù div golonenn en gul balirant war an eskell

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Loeiz XIV da goulz kemeridigezh Besançon.

Kêr-benn civitas Sequanorum e oa, e proviñs Belgica; goude-se e tremenas d'ar broviñs Germania Superior adalek an impalaer Domitianus.

Besançon a oa bet distrujet er bloaz 456 gant ar Vurgonded, hag er bloaz 937 gant Hungared.

Eus 1184 da 1664, Besançon a oa ur gêr an impalaeriezh, ha kêr-benn ar Franche-Comté.

Aloubet eo bet, gant e rannvro, er bloaz 1668, gant Loeiz XIV, roue bro C'hall[3].

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Iliz-veur Besançon eo ar savadur relijiel brasañ, giz c'hotek ganti. Savadurioù all a zo eus ar mare araok aloubidigezh Bro-C'hall, da skouer Tour de la Pelote savet gant gouarnamant ar gumun war urzh Karl V an Impalaeriezh Santel e 1546.

Roet eo bet d'ar gêr al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor hag hini ar Glad bedel gant an UNESCO (e 2008) abalamour da Gwikadell Besançon, mogerioù-kreñv savet gant Vauban etre 1678 ha 1771.

Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sinet eo bet emglevioù gevelliñ pe kenober gant meur a strollegezh tiriadel estrañjour[4].

Ardamezhioù Besançon ha re Freiburg im Breisgau, arouezioù o gevelladenn.

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Yves Jeannin, Jean-François Reynaud, Bernard de Vregeville ː Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIII è siècle. XV. Province ecclésiastique de Besançon (Maxima Sequanorum). De Boccard. 2007
  • (fr) Eveline TOILLON, Besançon insolite et secret, Alan Sutton, 2003
  • (fr) Dominique BONNET et Denis MARAUX, Découvrir Besançon, La Taillanderie, 2002
  • (fr) Jean COURTIER, Besançon en cartes postales anciennes, Bibliothèque Européenne
  • (fr) Collectif, Guide Gallimard Franche-Comté, Nouveaux-Loisirs, 1999

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Albert Dauzat & Charles Rostaing ː Dictionnaire étymologique des noms de lieux en France. Larousse 1963; Guénégaud, 1978
  3. M.N. Bouillet, Dictionnaire Universel d'Histoire et de Géographie. Hachette & Cie. Paris 1863
  4. Ar c'hêrioù keveler (d'an 19 a viz Ebrel 2011)