Charlottesville (Virginia)
Charlottesville, lesanvet Cville pe Hoo-Ville gant annezidi ar vro, zo ur gêr dieub eus stad Virginia (en-ofisiel Commonwealth Virginia). E 2010 e oa 48 210 annezad o vevañ eno. E Charlottesville o deus bevet daou brezidant stadunanat, Thomas Jefferson ha James Monroe.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 18vet kantved
Pa erruas Europeiz eno e oa annezet ul lodenn eus kêr Charlottesville gant ar boblad Monacan, ha Monasukapanough e oa anvet ar gêriadenn indian. E 1762 e oa bet savet karta diazezañ kêr Charlottesville.
- 21vet kantved
- Pennad spisoc'h: Manifestadeg Unite the Right 2017
Etre an 11 hag an 12 a viz Eost 2017 e voe aozet ur vanifestadeg lesanvet Unite the Right pe the Charlottesville rally, gant an Alt-right. Ar pal diazez e oa enebiñ ouzh lemel delwenn Robert Edward Lee eus ar gêr. Emgann a voe etre ar vanifesterien hag enep-manifesterien. En holl e voe tri a dud lazhet hag 38 gloazet.